Jawaharlal Nehru

Jawaharlal Nehru (जवाहरलाल नेहरू en hindi, distaget [dʒəʋaːɦərˈlaːl ˈneːɦruː]) (ganet e Allahabad d’ar 14 a viz Du 1989 ha marvet e Delhi d’ar 27 a viz Mae 1964) a voe ur politikour eus India hag unan eus pennoù an emsav evit dizalc’hiezh India. Kentañ ministr India e voe adalek dizalc’hidigezh ar vro d’ar 15 a viz Eost 1947 betek e varv e 1964. E verc’h nemeti, Indira Gandhi, a voe Kentañ ministr ivez adalek miz Genver 1966.

Jawaharlal Nehru er bloavezhioù 1920

Eus kostezenn sokialour Kendalc’h Broadel India e oa Nehru ha klask a reas lakaat da dalvezout en India steuñvoù diorren armerzhel war meur a vloaz e-giz re an Unvaniezh Soviedel, da lakaat war-sav en e vro ur sokialouriezh demokratel a vefe mesket enni an elfennoù gwellañ eus ar sokialouriezh hag ar gevalaouriezh .

E vuhez

Nehru da 15 vloaz, e skol Harrow, e-kichen Londrez.

Mab e oa da v-Motilal Nehru, unan eus renerien Kendalc'h Broadel India. Mont a reas da Vro-Saoz d’ober e studioù, e skol Harrow hag e Skol-veur Cambridge, ha distreiñ da India goude, da vezañ alvokad. Kregiñ a reas da stourm da vat evit dizalc’hiezh ar vro, war skouer e dad, a-raok pignat tamm-ha-tamm e strollad ar C’hendalc’h betek dont da vezañ prezidant ar strollad e 1929 ha bezañ unan eus an dud tostañ da v-Mohandas Gandhi.

Abalamour d’e stourm e voe lakaet meur a wech en toull-bac’h gant ar Saozon (etre 1920 ha 1945 e tremenas 10 vloaz er vac’h). Gantañ e voe savet ar gouarnamant indian kentañ e miz Gouere 1946, daoust da enebiezh ar C'hevre Muzulmat a glaske sevel « Pakistan », ur stad dizalc’h evit muzulmiz Indez. Da Nehru e voe roet an enor da sevel banniel India e Delhi d’ar 15 a viz Eost 1947, an deiz ma teuas India da vezañ dizalc’h. Daoust da enebiezh Pakistan e voe staget Kachmir ouzh India gantañ, ar pezh a voe abeg d’ar brezel kentañ etre Pakistan hag India (1947-1949). Gant Nehru ivez e voe staget priñselezh Haidarabad (pe Hyderabad) ouzh India.

Evel kentañ ministr e klaskas Nehru lakaat India da vezañ ur vro distag diouzh an daou c’halloud bras (Stadoù Unanet Amerika hag Unvaniezh Soviedel) ha dont a reas da vezañ unan eus renerien emsav ar broioù distag diouzh an daou vloc’had bras evel-se (gant Tito ha Nasir). E 1956 e savas a-du gant Nasir pa oa bet taget Kanol Suez en Ejipt gant armeoù Breizh-Veur, Bro-C’hall hag Israel. A-hend-all e renas ur politikerezh mennet a-enep an trevadenniñ : lakaat a reas Bro-C’hall da asantiñ d’un emglev evit ma vefe lakaet ar c'hontouerioù gall evel Puducherry e-barzh India e miz Du 1954 ; e miz Kerzu 1961 e voe aloubet trevadenn bortugalat Goa ha staget e voe ouzh Unaniezh India.

Goude trec’h strollad Nehru, Kendalc’h Broadel India, e mouezhiadeg 1957, e voe kavet abeg buan e politikerezh e c’houarnamant. Soñjal a reas Nehru reiñ e zilez, aet skuizh gant ar c’hevezerezh etre pennoù ar C’hendalc’h evit tapout ar galloud, met kenderc’hel a reas en e bost. Pa voe dilennet e verc’h, Indira Gandhi, da brezidantez strollad ar C’hendalc’h e 1959, e voe kavet abeg ennañ adarre ha lavaret e klaske mirout ar galloud evit e familh. Aloubadeg Goa e 1961 a lakaas brud Nehru da greskiñ avat hag e mouezhiadeg 1962 ez eas an trec’h gant Kendalc’h Broadel India adarre, daoust ma kreskas ar votoù a-du gant ar strolladoù all evel Bharatiya Jana Sangh, eus an tu dehou, pe Strollad Komunour India.

