Segal

Segal
Secale cereale
Rummatadur Cronquist
Riezad :Plantae
Skourrad :Magnoliophyta
Kevrennad :Liliopsida
Urzhad :Poales
Kerentiad :Poaceae
Genad :Secale
Anv skiantel
Secale cereale
M.Bieb. 
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar segal (Secale cereale) a zo un edenn eus kerentiad ar Poaceae. Tost-tre eo ouzh an heiz hag ar gwinizh hag implijet e vez d'ober bleud, bara, bier-segal, vodka, wiski-segal (rye whisky) hag ivez da vagañ loened-feurm.

Orin

Secale cereale

Bez' ez eo unan eus ar spesadoù ed gouez a gresk e kreiz Turkia. Kavout a reer roudoù eus ar stumm-feurm a zrevadoù bihan en un nebeud lec'hiennoù arkeologiel e Turkia met estreget-se ne zeu war-wel nemet en Europa e-pad oadvezh an arem etre -1800 ha -1500[1]. Posupl eo e oa bet degaset da Europa eus Turkia asambles gant ar gwinizh hag e oa bet gounezet diwezhatoc'h en un doare distag. Gounezet e oa bet gant ar Romaned e Preden ha war vord an Danav met fall e oa bet kavet ganto hervez Plinius an Henañ.

Gounidegezh

Gouzañv a ra ar segal un douar trenk hag un hinad c'hleb ha yen gwelloc'h eget ar gwinizh met n'eo ket ken kalet ouzh ar riv hag an heiz. E Turkia e vez gounezet alies gant ar gwinizh. Reiñ a ra un blaz ispisial d'ar bleud ha trevadoù fonnus pe fonnusoc'h a vez ha pa ve bet fall an amzer.

Gounid

Produerien pennañ segal — 2005
(milion ton)
Rusia3.6
 Polonia3.4
 Alamagn2.8
 Belarus1.2
Ukraina1.1
 Sina0.6
Kanada0.4
Turkia0.3
Stadoù-Unanet0.2
 Aostria0.2
Bed a-bezh13.3
Source:
UN Food & Agriculture Organisation (FAO)
[2]

E norzh, kreiz ha reter Europa e vez gounezet ar segal dreist-holl. Mont a ra e gelc'hiad eus norzh Alamagn betek norzh ha kreiz Rusia hag e-barzh emañ Ukrainia, Belarus, Lituania ha Latvia ivez. Gounezet e vez e Norzhamerika, en Arc'hantina, e Turkia, Kazakstan hag e norzh Sina.

War-zigresk emañ ar c'hementadoù produet abalamour d'ur goulenn dister. Da skouer, kouezhet eo gounezerezh Rusia eus 13.9 milion a donennadoù e 1992 da 3.4 e 2005.

Kleñvedoù

Gwiridik-tre ouzh an druilh eo ar segal. Debriñ segal druilhet a c'hell bezañ penn-kaoz d'ur gwall gleñved, an druilherezh e anv. Kleñvedoù-red druilherezh a veze ingal a-walc'h gwechall er broioù yen ma oa ar segal an ed pouezusañ. Hervez tud 'zo, an emdouelladurioù a oa-eñ abeg dezho a voe penn-kaoz da galz a tamalladennoù huderezh[3].

Implij

Bara-segal a vez debret en un doare ingal e norzh Europa. Implijet e vez ivez d'ober ar bara strakus svedat. E-barzh ar bleud segal ez eus nebeutoc'h a c'hluten eget er bleud gwinizh ha muioc'h a wiad. Gallout a ra boud implijet ivez d'ober un doare wiski ha bier.

Arc'hant

Implijet e vez ar ger evit arc'hant. Ober segal a zo gounit kalz arc'hant.

Gwelet ivez

  • Druilh
  • Bier-segal
  • Whisky segal

Daveoù

Liammoù diavaez