Poellgor Olimpek Etrebroadel

Ar Poellgor Olimpek Etrebroadel zo un aozadur bet krouet gant Pierre de Coubertin e 1894[1], evit adsevel ar C'hoarioù olimpek kozh hag ober d'an darvoud-sport-mañ c'hoarvezout bep pevar bloaz. Abaoe 1981 ez eo deuet da vezañ un « aozadur etrebroadel e-maez-gouarnamant, hep pal kenwerzhel, ur gevredigezh gant un tudelezh gwirel e statud, ar sez anezhañ e Lausanne (Suis) ».

Al logo olimpek hag ar sturienn : Citius, Altius, Fortius

Istor

D'an 23 a viz Mezheven 1894, da geñver klozadur ar c'hentañ Kendalc'h Olimpek, e oa bet diazezet ar Poellgor Olimpek Etrebroadel gant Pierre de Coubertin e Pariz. Kavout a rae dezhañ e oa kozh poent adsevel C'hoarioù Olimpek ha ne oant ket bet dalc'het abaoe ouzhpenn 1 500 vloaz. C'hoant bras en devoa da reiñ e skodenn evit ma vije savet ur bed habaskoc'h dre ar sport o vroudañ an daremprediñ, ar c'hoari reizh hag ar c'henemglev etre ar pobloù. Ar Poellgor Olimpek Etrebroadel zo un aozadur e bal dezhañ lec'hiañ merañ ha pennadurezh evit ar C'hoarioù kement ha bezañ an ensavadur lezennel nemetañ o terc'hel an holl wirioù ha merkoù. Meret e vez al logo olimpek, ar banniel olimpek, ar sturienn hag an himn olimpek gant ar Poellgor Olimpek Etrebroadel a zo perc'henn warne. Dileuriet e vez ar Poellgor en e bezh gant ar prezidant ha gant an izili anezhañ en o broioù.

Mont en-dro

Ar c'hant pemzek ezel (hiniennoù an holl anezhe) a ya d'ober ar Poellgor Olimpek Etrebroadel en em vod ur wech ar bloaz d'an nebeutañ. Gante e vez dilennet ur prezidant, eizh bloavezh e gefridi dezhañ. En o zouez e kaver atletourien gozh pe er vuhez sportel c'hoazh, prezidanted pe bennoù-bras kevreadoù etrebroadel sport pe aozadurioù etrebroadel anavezet gant ar Poellgor. Emañ sez ar Poellgor Olimpek Etrebroadel e Lausanne (Suis).

An arc'hant a zeu eus gwirioù an adkasadennoù skinwel ha kevelerezhioù gant embregerezhioù liesvroadel. E-kerzh prezidantelezh Juan Antonio Samaranch (etre 1980 ha 2001) e oa bet tizhet liveoù uhel-spontus gant ar gwirioù-se. E miz Kerzu 1988 e oa bet diskoachet ar voualc'h war he neizh gant droukskouer Salt Lake City : gwalc'het e oa bet o daouarn da izili 'zo evit ma vije roet C'hoarioù olimpek goañv 2002 d'ar gêr amerikan-mañ.

Pennadurezh veur an Emsav olimpek eo ar Poellgor Olimpek Etrebroadel. Da geñver he dalc'hioù e vez dibabet ar c'hêrioù a zegemero ar C'hoarioù olimpek goañv ha hañv. Dilennet e vez ar gêr ostiz dre muianiver dreistel ar mouezhioù (a chom kuzh).

Listenn izili ar Poellgor Olimpek Etrebroadel

E miz Eost 2012 :

