Uttar Pradesh
Uttar Pradesh (उत्तर प्रदेश en hindi ; اتر پردیش en urdu) zo ur stad eus India, en hanternoz ar vro. Kelc’hiet eo gant stadoù Uttaranchal, Himachal Pradesh, Haryana, Delhi, Rajasthan, Madhya Pradesh, Chhattisgarh, Jharkhand ha Bihar, ha gant Nepal. Lucknow eo ar gêr-benn.
Ouzh troad ar menezioù Himalaya emañ Uttar Pradesh, ha drezañ e red ar stêr vras Ganga hag e adstêrioù. Gant se ez eo ur vro goloet gant dichaladurioù ar stêrioù. Stank eo poblet (180 milion a annezidi). E-touez ar c’hêrioù bras e c’haller menegiñ Agra, Allahabad, Kanpur, Varanasi (Benares). Div yezh ofisiel zo er stad : an hindi (komzet gant 90 % eus an dud) hag an urdu (gant 9 % a dud).
Eno en em lede an Impalaeriezh Kushan gwechall.
Liammoù diavaez
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle