Sechelez

Repiblik Sesel
République des Seychelles
Republic of Seychelles
Republik Sechelez

Banniel SechelezArdamezioù Sechelez
Banniel SechelezArdamezioù Sechelez
Sturienn: Finis Coronat Opus
(Latin: )
Lec'hiadur ar Sechelez
Yezh soedhogelkreoleg Sechelez, galleg, saozneg
Kêr-bennVictoria
Kêr vrasañVictoria
PrezidantWavel Ramkalawan[1]
Gorread455 km²
Poblañs (2005)
 Stankter
81 188 a dud
178 den/km²
Dizalc'hiezhdiouzh ar Rouantelezh-Unanet
29 a viz Mezheven, 1976
MoneizRoupi Sechelez
EurUTC +4
Kan broadelKoste Seselwa
Kod rouedad.sc
Kod pellgomz+248

Sechelez pe ar Sechelez (saozneg ha galleg: Seychelles, kreoleg: Sesel), ent-hir Republik Sechelez (saozneg: Republic of Seychelles; galleg: République des Seychelles; kreoleg: Repiblik Sesel), a zo un enezeg hag ur riez eus Afrika. 115 enezenn bennak a ya d'ober an enezeg lec'hiet er Meurvor Indez, 1 500 km er-maez da aodoù reter Afrika. Victoria eo ar gêr-benn. Dont a ra an anv eus hini Jean Moreau de Séchelles a oa Ministr an Arc'hant gant Loeiz XV, roue Bro-C'hall, en XVIIIvet kantved.

Douaroniezh

An inizi

115 enezenn hag enezennig bennak a ya d'ober an enezeg. En o zouez ez eus 33 anezho hag a zo annezet. Inizi greunit ha koural int.

  • Inizi an diabarzh greunitek
    • Mahé (142 km²), enni emañ ar gêr-benn Victoria,
    • Praslin,
    • Silhouette,
    • La Digue,
    • Frégate,
    • Curieuse,
    • North,
  • Inizi an diabarzh kouralek, 90 km en norzh, a ya d'ober ar peurrest eus an “inizi diabarzh”:
    • Bird, enez an evned,
    • Denis

An Inizi diavaez a zo inizi kouralek

  • Coëtivy
  • Île Platte (Île Platte ha Coëtivy a ya d'ober "Gronnad kouralek ar su")
  • Amirantes
  • Gronnad Alphonse
  • Gronnad Aldabra
  • Gronnad Farquar




Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.