Riga

Rīga
Banniel Riga

Banniel Riga

Ardamezioù Riga
Ardamezioù Riga
BroLatvia
MaerNils Ušakovs
Gorread304 km²
Poblañs
(hep kontoù doubl)
643 368 (2014)
Stankter2 100/km²
Hed24°6'R
Led56°56' N
Uhelderbihanañ: 0 m
brasañ: m
Lec'hiennhttp://www.riga.lv
Lec'hiadur Riga

Kêr-benn Latvia eo Riga (latveg: Rīga), e rusianeg Рига, en estoneg Riia). Savet e pleg-mor Riga el lec'h ma'n em daol an Dvina er mor.

Poblañs

731 000 a annezidi a oa o vevañ e Riga e miz Genver 2005, poblañs war zigresk a-galz pa weler e oa 912 000 annezad e 1990. Gallout a reer displegañ an digresk-se dre m'o deus kuitaet ar gêr-benn an darn vrasañ eus ar boblañs a orin rusian.


Istor

Savet e voe ar gêr e 1201 gant Albert Buxhövden, eskob eus Livonia hag a savas bodad "ar varc'hegerien doug klezeier berr", anvet ivez Breuriez ar c'hleze. Abalamour da zistabilded politikel ar broioù balt e vo aloubet gant ar Boloniz e 1561, ar Svediz e 1621, ar Rusianed e 1710. Goude e heuilh istor ar gêr hini Latvia.

XXvet kantved

Gevellerezh

Gevellet eo Riga gant ar c'hêrioù-mañ:

Danmark : Aalborg (1989)  Italia : Firenze Bro-Saoz : Slough
Kazakstan : Almaty Spagn : Alicante  Frañs : Calais
 Izelvroioù : Amsterdam Aostralia : Cairns Flandrez : Dukark (Frañs, 1960)
Kazakstan : Astana Ukraina : Kyiv  Frañs : Bourdel
Japan : Kobe  Alamagn : Bremen Rusia : Moskov
Stadoù-Unanet : Dallas Belarus : Minsk Sveden : Norrköping
 Sina Beijing Finland : Pori  Alamagn : Rostock
Rusia : Sankt Peterbourg  Chile : Santiago de Chile Stadoù-Unanet : Providence (Rhode Island)
 Sina: Suzhou Taiwan : Taipei  Estonia : Tallinn
 Lituania : Vilnius  Polonia : Varsovia Guam : Guam

Tud