Pedagogiezh

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar bedagogiezh a zo ur ger dezhañ meur a ster, a zo ret spisaat kent mont pelloc'h, dre ma teu eus ar ger gallek "pédagogie" (diwar an henc'hresianeg: παιδαγωγέω paidagōgeō), hag a dalv ivez meur a dra. Gant ar gelennerien avat e vez kavet aes.

Pedagogiezh
skourr eus ar skiant, penndanvez studi, diskiblezh akademek
Iskevrennad eusGeisteswissenschaften, desaverezh Kemmañ
Is the study ofdesaverezh Kemmañ
Studiet ganteducommunication Kemmañ
Pleustret gantpedagogue Kemmañ

Sterioù ar ger

  • Dre ma'z eo diazet ar ger war ar gwriziennoù παῖς (> παιδος) "bugel" hag ἄγω "kas, ren", e ra dave d'ar vugale. Talvezout a ra neuze
    • pe ar sevel-bugale, pe an desavouriezh, a vez graet gant tud ar vugale er gêr kentoc'h,
    • pe ar c'helenn-bugale, ha neuze e tenn d'ar c'helenn-bugale, ur rann (an hini bouezusañ) d'ar gelennouriezh.
  • Alies avat, ha dre fazi hervez tud zo, e vez implijet ar ger pedagogiezh evit komz eus kelenn hepmuiken, kelenn bugale pe tud vras: da neuze e vije pe ur fallimplij eus ar ger, pe ur gweadur graet d'ar ster orin.

N'eo ket e-barzh gweadur ar ster, un dra ordinal en istor ar gerioù, emañ an dalc'h, met e sterva ar ger: traoù disheñvel, ha re zisheñvel, a vije dindan ar memes ger: ar sevel-bugale, ar c'helenn-bugale, ar c'helenn-tud (bras ha bihan).

Ger nevez

Ar ger nevez "sciences de l'éducation" zo bet krouet e galleg evit chom hep ober gant ar ger "pedagogiezh". Ober a raio e hent marteze e brezhoneg diwar zreveziñ. Evit poent n'eo ket asur an droidigezh anezhañ: skiantoù an deskiñ, skiantoù ar c'helenn, daou dra disheñvel a-walc'h.

(da beurgempenn)



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.