Izelvroeg

yezh

An izelvroeg[1][2], pe nederlandeg (diwar an anv izelvroek nederlands)[3], pe hollandeg[4] (diwar an anv galleg) eo yezh ofisiel an Izelvroioù ha hini un toulladig Stadoù bet en o dalc'h, evel Surinam, an Antilhez Nederlandat, Aruba. Ur yezh ofisiel eo ivez e Belgia, hag unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa.

Nederlandeg
(Nederlands)
Perzhioù
Komzet e :Izelvroioù
Belgia
Frañs
Surinam
Aruba
Antilhez Nederlandat
Rannved :Europa
Komzet gant :22 000 000
Renkadur :37-48
Familh-yezh :Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :Izelvroioù
Belgia
Surinam
Aruba
Antilhez Nederlandat
Unaniezh Europa
Akademiezh :Nederlandse Taalunie
Kodoù ar yezh
ISO 639-1nl
ISO 639-2dut / nld
ISO 639-3
Kod SILNLD
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Komzet e vez ivez e norzh Frañs, er vro anvet Flandrez an Arvor pe Westhoek.

Gerdarzh

Savet eo an anv izelvroeg diwar anv an Izelvroioù, ha nederlandeg diwar anv Nederland, a zo anv izelvroek an Izelvroioù. E brezhoneg e c’heller kavout ivez hollandeg, abalamour d'ar c'hemmesk graet e galleg etre ar vro a-bezh, an Izelvroioù, hag ur broviñs anezhi, proviñs Holland (gwelout Rouantelezh Holland, krouet gant Napoleon evit e vreur). Un anv all a gaver c’hoazh, e skridoù brezhonek gwechall, evit ar yezh-se a-wechoù : flamancqaich[5], flamankeg[6] pe flamanteg pe flamantach (Daveoù a vank); war skouer ar pezh a veze lavaret e galleg gwechall (flamand).

Yezh ar sinoù