Kib vell-droad ar bed 2010

Kib vell-droad 2010
Suafrika 2010
Skipailhoù war ar renk32
(204 er prantad perzhegañ)
Lec'hBanniel Suafrika Suafrika
Deiziadoù11 Even - 11 Gouere
KampionedBanniel Spagn Spagn
Krogadoù64 c'hrogad
Hollad palioù145 (2.3 dre grogad)
Gwellañ paler(ien) David Villa
Wesley Sneijder
Diego Forlán
Thomas Müller
5 pal

Kib mell-droad ar bed 2010 a zo 19vet Kib mell-droad ar bed. Ar prantad dibenn kentañ eo a c'hoarvez en Afrika, e Suafrika resis, goude hini 2006 a oa bet en Alamagn ha ma oa aet ar maout gant skipailh Italia hag a-raok hini 2014 a dremeno e Brazil. 32 skipailh a c'hoari an eil ouzh egile e-pad ur miz, eus an 11 a viz Mezheven d'an 11 a viz Gouere, e 10 stad ar vro e Bloemfontein, Durban, Johannesburg (daou stad), Kêr ar C'hab, Nelspruit, Polokwane, Port Elizabeth, Pretoria ha Rustenburg. Bras-meurbet e vez ar vrud degaset d'ar vro aozet ganti ar gib hag an teuliad gwellañ e-touez an holl vroioù a ya war ar renk eo a vez dibabet gant ar FIFA, diouzh ar raktres stadoù mell-droad, treuzdougen, degemer skipailhoù ha lojañ arvesterien, surentez... kinniget gant pep hini. Ent-pleustrek, gant ar budjed ret da aozañ ar gib hag a ya war greskiñ a vloaz da vloaz n'eus nemet broioù pinvidik hag a c'hall kaout spi da aozañ an darvoud-mañ, anezhañ an eil darvoud sportel skignet ar muiañ war skinwelioù ar bed goude ar c'hoarioù olimpek.
En tu-hont d'ar sport eo arouezel-tre an dibab graet gant ar FIFA d'an 23 a viz Even 2003 p'en doa divizet fiziañ aozañ ar gib e bro Nelson Mandela, stourmer hollvrudet a-enep d'an apartheid. Er vro-mañ, betek fin an apartheid, e veze c'hoariet mell-droad gant ar re zu ha rugbi gant ar re wenn. Gant al liammoù a zo etre ar politikerezh hag ar sport e talvez ivez aozañ un darvoud etrebroadel a live-mañ, evit an aozerien, kinnig d'ar bed-holl ur skeudenn bozitivel eus ur vro gouest da vodañ div bobl bet enebour an eil ouzh eben, tro-dro d'un darvoud meur, anezhañ arouez ul lañs nevez. En ul live all, e 1998, e oa bet forzh prezegennoù e Bro-C'hall pa oa aet ar gib gant skipailh Zinedine Zidane, war ar Frañs black blanc beur, da lakaat an trec'h-mañ da arouez ur vro he dije gouezet degemer enbroidi hag o dije o flas en ur vro lies met heñvel ar gwirioù evit an holl.
Ar wech kentañ en hec'h istor eo ma c'hounez skipailh Spagn ar gib-mañ. Gantañ ivez an hini e oa aet kib diwezhañ kampionad Europa, e 2008.E-kerzh ar 116vet munutenn, pa oa an astenn war achuiñ a-raok laoskel e blas d'ar prantad tennoù d'ar pal e lak ar c'hoarier eus FC Barcelona Andrés Iniesta ar volotenn e foñs palioù skipailh an Izelvroioù a goll an 3de gourfenn eus o istor goude bezañ graet kazeg e 1974 ha 1978.Ar bloaz 2010 eo ivez an hini kentañ ma c'hounez ur skipailh Europat en diavaez eus e gevandir hag ar wech kentañ ma vez daou skipailh disheñvel eus Europa o c'hounit div wech diouzh renk.