E 1962 e voe brezel etre India ha Republik Pobl Sina, abalamour d’un dizemglev war an harzoù etrezo ha dre ma oa bet roet bod d’an Dalai Lama gant India e 1959. Faezhet e voe India ha war-lerc’h e klaskas Nehru lakaat un darempred gwelloc’h etre an div stad amezek. Argad arme Sina war harzoù India hag aloubadeg tammoù eus Asam ha Kachmir a ziskouezas pegen gwan e oa arme India. Rediet e voe Nehru da skarzhañ ministr an Difenn ha da c’houlenn sikour digant ar Stadoù Unanet. E 1963 e krogas yec’hed Nehru da fallaat ken e rankas diskuizhañ e-pad meur a viz e Kachmir. E 1964, pa seblante mont gwelloc’h gantañ en devoe un taol kalon.

Mervel a reas d’ar 27 a viz Mae 1964. Devet e voe e gorf hervez boazioù an hindouegezh ha stlapet e voe e ludu er stêr sakr Yamuna. En e obidoù e voe kantadoù a viliadoù a dud, evel ma oa bet en obidoù Gandhi.

Politikerezh

Nehru a vame ouzh steuñvoù diorren armerzhel an Unaniezh Soviedel ha klask a reas aozañ un dra bennak heñvel evit India. Fellout a rae dezhañ degas d’e vro tuioù mat ar sokialouriezh hag ar gevalaouriezh ha sevel en India un doare sokialouriezh demokratel. Met, ma teuas an taol da vat gantañ war meur a dachenn, e krouas ivez a-hend-all ur velestradurezh luziet hag enni e-leizh a gargidi breinet gant an arc’hant alies. E 1956 e voe roet lañs gant Nehru d’ar Reveulzi c'hlas evit stourm ouzh an naonegezh : adingalañ an douaroù, kleuziañ kanolioù ha sevel stankelloù da c’hallout dourañ ar parkeier… War un dro e roas lañs da labourioù bras evit kaout tredan diwar dour ar stêrioù ha da enklaskoù evit pourvezañ energiezh nukleel da India.

Hêrezh

Nehru e-touez skolidi e Nongpoh e Meghalaya.

Dre ma voe Nehru Kentañ ministr India ha Ministr an Aferioù diavaez en devoe kalz a veli evit stummañ gouarnamant ha sevenadur politikel India en XXvet kantved. Meulet e vez e labour evit sevel ur reizhiad skolioù kentañ derez a dizhas holl gornioù ar vro. War dachenn an deskadurezh bepred e voe savet gantañ skolioù uhel a bouez, evel an All India Institute of Medical Sciences[1], an Indian Institutes of Technology ("Ensavadurioù Teknologiezh India")[2] hag an Indian Institutes of Management ("Ensavadurioù Mererezh India").

En e amzer ivez e voe savet ur reizhiad a glask reiñ an tu d’an holl d’ober studioù ha da gaout labour, n’eus forzh piv e vefent (minorelezhioù, maouezed, ar c’hastaoù izelañ, feizidi an holl relijionoù…)[3],[4] Klasket e voe kas da get ar gwallziforc’hioù a-enep ar maouezed hag ar c’hastaoù izelañ[5]. ha pa ne vefe ket bet tizhet ar pal-se c’hoazh.

Penn Jawaharlal Nehru war un timbr eus an Unaniezh Soviedel e 1989

War un dro e tiskouezas Nehru bezañ ur broadelour mennet da reiñ un identelezh voutin da holl dud India, daoust d’an diforc’hioù bras a oa er vro. Goude dizalc’hidigezh India diouzh ar Saozon e voe splann an diforc’hioù-se, e-keñver yezh ha sevenadur, pa ne oa ket da stourm ouzh un enebour boutin ken. Savet e voe raktresoù bras an National Book Trust,[6] hag an National Literary Academy evit skoazellañ da dreiñ skridoù lennegel pep hini eus yezhoù India ha da vroudañ an eskemmoù etre an holl yezhoù-se.

Notennoù

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.