Yoga

Ar yoga (eus ar sañskriteg : योग )[1] pe Sāṃkhya yoga[2] diazezet war Yoga Sūtra Patañjali a zo unan eus c'hwec'h skol ar brederouriezh indian āstika[3]. Bez' ez eo ivez, ha dreist-holl er C'hornôg, un diskiblezh a glask, dre ar meveriañ, emgastiz ar spered hag embregoù ar c'horf, seveniñ unaniezh an den a-fet korf, bred (psike) ha spered.

Delwenn eus Śiva (Bangalore, India) o veveriañ azezet e stumm al lotuz.

Pleustret e veze ar yoga ken abred hag an IIIe milved kent JK. War-dro an Patrom:IIvet kantved kent JK e voe reizhiataet prederouriezh ar yoga gant Patañjali pa genlakaas an holl zamkaniezhioù war ar pleustr diabarzh en e Yoga Sūtra[4].

Istor

Aloubadegoù

Abaoe tri mil bloaz a-raok JK da vihanañ e vez danzeet ar yoga dre chadenn didorr an treuzkas a vestr[5] da ziskibl, kresket bewezh gant anaoudegezh pleustrek ar c'helenner. Evel se e voe savet teknik ha prederouriezh ar yoga a-hed ar c'hantvedoù.

War-dro ar XVIIvet kantved kt JK e voe aloubet ar Panjab gant an Arianed[6] a zegasas o relijion ganto lezennet er Veda, gwrizienn an Hindouegezh a zo stag ar yoga outi. Degas a rejont o yezh, ar sañskriteg[7], met intret e voent gant hengounioù lec'hel henvroiz Norzh India, gant ar pleustroù yogek a veze gant an Dravidianed pergen. Da-geñver lidoù ar mare-hont, " Distagañ ar formulenn a denn muioc'h d'un hud-mouezh eget d'ur seurt gwirionez klok "[8]. Adkavet e vez ar garm-hud aketus-se er Mantra-Yoga, hag adkavet e vez an aketusted ouzh ar jestr er mudrā-où, stummoù lezennet hag arouezel an daouarn.

War-dro ar VIIvet kantved kt JK ez a an Upaniṣad-où d'ober trede ha diwezhañ strollad skridoù an diskuilhadur vedek. Mont a reas neuze al lañs dreistnaturouriezhel en tu-hont da gelc'h strizh al liderezh, ha sevel betek ar wirionez veur[9] : peurheñvelded an ene hiniennel (ātman) hag an ene hollvedel (brahman)[6], tem adkemeret e prederouriezh ar yoga.

War-dro ar IVe kantved kt JK e voe skridaozet ar Yoga-Sūtra (Y.S.)[10] hag ar Bhagavad-Gītā. Deuet int da vezañ testennoù dave ar yoga.

En XVIIIvet kantved e voe degaset un diskar sevenadurel gant an trevadennerezh saoz.

Adsav

E penn kentañ an XXvet kantved e teuas ar yoga war wel adarre. E 1924 e voe savet ur skol yoga gant Sri Krishnamacharia hag he deus stummet an Haṭha-Yoga evel m'eo anavezet er C'hornôg.

Danzeet eo bet ar yoga goustadik, intret gant ar pezh a oa en-dro dezhañ hag ouzh e intrañ d'e dro. Ur sevenidigezh pleustrek (sādhanā) eo ar yoga da gentañ penn hag a c'heller kaout dre un askez a ouestl holl nerzhioù ar c'horf hag ar spered[6] ; kar eo d'ar Sāṃkhya dre an holl zegasadennoù damkaniezhel en deus kemeret ennañ.

Eizh "aṅga" ar yoga[11]

Patañjali a zeskriv eizh "aṅga" : "ezel" eo ster kentañ "aṅga" met graet e vez un implij teknikel anezhañ. An aṅga-où amañ zo skoazelloù d'ar pezh a zo "aṅgin", pennañ[12]. N'eus ket kaoz eus urzh etrezo ha n'eo ket ret o fleustriñ an eil war-lerc'h egile.

  • yama : en em zelc'her.
  • niyama : en em zelc'her en diabarzh.
  • āsana : stumm (ar c'horf).
  • prāṇāyāma : mestroniañ an anal.
  • pratyāhāra : gouzout en em dennañ diouzh an objed merzet.
  • dhāraṇa : kengreizennañ.
  • dhyāna : meveriañ.
  • samādhi : ensav.

Ar pevar hent hengounel pennañ

Menez Kailash, annez Śiva war a greder

Ne c'houlenn ket ar yoga e vije heuliet ar memes hent gant an holl dud. Bez' ez eus meur a hent ha meur a seurt yoga hervez c'hoantoù pep hini hag hervez tuioù liesseurt hon anien. Gant pevar hent hengounel pennañ e c'heller taolenniñ an dastumad doareoù-se. An holl a-gevret pe unan-hag-unan e c'heller o heuliañ :

  1. Jñāna-Yoga : Yoga an anaoudegezh trehontel ;
  2. Bhakti-Yoga : Yoga an deoliezh hag an azeulerezh ;
  3. Karma-Yoga : Yoga ar servij hag an ober diemzamant ;
  4. Rāja-Yoga : Yoga reizhiataet gant Patañjali hag a ra dreist-holl gant ar meveriañ (dhyāna).

E-barzh un hevelep Hent (मार्ग, mārga) e c'heller kaout redennoù disheñvel. Ne ziskouez ket al liesseurted-se gwander pe ziemglev, met bez' ez eo kentoc'h ur respont da c'houlennoù liesseurt pep hini divent

En tu-hont d'ar pevar hent-se e ranker ouzhpennañ ar C'hriyā-Yoga a vod holl deknikoù ar Yoga (Haṭha-Yoga, Kuṇḍalinī-Yoga, Tantra-Yoga, Yoga-Nidrā (kousk) ha re all c'hoazh).

Notennoù ha daveoù



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.