EzelBroAbaoeSport olimpek
Vitali Smirnov Rusia1971-
Peter Tallberg Finland1976Merdeerezh-dre-lien (1960-1980)
Richard Kevan Gosper Aostralia1977Atleterezh (1956-1960)
Dick Pound Kanada1978Neuierezh (1960)
Franco Carraro  Italia1982-
Iván Dibós Perou1982-
Pál Schmitt  Hungaria1983Iskrim (1968-1976)
Hec'h Uhelded ar Briñsez Nora (Liechstenstein) Liechtenstein1984-
E Uhelded ar Priñs Alberzh II (Monako) Monako1985Bobsleigh (1988-2002)
Francisco J. Elizalde Filipinez1985-
Anita DeFrantz Stadoù-Unanet1986Roeñverezh (1976)
Lambris Nikolaou  Gres1986-
Willi Kaltschmitt Luján  Guatemala1988-
Wu Ching-Kuo Taiwan1988-
Hec'h Uhelded ar Briñsez Anne (Rouantelezh Unanet) Rouantelezh-Unanet1988-
Richard L. Carrión Puerto Rico1990-
Nat Indrapana Thailand1990-
Kont Jacques Rogge Belgia1991Merdeerezh-dre-lien (1968-1976)
Thomas Bach  Alamagn1991-
Denis Oswald  Suis1991Roeñverezh (1968-1976)
Cheic'h Ahmad Al-Fahd Al-Sabah  Koweit1992-
Austin Sealy Barbados1994-
Robin Mitchell Fidji1994-
Sir Craig Reedie Rouantelezh-Unanet1994-
Alpha Ibrahim Diallo Ginea1994-
Alex Gilady Israel1994-
Mario Pescante  Italia1994-
Gerhard Heiberg Norvegia1994-
Shamil Tarpishchev Rusia1994-
Valeriy Borzov Ukraina1994Atleterezh (1972-1976)
James L. Easton Stadoù-Unanet1994-
Reynaldo González López Kuba1995-
Jean-Claude Killy  Bro-C'hall1995Ski-diskenn (1964-1968)
Patrick Joseph Hickey  Iwerzhon1995-
Toni Khoury Liban1995-
Olegario Vázquez Raña Mec'hiko1995Tennañ (1964-1976)
Sam Ramsamy Suafrika1995-
René Fasel  Suis1995-
Guy Drut  Bro-C'hall1996Atleterezh (1972-1976)
Ottavio Cinquanta  Italia1996-
Syed Shahid Ali Pakistan1996-
Chang Ung Korea an Norzh1996-
Gunilla Lindberg Sveden1996-
Lee Kun-hee Republik Korea1996-
Julio César Maglione Uruguay1996-
Leo Wallner  Aostria1998-
Mounir Sabet  Egipt1998-
Dug meur Herri Iañ (Luksembourg)  Luksembourg1998
Nawal El Moutawakel  Maroko1998Atleterezh (1984)
Priñs Willem-Alexander  Izelvroioù1998-
Irena Szewińska  Polonia1998Atleterezh (1964-1980)
Melitón Sánchez Rivas Panamá1998-
Samih Moudallal  Siria1998-
Ng Ser Miang Singapour1998
Joseph Sepp Blatter  Suis1999-
Lamine Diack  Senegal1999-
Carlos Nuzman  Brazil2000Volley-ball (1964)
Yu Zaiqing  Sina2000-
Gian-Franco Kasper  Suis2000-
John D. Coates Aostralia2001-
Issa Hayatou  Kameroun2001-
Timothy Tsun Ting Fok  Hong Kong2001-
Randhir Singh  India2001-
Juan Antonio Samaranch Salisachs Spagn2001-
E Uhelded Roueel ar Priñs Tamim bin Hamad al-Thani Qatar2002-
E Uhelded Roueel ar Priñs Nawaf Faisal Fahd Abdulaziz Arabia Saoudat2002-
Patrick S. Chamunda  Zambia2002-
Sir Phillip Craven Rouantelezh-Unanet2003-
Jan Železný  Tchekia2004Atleterezh (1988-2004)
Rania Elwani  Egipt2004Neuierezh (1992-2000)
Hicham El Guerrouj  Maroko2004Atleterezh (1996-2004)
Frank Fredericks Namibia2004Atleterezh (1992-2004)
Nicole Hoevertsz Aruba2006Neuierezh kempredet (1984)
Saku Koivu Finland2006Hockey war skorn (1994-2010)
Beatrice Allen Gambia2006-
E Uhelded Roueel ar Priñs Tunku Imran Malaysia2006-
Francesco Ricci Bitti  Italia2006-
Rebecca Scott Kanada2006Ski-bale (1998-2006)
Andrès Botero Phillipsbourne  Kolombia2007-
Rita Subowo Indonezia2007-
Patrick Baumann  Suis2007-
Hec'h Uhelded Roueel ar Briñsez Haya Bint Al Hussein Emirelezhioù Arab Unanet2007-
Yumilka Ruiz Kuba2008Volley-ball (1992-2008)
Claudia Bokel  Alamagn2008Klezeiataerezh (1996-2004)
Alexandre Popov Rusia2008Neuierezh (1992-2004)
Moon Dae-Sung Republik Korea2008Taekwondo (2004)
Sergei Bubka Ukraina2008Atleterezh (1988-2000)
Doktor Ugur Erdener Turkia2008-
E Uhelded Roueel ar Priñs hêr Frederik (Danmak) Danmark2009-
Lydia Nsekera Burundi2009-
Habu Gumel Nigeria2009-
Habib Abdul Nabi Macki Oman2009-
Richard Peterkin Santez-Lusia2009-
Göran Petersson Sveden2009-
Priñs Faisal bin Al Hussein Jordania2010-
Dagmawit Girmay Berhane Etiopia2010-
Marisol Casado Spagn2010-
Barry Maister Zeland-Nevez2010Hockey war leton (1976)
Patrick McQuaid  Iwerzhon2010-
Adam Pengilly Rouantelezh-Unanet2010Skeleton (2006–2010)
Angela Ruggiero Stadoù-Unanet2010Hockey war skorn (1998–2010)
Yang Yang  Sina2010Short-track (1998–2006)
José Perurena Spagn2011-
Barbara Kendall Zeland-Nevez2011Plankenn-dre-lien (1992–2000)
Gerardo Werthein Arc'hantina2011-
Aicha Garad Ali Djibouti2012-
Tony Estanguet  Bro-C'hall2012Kanoe-kaiak (slalom)
Pierre-Olivier Beckers Belgia2012-
Danka Bartekova  Slovakia2012Tennañ
Kirsty Coventry Zimbabwe2012Neuierezh
Li Lingwei  Sina2012-
James Tomkins Aostralia2012Roeñverezh
Tsunekazu Takeda Japan2012-


