Kyrgyzstan'[1], ivez Kirgizstan[2] (kirgizeg : Кыргызстан, treuzlizherennet Kyrgyzstan), ent-ofisiel ar Republik Kyrgyz (pe Republik Kirgiz), bet anavezet a-raok evel « Republik Soviedel Kirgizia », zo ur Stad en Azia ar C'hreiz. Bichkek eo anv ar gêr-benn.
Ur vro zieub distag diouzh an ez-Unaniezh Soviedel eo Kyrgyzstan abaoe 1991. Kudennoù diabarzh bras zo bet er vro goude "Dispac'h an Tulipez" hag a zegasas dilezar prezidant Akayev d'ar 4 a viz Ebrel2005.
Kregiñ a ra istor Kyrgyzstan tro-dro da 200 kent JK. ||Turkia[Turked]]-Mongoled e oa hendadoù kirgiziz. Degaset e oa bet an islamouriezh d'ar rannvro-se en XIIvet kantved hag e teuas hounnezh da vezañ relijion bennañ an dud a veve eno.
E 1876, Impalaeriezh Rusia a ac'hubas an takad a reer Kyrgyzstan anezhañ hiziv. D'ar c'houlz-se evoe kalz tud o tec'hel kuit a-zirak an alouberion hag o klask bod e Pamir hag en Afghanistan. Abalamour d'ar vac'homerezh kaset da benn gant Rar usianed dre Azia ar C'hreiz e 1916 e tec'has kalz a Girgized betek Sina ivez.
En ur boblvouezhiadeg bet dalc'het e miz Meurzh 1991 e tisklêrias 88,7% eus an dud e oant a-du da chom e-barzh an Unaniezh Soviedel, met pemp miz war-lerc'h koulskoude e voe disklêriet e oa dishual Kyrgyzstan diouzh an URSS.
E 1991 e voe Askar Akayevitch Akayev an den nemetañ war ar renk ha vezañ dilennet da brezidant Kirgistan dizalc'h, ha 95 % eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Addilennet e voe e 1995 evit pemp bloaz c'hoazh, bet tapet 75 % eus ar mouezhioù gantañ ar wech-se ; kalz war e lerc'h e oa an daou zanvez prezidant all.
Hervez ar Vonreizh (1993) ez eo Kyrgyzstan ur republik demokratel, gant ur prezidant hag ur c'hentañ ministr en he fenn.
E miz Meurzh 2002, pemp den a varvas e kêr Ak-Suu e rannvro Chui e norzh ar vro pa voe bet tennet warne gant ar polis ha neuze e voe reuz er vro a-bezh. Rankout a reas ar prezidant Akayev lakaat kemmoù politikel e pleustr hag e 2003 e voe kaset da benn ur boblvouezhiadeg. A-benn ar fin ar c'hemmoù-se a roas muioc'h a c'halloud d'ar prezidant, avat.
Ur vro e Kreiz Azia eo Kyrgyzstan, etre al ledredoù 39° ha 44° en Norzh, hag an hedredoù 69° ha 81° er Reter. N'eus tamm arvor ebet eno tamm ; ar Stad pellañ eus ar mor eo er bed. Bevennoù boutin he deus Kyrgyzstan gant Kazac'hstan en norzh, Sina er reter, Tadjikistan er su hag Ouzbekistan er c'hornôg. Menezioù zo a-leizh dre ar vro a-bezh, dreist-holl tro-dro da aradennad Tian Shan. E gwalarn Tian Shan emañ al lenn Ysyk-Köl, an hini vrasañ e Kyrgyzstan.
Ur gwall daol e oa bet evit armerzh Kyrgyzstan pa'c'h eas da get an Unaniezh Soviedel rak dezhi e veze ezporzhiet 98% eus ar produioù e 1990. Izel-tre eo deuet da vezañ live armerzh ar vro dieub neuze ha n'emañ ket pell dirak live Armenia, Azerbaidjan ha Tadjikistan.
Pouezus-tre eo al labourerezh-douar, rak e 2002 e teue 35,6% eus holl c'hounidoù ar vro diwar ar gennad-se.
Da 6 018 789 a dud e save poblañs Kyrgyzstan e miz Gouere 2021[3]. An darn vrasañ eus an dud a vev war ar maez, gant un drederenn hepken anezho e kêrioù bras ar vro.
Kyrgyzed eo an darn vrasañ eus an dud a vev e Kyrgyzstan (73,3%), met bez' ez eus ivez tud a orin rusian (5,5%) o chom dreist-holl e norzh ar vro, hag Ouzbeked (14,7%) er su. A-hend-all ez eus ivez Ouigoured (1,1%), Tadjiked (1,1 %), Kazac'hed (0,7 %), Dounganed (1,1 %), Ukrainiz (0,5%) hag minorelezhioù bihanoc'h ; tremen 80 poblad a vev e Kyrgyzstan.
Ar c'hyrgyzeg eo yezh ofisiel Kyrgyzstan abaoe an dizalc'hiezh diouzh URSS. Abaoe 2001 ec'h eo ar rusianeg kenofisiel er vro.
Mont kalz war-raok a reas Kyrgyzstan a-hed ar bloavezhioù 1920 e pep keñver sevenadurel. Kalz e kreskas an niver a dud a ouie lenn ha skrivañ, a-drugarez dreist-holl d'ar yezh unvan bet kelennet d'ar c'houlz soviedel-se.
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.