Alesant VI

Alesant VI
Pab an Iliz katolik roman

Ar pab Alesant VI, poltredet gant Cristoforo dell'Altissimo
Ar pab Alesant VI, poltredet gant Cristoforo dell'Altissimo

Ardamezioù ar pab Alesant VI

Ganedigezh1 a viz Genver 1431
e Xàtiva
Dilennet da bab11 a viz Eost 1492
Tronidigezh26 a viz Eost 1492
Dibenn e baboni18 a viz Eost 1503
En e raokInosant VIII
War e lerc'hPi III
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Alesant VI (1431 - 1503) eo an anv a gemeras ar c'hardinal spagnol Rodrigo Lanzol Borja‎ pa voe anvet da bab e 1492.

E anv gwir e oa Roderic de Borja, met kemer a reas ivez ar stumm spagnolek Rodrigo de Borja hag italianek Borgia. Mab e oa da Jofré Gil Llançol i Escrivà, ha da Isabel de Borja i Llançol, c'hoar da Alfonso de Borja, eskob Valencia, a deuas da vout kardinal ha pab evel Kallistus III e 1455.

E vugale

Tri bugel en doe gant serc'hed ha n'ouzer ket o anvioù :

  • Pedro Luis de Borja (1458-1488), kentañ Dug Gandia, marvet da dregont vloaz
  • Isabella Borgia (1467-1547), marvet da bevar-ugent vloaz
  • Girolama Borgia (1469–1483), marvet da bevarzek vloaz

Pevar bugel all en doe Rodrigo Borgia gant Giovanna Cattanei, lesanvet Vannozza:

A-hend-all en doa ur serc'h ofisiel, Giulia Farnese (1474 - 1524), gwreg d'un Orsini.

Goude e varv

Goude marv Alesant VI ez eas pouez an tiegezh war zisteraat, ha kalz anezho a zistroas da Spagn.