Mont d’an endalc’had

Troad abesivel

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad abesivel (saoz.: abessive case, diwar al latin: abesse, "bezañ pell diouzh") anvet ivez karitivel (saoz.: caritive, diwar al latin carere, "mankout") pe privativel (saoz.: privative, diwar al latin privare, "lemel/tennañ") evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed ma vank perzhi(ioù) an anv ma vez staget outañ, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "hep" ha gant ar rakgerioù "de(z)-" hag "am-" e brezhoneg.

Implijet e vez an droad-mañ gant meur a yezh er bed:

Yezhoù afrez-aziatekkemmañ ar vammenn

Ar somaliegkemmañ ar vammenn

Er somalieg, merket gant al lostger "-la(a)", da skouer:

jeceyl ("karantez") → jeelaa ("digarantez")
dar ("dilhad") → darla ("noazh")

Yezhoù Aostraliakemmañ ar vammenn

Martuthunirakemmañ ar vammenn

E martouthounireg (martuthunira), merket gant al lostgerioù "-wirriwa" ha "-wirraa", da skouer:

Parla-wirraanganarna.
arc'hant-ABES.hon eus
"N'eus arc'hant ebet ganimp"

Yezhoù kaokazekkemmañ ar vammenn

Alies ec'h implijer an termen "karitivel" evit komz eus implij an droad-mañ war dachenn ar yezhoù kaokazek, da skouer e tsezeg, merket gant al lostger "-tay".

Yezhoù finnek-ougrekkemmañ ar vammenn

Implijet e vez an droad abesivel gant ar finneg, an estonieg hag e yezhoù samiek 'zo, da skouer samieg Skolt ha samieg Inari.

Finnegkemmañ ar vammenn

E finneg e vez implijet er yezh skrivet dreist-holl, oc'h ober kentoc'h gant troieññoù all er yezh komzet, merket gant al lostger "-tta"/"-ttä", da skouer:

raha ("arc'hant") → rahatta ("hep arc'hant")

Yezhoù altaekkemmañ ar vammenn

An turkegkemmañ ar vammenn

E turkeg, merket gant al lostger "-siz" (/"-sız", "-suz", "-süz"), da skouer:

ev ("ti") → evsiz ("hep ti")
yurt ("ti; goudor...") → yurtsuz ("dic'houdor")

Gwelit ivez:kemmañ ar vammenn

Mammennoù:kemmañ ar vammenn

Liammoù diavaez:kemmañ ar vammenn

🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipediaWikipedia:Porched ar gumuniezhPatrick Le BescoKantikou Brezonek Eskopti Kemper ha LeonWikipedia:SkoazellBrezhonegSimo HäyhäDukarkBloavezhioù 530Wikipedia:Kumuniezh/An davarnEuropaWikipedia:Pajennoù da nullañMoudennSkoazell:Kont implijerRouantelezh-UnanetWikipedia:Diwar-bennHengerddMarie-Antoinette AostriaStadoù-Unanet AmerikaA Little RomanceAnnie OakleyPorched:TimbrouriezhWikipedia:Pajenn bersonelWikipedia:Porched ar porchedoùLimaRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaC'haozeadennoùMosin-NagantBengaluruJuan Antonio VillacañasFlandrez FrañsFellasionSkoazell:SkoazellFanny Hill