Park (labour-douar)
E gounezerezh, ur park zo un dachenn douar-labour evit gounit plant. Hadañ, arat an douar hag eostiñ ar plant zo e-touez al labourioù sevenet er parkeier. Plant a bep seurt a vez gounezet, alies edoù (gwinizh, maiz, riz, segal, kerc'h, lin...) pe beterabez, melchon, kotoñs... evit magañ an dud pe al loened, a-wechoù ober traoù all evel dilhad, trelosk, etc. Alies e vez cheñchet ar plant gounezet ingal, an treiñ eostoù a vez graet eus an teknik-se. A-wechoù e vez lezet an douar da ziskuizhañ ivez[1]. E devezhioù-arat e veze muzuliet gorread ar parkoù gwechall, en hektaroù bremañ.
Abaoe ur c'hantved eo brasoc'h ha plaenoc'h ar parkeier.
Korrlec'hanvadurezh
"Park" eo ur ger a gaver er c'horrlec'hanvioù brezhonek : Hent ar Park, straed ar Park... Ur gumun Tro-Park zo ivez, savet e 1864 diwar ul lodenn eus Sarzhav.
Anvioù a veze roet d'ar parkeier ha d'ar pradeier gant al labourerien-douar gwechall : ar Park bras, ar Park trikorn, ar Park drezeg, Park ar marc'h, hag all. Kement-se a ra pinvidigezh al lec'hanvadurezh vrezhonek.
Skeudennoù
- Parkad gwinizh pe gwinizheg gant glizin en hañv.
- Parkad lavand.
- Parkad kolza.
- Parkad gwinizh.
- Parkad gwinizh falc'het.
- Traktorioù e Oudenaarde e Reter-Flandrez (2005).
- Parkad riz pe rizeg.
- Tachennoù karrezek e Kalifornia (2011).
- Tachennoù kromm e-kichen Sentenhart, e Baden-Württemberg (2009).
- Gounezadurioù gwaziet (e glas) hag edajoù war douar krin e-pad ur sec'hor e-kichen Wiggins, e Kolorado (miz Gouere 2012).
- Tachennaoueg azasaet he mentoniezh ouzh an torosennadur evit mont a-enep ar c'hrignerezh, rannvro ar Mississippi-uhel, Missouri (1942).
Pennadoù kar
- Gounezerezh
- Prad
- Adlodennañ