Umar

Ur pennad Omar zo ivez.

Umar ibn al-Khattâb[1] pe Umar I a voe ur mignon tost da Vohammed.
Etre 586 ha 590 e voe ganet e Mekka. Ezel e oa eus klann Banu Ad eus meuriad Quraych. Kalif e teuas da vezañ pa gemeras lec'h Abu Bakr e 634, hag e penn oumma e voe e-pad 10 vloaz[2]. E Medina e varvas d'an 3 pe d'ar 7 a viz Du 644[3],[4]. Drouklazhet e voe gant ur prizoniad pers.
Un nebeud devezhioù goude ez eo Othmân ibn Affân a gemeras e lec'h, daoust ma ne voe ket anvet gant kuzul ar re tost da Vohammed. Ar sunnited a ra rashidun anezhañ ha Al-Fâroûq eo lesanvet ganto[5]. Er c'hontrol e kav d'ar chiited e voe e zilenn evel un taol-Stad da stankañ an hent da Ali ibn Abi Talib[6]. Soñjal a ra dezho ivez e voe pennkaoz da varv Fatima e 632, ha hi unan eus merc'hed Mohammed ha gwreg Ali[7]. Koulskoude ne sav ket a-du an holl chiited gant ar perzh en dije bet e marv Fatima. Lavarout a ra lod lenneien chiit, evel Ahmed al-Katib hag an ayatollah Fadloullah ne gaver roud ebet eus an afer etrezañ ha Fatima er mammennoù diazez chiit evel Kitab Al-Kâfî, "(Levr Al-Kâfî, eleze « Levr ar pezh a zo trawalc'h [gouzout] »)[8].

Kalifiezh Umar pa oa e barr e vrud, e 644

Notennoù