Tuvalu

Tuvalu zo ur vroad polinezian er Meurvor Habask. 5 atoll a ya d'ober anezhi ha, gant 26 km² he gorread ha 10 540 annezad, eo unan eus broioù bihanañ ar bed[1] hag an trede disterañ poblet. Anvet e oant "inizi Ellice" betek 1974. Tuvalu zo dizalc'h abaoe 1978.

Tuvalu
Tuvalu
Banniel TuvaluSkoed-ardamez Tuvalu
BannielSkoed-ardamez
Ger-stur : "Tuvalu mo te Atua"  (Tuvalueg)
"Tuvalu evit an hini Hollc'halloudek"
Kan broadel: "Tuvalu mo te Atua"  (Tuvalueg)
"Tuvalu evit an hini Hollc'halloudek"
Lec'hiadur Tuvalu
Lec'hiadur Tuvalu
Kêr-bennFunafuti
8°31′S 179°13′E
Yezh(où) ofisielTuvalueg, Saozneg
GouarnamantMonarkiezh bonreizhel
 - RiegezCharlez III
 - Gouarnour MeurTofiga Vaevalu Falani
 - Kentañ ministrFeleti Teo
Gorread
 - Hollad26 km² (192vet)
 - Dour (%)dister
Poblañs
 - istimadur Gouere 202111,900 ()
 - Stankter475,9/km² (27)
MoneizDollar tuvaluan
Dollar aostralian (AUD)
Gwerzhid-eur(UTC+12)
Kod kenrouedad.tv
Kod pellgomz+688

Annezidi kentañ Tuvalu a vije deuet 3 000 bloaz 'zo eus inizi Samoa ha Tonga.

Lec'h uhelañ an enezeg a zo 4 metr a-us live ar mor. Rak-se eo ankenius efedoù tommadur ar blanedenn evit ar vro-se: muioc'h-mui a liñvadennoù a c'hoarvez; krignet ha sallet eo an douaroù a zo dibosupl gounit plant warne ken; drastusoc'h eo ar c'helc'hwidennoù ivez.

Kartenn Tuvalu


Notennoù