Krimea

ledenez er mor Du

Krimea (e tatareg Krimea Qırım, e ruseg Крым, en ukraineg Крим, e turkeg Kırım) zo ul ledenez war ribl ar mor Du, er su da Ukraina hag er gôrnog da Rusia. Simferopol eo he c'hêr-benn. Tabut zo war he c'hont etre Republik Ukraina ha Kevread Rusia. Ur Republik emren eus an eil eo, hag ur sujed kevreadel eus eben eo deuet da vezañ e 2014, goude ur referendom ha n'eo ket bet degemeret e zisoc'h gant al lodenn vrasañ eus ar gumuniezh etrebroadel.

Kartenn dopografek Krimea

Anv

Dont a ra e anv eus tatareg Krimea Qırım, hag a dalv « ma zorgenn » (qır « torgenn », ım « ma »).

Istor

Kartenn Oblast Krimea en Ukraina etre 1954 ha 1991

.

En istor eo bet Krimea ul lodenn eus an impalaeriezh otoman, an impalaeriezh rusian hag URSS. E republik Ukraina emañ abaoe 1991, hag ar republik emren nemeti eo er vro. Staget eo bet ouzh Kevread Rusia e 2014 met n'eo ket degemeret kement-se gant al lodenn vrasañ eus stadoù ar bed.


Kronologiezh

  • En Henamzer e oa Tauris, ha betek an XIIIvet kantved e oa ul lod eus ar bed hellenek, deuet da vour roman ha bizantat goude.
  • Priñselezh Teodoros.
  • Da heul brezel 1768-1774 a-enep an Impalaeriezh Otoman eo tapet Krimea gant Impalaeriezh Rusia
  • 1853-1856: brezel Krimea etre Rusia en un tu hag an Impalaeriezh otoman, Breizh-Veur ha Bro-C'hall en tu all. 750.000 a dud lazhet.
  • E 1922 : staget ous an URSS.
  • E 1954 eo staget Krimea ouzh Ukraina evit lidañ tri c'hant vloaz unaniezh Ukraina ha Rusia.
  • E 1991 e teu Ukraina da vezañ dizalc'h, hag e chom Krimea enni. Gwarantet eo an harzoù gant ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur ha Rusia.
  • E 1992 eo savet Republik emren Krimea, en Ukraina dizalc'h, met gant Sevastopol ez eus ur statud ispisial.
  • D’an 11 a viz Meurzh 2014 e tisklêr Parlamant Krimea eo dizalc'h Republik Krimea.
  • D’ar 16 a viz Meurzh 2014, referendom evit gouzout hag-eñ e vo staget ouzh Kevread Rusia. Respont a ra “ya” an darn vrasañ eus ar voterien, met n'eo ket degemeret an disoc'h gant ar gumuniezh etrebroadel war-bouez Rusia.
  • D’ar 18 a viz Meurzh, sinet eo gant Vladimir Poutin an dekred a stag Krimea ouzh Kevread Rusia. N'eo ket degemeret an dra-se gant ar gumuniezh etrebroadel.

Demografiezh

An div niveradeg ziwezhañ gant Ukraina a oa bet kaset e 1989 ha 2001[1]. Hervez disoc'hoù niveradeg 2001 e oa 2.033.736 annezad er republik emren ha 379.492 annezad en Akyar (Sevastopol). Hervez niveradeg Rusia 2016 e oa 2 322 369 a annezidi.

Kenelioù

KenelNiver a dud (e miliadoù)Dregantad hollek (2001)Dregantad hollek (1989)
Rusianed1180.458.565.6
Ukrainiz492.224.426.7
Tatared Krimea243.412.11.9
Belarusiz29.21.52.1
Tatared11.00.50.5
Armeniz8.70.40.1

Yezh-vamm

Yezh-vamm dre genel :

  • Rusianed : ruseg (99.7 %), ukraineg (0.2 %)
  • Ukrainiz : ruseg (59.5 %), ukraineg (40.4 %)
  • Tatared Krimea : tatareg Krimea (93.0 %), ruseg (5.9 %), ukraineg (0.5 %)
  • Belarusiz : ruseg (81.8 %), belaruseg (17.1 %), ukraineg (0.9 %)
  • Tatared : tatareg (67.8 %), ruseg (25 %), ukraineg (0.1 %)

Kêrioù ha rannoù melestradurel

Sebastopol ha Yalta eo he c'hêrioù brudetañ, ha Simferopol ar gêr-benn.

  • Rannvroioù (rayonyi)
Niv.Tatareg KrimeaUkrainegTreuzskrivadur
1AqmeçitЧорноморськийChornomorske
2AqmescitСімферопольськийSimferopol
3AqşeyhРоздольненськийRozdolne
4BağçasarayБахчисарайскийBakhchisaray
5CanköyДжанкойськийDzhankoy
6CurçıПервомайськийPervomayskiy
7İçkiСовєтськийSovetskyi
8İslâm TerekКіровськийKirovskyi
9KrasnoperekopskКрасноперекопськийKrasnoperekopsk
10QarasuvbazarБілогірськийBilohirsk
11QurmanКрасногвардійськийKrasnohvardiyske
12SaqСакськийSaky
13SeyitlerНижньогірськийNizhnegorskiy
14Yedi QuyuЛенінськийLenine
  • Kumunioù
Niv.Tatareg KrimeaUkrainegTreuzskrivadur
15AluştaАлуштинськаAlushta
16AqmescitСімферопольськаSimferopol
17CanköyДжанкойськаDzhankoy
18Ermeni BazarАрмянськаArmyansk
19KefeФеодосійськаTheodosia
20KeriçКерченськаKerch
21KezlevЄвпаторійськаYevpatoria
22KrasnoperekopskКрасноперекопськаKrasnoperekopsk
23SaqСакськаSaky
24SudaqСудацькаSudak
25YaltaЯлтинськаYalta
26[2]AqyarСевастопольськаSevastopol

Istor

Notennoù