Rwanda

Rwanda zo ur vro e-kreiz Afrika. Harzoù he deus gant Ouganda en norzh, Burundi er su, Tanzania er reter ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg (al lenn Kivu eo a ra ar vevenn gant ar vro-se, dreist-holl). Poblet-stank eo, gant 9 milion a dud, ha bez eo unan eus ar broioù pobletañ en Afrika, a-fet stankter. Lesanvet eo "Bro ar Mil Torgenn", abalamour d’he zorosennadur (Pays des Mille Collines e galleg, Igihugu cy'Imisozi Igihumbi e kinyarwanda).

Repubulika y'u Rwanda
République du Rwanda

Republik Rwanda
Banniel RwandaSkoed-ardamez Rwanda
BannielSkoed-ardamez
Ger-stur : Ubumwe, Umurimo, Gukunda Igihugu
("Unaniezh, Labour, Brogarantez")
Kan broadel: Rwanda nziza
Lec'hiadur Rwanda
Lec'hiadur Rwanda
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Kigali


1°57′S 30°4′R

Yezh(où) ofisielkinyarwanda, galleg, saozneg, swahili
GouarnamantRepublik
 - PrezidantPaul Kagame
 - Kentañ ministrÉdouard Ngirente
Gorread
 - Hollad26 798 km² (147vet)
 - Dour (%)5,3
Poblañs
 - istimadur Gouere 20057 600 000 1 ()
 - niveradeg 20028 128 553
 - Stankter320/km² (27vet)
Gwerzhid-eur(UTC+ 2)
 - Hañv (Eur hañv)(UTC+ 2)
Kod kenrouedad.rw
Kod pellgomz+250
1 An istimadur-se a ra stad eus ar verventi dleet d’ar SIDA, zo uhel-mat er vro.

Ezel eo eus an ABU, eus Unaniezh Afrika, eus Kumuniezh Afrika ar Reter, eus Aozadur Etrebroadel ar Frankofoniezh hag eus Kenglad ar Broadoù.

Gwallvrudet eo bet Rwanda abalamour d’ar boblazhadeg a oa bet eno e 1994.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.