Kampoù-bac'h Xinjiang
Kampoù-bac'h Xinjiang zo kampoù e proviñs Xinjiang, e kornaoueg Republik Pobl Sina, ma'z eus bac'het meur a gant mil den, muzulmaned anezho, genidik eus ar broviñs.
Ouzhpenn ur milion a dud a vefe bac'het enno, hep bezañ barnet[1]. Savet e oa bet ar c'hampoù-se gant gouarnamant Sina war-lerc'h gwalldaolioù gant dizalc'hourien ouigour e 2013 ha 2014. Embann a rae gouarnamant Xi Jinping ne oa ket anezho, er bloavezhioù kentañ, etre 2014 ha 2018. Bremañ e anzav ez eus anezho, nemet e lavar ez int kampoù evit kinnig stummadurioù d'an dud, evit stourm a-enep an islamouriezh. Difennourien gwirioù mab-den avat a lavar ez eo ar bac'hadurioù-se torfedoù a-vras[2].
Notennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle