Banniel an Habsbourged; betek 1918 banniel Aostria ivez. An Habsbourged (alamaneg : Habsburger ) pe Tiegezh Habsburg , a oa unan eus lignezoù galloudusañ Europa . Ren a raent war an Impalaeriezh santel roman german eus 1438 betek 1806 , war Spagn eus 1504 betek 1700 , war Portugal eus 1556 betek 1640 , war Impalaeriezh Aostria eus 1804 betek 1867 , war Brazil eus 1822 betek 1826 , war Mec'hiko eus 1864 betek 1867 , war Aostria-Hungaria eus 1867 betek 1918 ha war meur a vro italian en XVIII vet kantved hag en XIX vet kantved .
Eus Elzas e oa deuet ar familh. En un daolenn-gerentiezh skrivet e 1160 (an Acta Murensia ) e vez graet "hendad an Habsbourged" eus Gountram ar Pinvidik († 973), kont Breisgau hag Elzas. War-dro 1020 e voe savet Kastell Habsbourg e Suis gant Radbot, mab-bihan da C'hountram. E 1100 e tegemeras Otto, kont Habsbourg († 1111), anv ar c'hastell evel hini al lignez.
Goude bezañ bet trec'h war Ottokar II Přemysl Bohemia e c'hounezas Rudolf Habsbourg Aostria ha Stiria . Divroañ a reas da Vienna e 1278 .Eus 1438 betek 1806 e renas an Habsbourged war an Impalaeriezh, ha ne oa nemet un impalaer eus ul lignez all e-pad ar prantad-se (Karl VII Wittelsbac'h , a renas eus 1742 betek 1745 ).
E 1804 e tegemeras Franz II , rener diwezhañ an Impalaeriezh Roman ha German, an titl a Impalaer Aostria hag e 1806 e tilezas an tron alaman da vat. E 1918 , kollet ar brezel bed kentañ gant Aostria-Hungaria, e voe diazezet Republik Aostria ha lakaet an Habsbourged da guitaat ar vro.
Gountram ar Pinvidik († 973) Lanzelin Altenburg († 991) Radbot (* 985, † 1045), dimezet gant Ita Loren Werner I (* 1030, † 1096) Otto, kont Habsbourg († 1111) Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg kemmañ ar vammenn Domani an Habsbourged e 1547 Rudolf Iañ , roue 1273, † 1291Albrecht Iañ , roue 1298, † 1308Friedrich ar Brav , roue 1314, † 1330Albrecht II , roue 1438, † 1439Friedrich III, roue 1440, impalaer 1452, † 1493 Masimilian Iañ , roue 1486, impalaer 1508, † 1519Karl V , roue 1519, impalaer 1520, dilezet e dron gantañ e 1556, † 1558Ferdinand Iañ , roue 1531, impalaer 1556, † 1564Masimilian II , roue 1562, impalaer 1564, † 1576Rudolf II , roue 1575, impalaer 1576, † 1612Matthias , roue hag impalaer 1612, † 1619Ferdinand II , roue hag impalaer 1619, † 1637Ferdinand III , roue 1636, impalaer 1637, † 1657Ferdinand IV , roue 1653, † 1654Leopold Iañ , roue hag impalaer 1658, † 1705Joseph I, roue 1690, impalaer 1705, † 1711 Karl VI , roue hag impalaer 1711, † 1740Roueed alaman hag impalaerien roman ha german eus lignez Habsbourg-Loren kemmañ ar vammenn Franz Iañ Stephan Loren , roue hag impalaer 1745, † 1765, dimezet gant Maria Theresia HabsbourgJoseph II , roue 1764, impalaer 1765, † 1790Leopold II , roue hag impalaer 1790, † 1792Franz II, roue hag impalaer 1792, dilezet e dron gantañ e 1806, † 1835 Franz Iañ , impalaer 1804, † 1835 (=Franz II, roue alaman hag impalaer roman ha german)Ferdinand I, impalaer 1835, dilezet e dron gantañ e 1848, † 1875 Franz Joseph Iañ , impalaer 1848, † 1916Karl Iañ , impalaer 1916, dilezet e dron gantañ e 1918, † 1922Roueed Spagn eus lignez Habsbourg ("Casa de Austria") kemmañ ar vammenn Francesco Stefano, 1737-1765 Leopoldo I, 1765-1790 (=Leopold II, roue alaman hag impalaer roman ha german) Ferdinando III, 1790-1800, 1814-1824 Leopoldo II , 1824-1849, 1849-1859Ferdinando IV , 1859Francesco IV, 1814-1831, 1831-1846 Francesco V, 1846-1848, 1849-1859 Leopoldina d'Austria, 1822-1826