Skipailhoù an tournamant diwezhañ

D'ar 25 a viz Du 2007 e Durban (Suafrika) e oa bet tennet an 204 skipailh d'ar sort evit sevel strolladoù ar prantad perzhegañ, da lavaret eo gouzout e peseurt poullad e vije pep hini, ha diwar se a-enep da beseurt skipailhoù e ranke c'hoari a-benn bezañ miret en tournamant diwezhañ. 31 plas a oa evit an holl skipailhoù-mañ hag unan ouzhpenn evit ar vro degemer, Afrika ar Su.

Evit skipailhoù zo avat, an tournamant perzhegañ a oa kroget a-raok : c'hoarioù Su ar Meurvor Habask a dalveze da dournamant perzhegañ evit Rann Okeania.

An 32 skipailh o deus gounezet o flas evit ar gevezadeg diwezhañ
Dre rann hag o skiant-prenet
KartennRann Europa
13 plas
Rann Amerika ar Su
5 plas
Rann Afrika
6 plas
en o zouez unan evit ar vro degemer
Skipailhoù an tournamant diwezhañ e-pad kib 2010
Rann Okeania
1 plas
Rann Norzhamerika, Kreizamerika ha Karib
3 flas
Rann Azia
4 flas

Krogadoù an tournamant diwezhañ

Alc'hwez

En taolennoù a-is :

  • C'h = Krogadoù c'hoariet
  • G = Krogadoù gounezet
  • R = Krogadoù rampo
  • K = Krogadoù kollet
  • PL = Palioù lakaet
  • PT = Palioù tapet
  • Dif = Diforc'h palioù (PL-PT)
  • Poentoù = Hollad poentoù
  • Pen : Pal lakaet dre benalti
  • PES : Pal lakaet a-enep d'e skipailh
  • g.a. : goude an astenn (skor e fin ar prantad astenn un hanter eur)

Poulloù

Strollad A

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1 Uruguay7321040+4
2 Mec'hiko4311132+1
3 Suafrika4311135-2
4  Frañs1301214-3
11 Even Suafrika
(Tsahabala 55')
1 - 1 Mec'hiko
(Marquez 79')
11 Even Uruguay0 - 0  Frañs
16 Even Suafrika0 - 3 Uruguay
(Forlan 24' ha 80' (Pen), Pereira 95')
17 Even  Frañs0 - 2 Mec'hiko
(Hernandez 64', Blanco 79' (Pen))
22 Even Mec'hiko0 - 1 Uruguay
(Suarez 43')
22 Even  Frañs
(Malouda 70')
1 - 2 Suafrika
(Khumalo 20', Mphela 37')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad A a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad B ha 2vet ar strollad A a c'hoari a-enep da 1 ar strollad B.

Strollad B

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1 Arc'hantina9330071+6
2 Republik Korea4311156-1
3  Gres3310225-3
4 Nigeria1301235-2
12 Even Republik Korea
(Lee Jung Soo 7', Park Ji Sung 52')
2 - 0  Gres
12 Even Arc'hantina
(Heinze 6')
1 - 0 Nigeria
17 Even  Gres
(Salpingidis 44', Torosidis 71')
2 - 1 Nigeria
(Uche 16')
17 Even Arc'hantina
(Park 17' (PES), Higuain (33', 76', 80')
4 - 1 Republik Korea
(Lee Chung Yong 46')
22 Even Nigeria
(Uche 12', Yakubu 69' (Pen))
2 - 2 Republik Korea
(Lee Jung Soo 38', Park Chu Young 49')
22 Even  Gres0 - 2 Arc'hantina
(Demichelis 77', Palermo 89')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad B a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad A ha 2vet ar strollad B a c'hoari a-enep da 1 ar strollad C.

Strollad C

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1 Stadoù-Unanet5312043+1
2 Bro-Saoz5312021+1
3  Slovenia43111330
4  Aljeria1301202-2
12 Even Bro-Saoz
(Gerrard 4')
1 - 1 Stadoù-Unanet
(Dempsey 40')
13 Even  Aljeria0 - 1  Slovenia
(Koren 79')
18 Even  Slovenia
(Birsa 13', Ljubijankic 42')
2 - 2 Stadoù-Unanet
(Donovan 48', Bradley 82')
18 Even Bro-Saoz0 - 0  Aljeria
23 Even  Slovenia0 - 1 Bro-Saoz
(Defoe 23')
23 Even Stadoù-Unanet
(Donovan 91')
1 - 0  Aljeria

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad C a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad D ha 2vet ar strollad C a c'hoari a-enep da 1 ar strollad D.

Strollad D

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1  Alamagn6320151+4
2  Ghana43111220
3 Aostralia4311136-3
4  Serbia3310223-1
13 Even  Serbia0 - 1  Ghana
(Gyan 85')
13 Even  Alamagn
(Podolski 8', Klose 26', Müller 68', Cacau 70')
4 - 0 Aostralia
18 Even  Alamagn0 - 1  Serbia
(Jovanovic 38')
19 Even  Ghana
(Gyan 25' (Pen))
1 - 1 Aostralia
(Holman 11')
23 Even  Ghana0 - 1  Alamagn
(Özil 60')
23 Even Aostralia
(Cahill 69', Holman 73')
2 - 1  Serbia
(Pantelic 84')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad D a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad C ha 2vet ar strollad D a c'hoari a-enep da 1 ar strollad C.

Strollad E

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1  Izelvroioù9330051+4
2 Japan6320142+2
3 Danmark3310236-3
4  Kameroun0300325-3
14 Even  Izelvroioù
(D. Agger 46' (PES), D. Kuyt 85')
2 - 0 Danmark
14 Even Japan
(Honda 39)
1 - 0  Kameroun
19 Even  Izelvroioù
(Sneijder 53')
1 - 0 Japan
19 Even  Kameroun
(Etoo 10')
1 - 2 Danmark
(Bendtner 33', Rommedahl 61')
24 Even Danmark
(Tomasson 81')
1 - 3 Japan
(Honda 17', Endo 30', Okazaki 87')
24 Even  Kameroun
(Etoo 65' (Pen))
1 - 2  Izelvroioù
(Van Persie 36', Huntelaar 83')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad E a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad F ha 2vet ar strollad E a c'hoari a-enep da 1 ar strollad F.

Strollad F

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1 Paraguay5312031+2
2  Slovakia4311145-1
3 Zeland-Nevez33030220
4  Italia2302145-1
14 Even  Italia
(De Rossi 63')
1 - 1 Paraguay
(Alcaraz 39')
15 Even Zeland-Nevez
(Reid 93')
1 - 1  Slovakia
(Vittek 50')
20 Even  Slovakia0 - 2 Paraguay
(Vera 27', Riveros 86')
20 Even  Italia
(Iaquinta 29' Pen)
1 - 1 Zeland-Nevez
(Smeltz 7')
24 Even  Slovakia
(Vittek 25' ha 73', Kopunek 89')
3 - 2  Italia
(Di Natale 81', Quagliarella 92')
24 Even Paraguay0 - 0 Zeland-Nevez

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad F a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad E ha 2vet ar strollad F a c'hoari a-enep da 1 ar strollad E.

Strollad G

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1  Brazil7321052+3
2 Portugal5312070+7
3  Aod an Olifant4311143+1
4 Korea an Norzh03003112-11
15 Even  Aod an Olifant0 - 0 Portugal
15 Even  Brazil
(Maicon 55', Elano 72')
2 - 1 Korea an Norzh
(Ji 89')
20 Even  Brazil
(Fabiano 25'ha 50', Elano 62')
3 - 1  Aod an Olifant
(Drogba 79')
21 Even Portugal
(Meireles 29', Simao 53, Almeida 56', Tiago 60' ha 89', Liedson 81', Ronaldo 87')
7 - 0 Korea an Norzh
25 Even Portugal0 - 0  Brazil
25 Even Korea an Norzh0 - 3  Aod an Olifant
(Toure 14', Romaric 20', Kalou 82')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad G a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad H ha 2vet ar strollad G a c'hoari a-enep da 1 ar strollad H.

Strollad H

Renkamant fin
 SkipailhPoentoùC'hGRKPLPTDif
1 Spagn6320142+2
2  Chile6320132+1
3  Suis43111110
4  Honduras1301203-3
15 Even  Honduras0 - 1  Chile
(Beausejour 34')
15 Even Spagn0 - 1  Suis
(Fernandez 52')
21 Even  Chile
(Gonzalez 75')
1 - 0  Suis
21 Even Spagn
(Villa 17' ha 51')
2 - 0  Honduras
25 Even  Chile
(Millar 47')
1 - 2 Spagn
(Villa 24', Iniesta 37')
25 Even  Suis0 - 0  Honduras

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad H a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad G ha 2vet ar strollad H a c'hoari a-enep da 1 ar strollad G.

Eizhvet gourfennoù ha pelloc'h

8vet gourfennoùKardgourfennoùHanter-c’hourfennGourfenn
    
                  
 26 Even 16:00      
'  1 ar strollad  A  Uruguay
(Luis Suarez 8' ha 80')
 2
 2 Gouere 20:30
'  2 ar strollad  B  Republik Korea
(Lee Chung Yong 68')
 1 
   Uruguay
(Forlán 55')
 1
(4)g.a.
26 Even 20:30
    Ghana
(Muntari 45')
 1
(2)g.a.
 
'  1 ar strollad  C  Stadoù-Unanet
(Donovan 62' (Pen))
 1
 6 Gouere 20:30
'  2 ar strollad  D   Ghana
(Prince 5', Gyan 93')
 2 
   Uruguay
(Forlan 41', Pereira 92')
 2
28 Mez 16:00
    Izelvroioù
(Bronckhorst 18', Sneijder 70', Robben 73')
 3 
'  1 ar strollad  E   Izelvroioù
(Robben 18', Sneijder 84')
 2
 2 Gouere 16:00
'  2 ar strollad  F   Slovakia
(Vittek 94' (Pen))
 1 
    Izelvroioù
(Sneijder 53' ha 68')
 2
28 Mez 20:30
    Brazil
(Robinho 10')
 1 
'  1 ar strollad  G   Brazil
(Juan 35', Fabiano 38', Robinho 99')
 3
 11 Gouere 20:30
'  2 ar strollad  H   Chile 0 
    Izelvroioù 0
27 Even 20:30
   Spagn
(Iniesta 117')
 1 (g.a.)
'  1 ar strollad  B  Arc'hantina
(Tevez 26' ha 52', Higuain 33')
 3
 3 Gouere 16:00
'  2 ar strollad  A  Mec'hiko
(Hernandez 71')
 1 
   Arc'hantina 0
27 Even 16:00
    Alamagn
(Müller 3', Klose 68' ha 89', Friedrich 74')
 4 
'  1 ar strollad  D   Alamagn
(Klose 20', Podolski32', Müller 67' ha 70')
 4
 7 Gouere 20:30
'  2 ar strollad  C  Bro-Saoz
(Upson 37')
 1 
    Alamagn 0
29 Even 16:00
   Spagn
(Puyol 73')
 1 Krogad 3de plas
'  1 ar strollad  F  Paraguay 0
(5)g.a.
 3 Gouere 20:3010 Gouere 20:30
'  2 ar strollad  E  Japan 0
(3)g.a.
 
   Paraguay 0  Uruguay
(Cavani 28', Forlan 51')
 2
29 Even 20:30
   Spagn
(Villa 83')
 1    Alamagn
(Müller 19', Jansen 56', Khedira 82')
 3
'  1 ar strollad  H  Spagn
(Villa 63')
 1
 
'  2 ar strollad  G  Portugal 0 
 

Gwellañ lakaerien palioù

5 pal

4 fal

3 fal

Liammoù diavaez