Gwened

kumun ar Mor-Bihan

Gwened a zo ur gêr eus Breizh ha kêr-benn Bro-Gwened, e foñs ar Mor Bihan. Pennlec'h departamant ar Mor-Bihan, Arondisamant Gwened ha tri c'hanton eo ivez. 53 218 annezad a oa enni d'ar 1 a viz Genver 2016, 135 882 e Gwened Tolpad. Prizet eo ar gêr gant an douristed evit he glad hag he endro. Ur pol deskadurezh uhel eo.

Gwened
Ar ramparzhioù.
Ar ramparzhioù.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel)Vannes
Bro istorelBro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan (pennlec'h)
ArondisamantGwened (pennlec'h)
KantonPennlec'h tri c'hanton: Gwened-1, Gwened-2, Gwened-3
Kod kumun56260
Kod post56000
Maer
Amzer gefridi
David Robo
2020-2026
EtrekumuniezhMor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù (sez)
Bro velestradurelBro Gwened
Lec'hienn web(fr)br.mairie-vannes.fr
Poblañsouriezh
Poblañs54 017 ann. (2020)[1]
Stankter1 672 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 39′ 21″ Norzh
2° 45′ 37″ Kornôg
/ 47.6559, -2.7603
Uhelderioùkreiz-kêr : 22 m
bihanañ 0 m — brasañ 56 m
Gorread32,3 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwened

Darioritum a oa he anv e mare ar Weneted hag ar Romaned. Kêr-benn Bro-Ereg e teuas da vezañ er VIvet kantved e mare ar brezelioù etre ar Franked hag ar Vrezhoned. Ur gêr a-bouezh e teuas da vezañ gant an Duged. Mogeriet eo ar gêr kozh c'hoazh hiziv gant ramparzhioù bras eus ar mare-se, arouez galloud Dugelezh Breizh.

Douaroniezh

Kumunioù amezek

Anv

Stummoù skrivet

  • Benetis, 400; Venetis, VIIt; Veneda, 818; Venedia, 826; Vednedia, 833; Venedi, 850; Vanetensis, 1187; Vennes, 1263; Venes, 1288; Vennes, 1311; 1316; 1318; Vanes, 1320; Vannes, 1332; Vanne, 1334; Vannes, 1339; Vannes, 1343; Vennes, 1428; 1440; 1516; Vannes, 1560; Vennes, 1561; 1592;  Vannes, Vannetois, 1592; Vennes, 1709

Gerdarzh

  • Dont a ra hec'h anv eus poblad ar Weneted.
  • Vannes a vez graet anezhi e galleg, distaget [van].

Ardamezioù

"En gul e erminig tremenant en argant, gwakoliet etre aour hag erminoù".

  • Sturienn : À ma vie

Istor

Henamzer

Dispac'h Gall

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwened e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Gwened da benn ur c'hanton, hini Gwened, da benn ur bann, Bann Gwened[3], seizh kanton ennañ: an Elven, Aradon, Gregam, Gwened, Sant-Teve, Sarzhav ha Surzhur, ha da benn departamant ar Mor-Bihan. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4]. Lodennet e voe Kanton Gwened e kantonioù Gwened-Kornôg ha Gwened-Reter, e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[5], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Gwened da bennlec'h Arondisamant Gwened krouet e 1800.

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 774 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,30 % eus he foblañs e 1911[7].
  • Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet soudardaet e Gwened gant al Lu gall d'an 10 a viz Gwenholon 1916[8].

Eil brezel-bed

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

  • D’an 12 a viz Here 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 8 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.

Deskadurezh

  • Kumun gentañ Breizh eo bet e-keñver an niver a vugale skoliataet er skolioù divyezhek hag e Diwan e 2009.
  • Klasoù divyezhek hag ur skol Diwan a zo eno abaoe 1993.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 572 skoliad (6,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[16].

Bugaligoù

  • Ur vagouri vrezhonek dre soubidigezh zo bet digoret gant ar gevredigezh "Babigoù Breizh".

Tud

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

de Gibon

Aotrounez Coëtlagat, e Sant-Padarn.

En gul e deir manal ed en aour

Monumantoù ha traoù heverk

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun (Boismoreau)

BroNiver a soudarded
Aostralia2
Rouantelezh-Unanet7
Hollad9

Karrnijourion e oant holl. Marvet int e-pad an Eil Brezel Bed, pevar anezhe e miz Du 1940, ar re all e miz Du 1942 pa gouezhas o c'harr-nij (Wellington marilhet BJ 768) e Gregam[21],[22],[23].

Poblañs

Emdroadur ar boblañs 1793-2012

52 648 annezad a oa hervez niveradeg 2012, ha 53 218 d'ar 1 a viz Genver 2016.

Maered Gwened

  • 1933-1941 : Maurice Marchais
  • 1941-1944 : Edmond Germain
  • 1944-1944 : Maurice Marchais
  • 1944-1944 : Sabine de La Barre de Nanteuil
  • 1945-1945 : Gustave Thébaud
  • 1945-1965 : Francis Decker
  • 1965-1977 : Raymond Marcellin
  • 1977-1983 : Paul Chapel
  • 1983-2001 : Pierre Pavec
  • 2001-2004 : François Goulard
  • 2004-2007 : Norbert Trochet
  • 2008-2011 : François Goulard
  • abaoe 2011 : David Robo

Sport

Rugbi

  • Ar c'hlub a-vicher nemetañ e Breizh eo Rugbi Klub Gwened. E PRO D2 e c'hoari, da lavarout eo en eil rummad.

Mell-droad

Marc'hhouarnezh

Tro Bro-C'hall e Gwened

Liammoù

Darempredoù etrebroadel

Gevelliñ

BroKêrAbaoe
WalloniaMons1952
Alamagn (Niedersachsen)Cuxhaven1963
Bro-SaozFareham1967

Keveleriñ

BroKêrAbaoe
MaliBaroueli (Ségou)2002
Polonia (Traoñ Silezia)Wałbrzych2001

Liammoù diavaez

Sellit ouzh ar ger Gwened er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù