Halal
Halal (en arabeg : حلال ḥalāl, « aotreet») eo kement tra aotreet gant ar charia, al lezenn islamek, en islam. Komz a reer alies eus kig halal. Koulskoude, ouzhpenn boued hag evaj halal zo : an emzalc'h, ar vuhezegezh, a zo pe halal, aotreet, pe harām, difennet. Dre vras, kement tra n'eo ket difennet splann er « skriturioù islamek» zo aotreet. Met islamourien zo a wel an traoù en un doare all : kement tra ha n'eo ket aotreet splann (ar butun, ar sonerezh rock, evit chom hep ober ul listenn re hir) a zo difennet.
Ar boued
Brudet eo skouer ar boued.
- Haram eo ar c'hig moc'h.
- Haram ivez kig eus loened ha n'int ket bet lazhet hervez reolennoù ar charia.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle