Liverpool

Ur gêr ha distrig deuet da vezañ er pleustr un gonetezh abaoe freuz Kuzul-Kontelezh Merseyside e 1986, eo Liverpool (Lerpwl e kembraeg), e gwalarn Bro-Saoz. War ribloù aber ar stêr Mersey emañ. 439 473 annezer zo (ouzhpenn 1 milion en tolpad) enni. Al Liverpudlians a vez graet anezho en ur mod ofisiel met anvet vezont Scousers ivez.

Liverpool e Bro-Saoz

E 2008 eo bet Kêr-benn Europa ar sevenadur war un dro gant Stavanger e Norvegia[1].

Banniel Liverpool evit he zitl a gêr-benn Europa ar sevenadur 2008, dirak savadur porzh Liverpool

Armerzh

Eil porzh ezporzhiañ ar Rouantelezh-Unanet eo. Ar greanterezhioù a-bouez eo ar chanterioù bigi hag ab tangarrerezh gant Jaguar.



Sonerezh

Strolladoù sonerezh brudet a zo genidik eus Liverpool : The Beatles, Frankie Goes to Hollywood, Echo and the bunnymen. Anv John Lennon zo bet roet da aerborzh ar gêr.

Bez' ez eus ul laz-seniñ filarmonek ivez.

Sportoù

Daou glub mell-droad zo er rummad kentañ saoz: c'hoari a ra Everton Football Club e Goodison Park ha Liverpool Football Club en Anfield. Liverpool Football Club (LFC) en deus 18 titl kampion Bro-Saoz ha pemp Kib Europa ar gluboù kampion pe Kevre Kampioned an UKEM. Bravañ roll al loreidi Bro-Saoz eo.

« Pier Head » Liverpool
Lambananas, 2010

Istor

Liverpool a zo bet ur porzh diaz d'ar C'henwerzh tric'horniek a-fed ar gwerzhañ sklaved. E-pad pell ez eo bet lakaet war-raok evel ar porzh pennañ padal ez eo anat bremañ e oa porzh Rio de Janeiro.

Savadurioù dibar

  • Albert Dock
  • Anfield
  • Bluecoat Arts Centre
  • Cunard Building
  • Everyman Theatre
  • Goodison Park
  • Lime Street Station
  • Liver Building
  • Liverpool Cathedral, an iliz-veur anglikan giz hengounel (treset gant Sir Giles Gilbert Scott e 1901 ha echuet e 1978 [1]). Iliz-veur brasañ ar Rouantelezh-Unanet eo.
  • Liverpool Metropolitan Cathedral of Christ the King, an iliz-veur katolik, (meizet gant Sir Frederick Gibberd e 1960 ha savet e 1933 [2]). Lesanvet eo «The Pope's Funnel» alies (founilh ar pab) pe c'hoazh «Paddy's Wigwam» (wigwam (deltenn) Paddy: lesanv an Iwerzhoniz katolik niverus a zo o chom e Liverpool).
  • Liverpool John Moores University
  • Liverpool University
  • Merseyside Maritime Museum
  • Museum of Liverpool Life
  • Philharmonic Hall
  • Pier Head
  • Playhouse Theatre
  • Port of Liverpool Building
  • Quiggins
  • Royal Court Theatre
  • St. George's Hall
  • The Beatles Story
  • The Empire Theatre
  • The Neptune
  • Walker Art Gallery
  • William Brown Library
  • Tate Liverpool
  • Cavern Club : pub dirak al lec'h a orin m'o doa sonet ar Beatles evit ar wech kentañ.
  • Tour ar radio : Radio Merseyside
  • The Philaronic : unan eus bravañ puboù Breizh-Veur

Gevelliñ ha kêrioù mignoned

Gevelliñ :

Kêrioù mignoned :

Gant New York (SUA), Riga (Latvia) ha Stavanger ( Norvegia) ez eus liammoù ivez.

Tud genidik eus Liverpool

Notennoù ha daveennoù

Gwelet ivez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Liverpool Football Club
  • Everton Football Club
  • Toxteth

Liammoù diavez