Sturienn olimpek

Henri Didon

Citius-Altius-Fortius a zo un dro-lavar latin hag a dalv kement ha buanoc'h, uheloc'h, kreñvoc'h.

Perc'hennet e oa bet gant Coubertin goude klevet an Tad dominigat Henri Didon oc'h ober ganti pa gomze eus troioù-kaer-sport e studierien. Rener skolaj Albert-le-Grand Arcueil (Val-de-Marne) e oa hag engravet ar sturienn latin-mañ er maen a-us dor-dal ar skolaj.


Le olimpek

« En anv an holl genstriverien, prometiñ a ran e kemerimp perzh er C'hoarioù olimpek-mañ en ur zoujañ ouzh ar reloennoù a ren anezhe, spered ar sport ennomp, evit gloar ar sport hag enor hon skipailhoù. »

Bet skrivet gant Coubertin, al le a vez dibunet gant un atletour(ez) eus ar vro ostiz en ur zerc'hel ul lodenn eus ar banniel olimpek gant e zorn/he dorn kleiz. Ur barner eus ar vro ostiz a zibun ivez ul le peuzheñvel. Gant ar c'hlezeiataer belgian Victor Boin e oa bet rannet al le olimpek evit ar wech kentañ e 1920 en Antwerpen.


Flammenn olimpek

Himn olimpek

Kentañ pajenn himn Spýros Samáras

Skrivet e oa bet ar pozioù gant ar barzh gresian Kostís Palamás ha sonaozet gant Spýros Samáras : sonet e oa bet evit ar wech kentañ da geñver digoradur 1añ C'hoarioù olimpek modern d'ar 25 a viz Meurzh 1896 en Aten.

Dilezet e oa bet a-raok bezañ dibabet ez-ofisiel da vat gant 55vet dalc'h ar Poellgor etrebroadel olimpek e Tokyo e Mae 1958. Adsonet e oa bet e Roma e 1960 eta.


Roll prezidanted ar Poellgor Olimpek

Thomas Bach,
prezidant a-vremañ


Notennoù