Inizi Gwerc'h Breizhveurat

An Inizi Gwerc'h (anv ofisiel hag istorel[1]: Virgin Islands e saozneg), pe Tiriad an Inizi Gwerc'h (Territory of the Virgin Islands), anvet alies Inizi Gwerc'h Breizhveurat (pe reishoc'h Breizhveuriat[2]) pe c'hoazh Inizi Gwerc'h Breizh-Veur[3] (British Virgin Islands e saozneg: berradur: BVI) evit o dishañvalout diouzh Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet, zo un Tiriad Breizhveurat Tramor er Mor Karib er reter da enezenn Puerto Rico. Road Town eo ar gêr-benn, e Tortola, an enezenn vrasañ, dezhi 20 km hed ha 5 km led. 22 000 a dud zo o chom er vro, ha 18 000 anezhe e Tortola.

Kartenn eus an Inizi Gwerc'h Breizhveurat
Gwel eus Tortola.

An inizi

Bez' ez int:

  • Tortola,
  • Virgin Gorda,
  • Anegada
  • Jost Van Dyke,
  • hag un 50 enezennig all, didud peurvuiañ.

N'eus tud nemet en ur 15 anezho.

Liammoù diavaez

Daveennoù