Yezhoù kraek-daiek

familh yezhoù

Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù kraek-daiek (pe kadaiek hepmuiken) komzet e Gevred Azia hag e kreisteiz Sina. Gwechall e vezent renket e-touez ar yezhoù sinek-tibetek met hiziv ez eo sklaer ez eus dioute ur familh en hec'h-unan. Marteze a-walc'h ez eus ul liamm etre ar yezhoù-mañ hag ar yezhoù aostronezek.

Diwanañ a reas ar yezhoù kraek-daiek e kreisteiz Sina e-lec'h ma vez komzet c'hoazh an darn vrasañ eus yezhoù ar familh-mañ. En em staliañ a reas komzerion ar yezhoù taiek e Gevred Azia war-lerc'h o krouiñ Tailand ha Laos.

Yezhoù kraek-daiek

  • Yezhoù hlaiek (2)
    • Jiamaoeg (Sina)
    • Hlaieg (Sina)
  • Yezhoù kadaiek (9)
    • Yezhoù bouek-rongek (1)
      • Yerongeg (Sina)
    • Yezhoù geek-tchiek (3)
      • Gelaoeg (Viêt Nam)
      • Latchieg (Viêt Nam)
      • Latchieg gwenn (Viêt Nam)
    • Yezhoù yangek-biaoek (5)
      • Bouyangeg (Sina)
      • Kuneg (Sina)
      • Eneg (Viêt Nam)
      • Lakwaeg (Viêt Nam)
      • Lahaeg (Viêt Nam)
  • Yezhoù kamek-taiek (59)
    • Yezhoù beek-taiek (49)
      • Yezhoù beek (1)
        • Lingaoeg (Sina)
      • Yezhoù taiek-sekek (48)
    • Yezhoù kame-suiek (9)
      • Ai-tchamek (Sina)
      • Cao Miaoeg (Sina)
      • Dongeg an hanternoz (Sina)
      • Dongeg ar c'hreisteiz (Sina)
      • Makeg (Sina)
      • Mulameg (Sina)
      • Maonaneg (Sina)
      • Suieg (Sina)
      • Teneg (Sina)
    • Yezhoù lakdjaek (1)
      • Lakkiaeg (Sina)