Panjab (India)

Panjab (ਪੰਜਾਬ e pandjabeg, पंजाब e hindieg, پنجاب en ourdoueg) zo unan eus stadoù India, er gwalarn. Un tamm eus rannvro gozh Panjab eo, zo rannet bremañ etre Pakistan hag India.

Stad Panjab
Stad Panjab

Panjab eo kreñvlec’h ar Siked : eno emañ Amritsar, o c’hêr sakr, tost da harzoù Pakistan. Muzulmiz hag Hindoued zo ivez o vevañ e Panjab India. En em astenn a ra ar stad indian war-hed 50.362 km² ha tremen 24.289.296 a annezidi zo enni (e 2000). Chandigarh eo ar gêr-benn ; dre m’eo ivez kêr-benn stad Haryana, e vez melestret ar gêr-se en he fart hec’h-unan avat. Ludhiana eo ar gêr bobletañ.

Panjab ar Reter a voe krouet e 1947, pa voe rannet Pakistan diouzh India. E 1966 e voe rannet ar stad-se e teir stad nevez : an hini zo anvet Panjab bremañ, Himachal Pradesh ha Haryana.

Ar pandjabeg, skrivet gant ar skritur gurmukhi, eo yezh ofisiel ar stad. Komzet e vez gant tremen 90% eus an annezidi. An hindieg hag an ourdoueg eo an div yezh all a gomzer ar muiañ.

Gwelet ivez


Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
StadoùAndhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an UnaniezhInizi Andaman ha NikobarChandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • DelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry