C'hoarioù Olimpek

genstrivadeg sport
(Adkaset eus C'hoarioù olimpek)

Ar C'hoarioù Olimpek (henc'hresianeg : Οἱ Ὀλυμπιακοὶ ἀγῶνες Oi Olympiakoí agónes) zo un hollad kenstrivadegoù sport bedel aozet bep 4 bloaz. Skedusañ darvoud sport ar bed eo a-fed skignañ er skinwel, a-live gant Kib vell-droad ar bed ha Tro Bro-C'hall. Medalennoù a vez evit an drec'herien e pep sport : ur vedalenn aour evit an hini kentañ, arc'hant evit an eil, hag arem evit an trede.

C'hoarioù Olimpek
recurring sporting event
Iskevrennad eusinternational competition, multi-sport event, recurring sporting event Kemmañ
Deiziad krouiñ1896 Kemmañ
SponsorVisa Inc. Kemmañ
SportOlympic sport Kemmañ
LuskadOlympic Movement Kemmañ
Kan broadelOlympic Hymn Kemmañ
Ger-sturCitius, Altius, Fortius – Communiter Kemmañ
Lec'hOlympic venue Kemmañ
Trophy awardedOlympic medal Kemmañ
Raklec'hiet gantC'hoarioù Olimpek an Henamzer Kemmañ
OrganizerPoellgor Olimpek Etrebroadel Kemmañ
PerzhiadViet Nam Sports Team Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://olympics.com/en/ Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùOlympic Charter Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Olympic flag Kemmañ
Istorhistory of the Olympic Games, timeline of the Olympic Games Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/olympic_games Kemmañ

Er C'hoarioù kentañ e oa 42 sport hag un tammig nebeutoc'h eget 250 sportour en holl, padal e Beijing e 2008 e oa war-dro 10 500 sportour ha sportourezed o tont eus 204 Stad disheñvel hag o kenstrivañ e 302 sport disheñvel.

Diazezet eo ar C'hoarioù Olimpek war emgavioù a veze en Henamzer en Olimpia e Gres, ha savet e voent er stumm m’emaint bremañ gant ur Gall, Pierre de Coubertin (1863-1937), e dibenn an XIXvet kantved.

En Henamzer

Kalz mojennoù zo diwar-benn C'hoarioù Olimpek an Henamzer. Ur vojenn a gont ez eo Herakles a savas ar stadion olimpek hag ar savadurioù tro-dro evit enoriñ Zeus, e dad, goude bezañ graet e 12 labour. Baleet en doa 600 paz hag anvet an hirder-se ur stad, ar pezh a zo kement ha 192,27 m hiziv an deiz. Lavarout a reer e oa kroget ar c'hoarioù olimpek e 776 kent J.-K diwar atiz Ifitos, roue Elis. Ar bloavezh-se a verk penn-kentañ an deiziataer olimpek. Bloavezh kentañ an deiziataer gresian eo ivez.

Program ar c'henstrivadegoù zo redadegoù war varc'h hag embregerezh-korf (redadeg war droad war hedoù disheñvel, bannañ ar bladenn, lammm pell, bannañ ar speg, pentathlon, gouren). Koroibos Elis a voe an den kentañ o c'hounez un titl olimpek : gounez a reas ar redadeg war droad e 776 kent J.-K. Adalek ar 7vet C'hoarioù Olimpek, an den a zo trec'h a c'hounez ur gurunenn wezenn-olivez.

Hiziv an deiz

Stadion an Henamzer en Olimpia hiziv
Digoradur ar C'hoarioù e 1896
E-tal sez Poellgor ar C'hoarioù e Lausanne

En daolenn amañ dindan e renabler an holl emgavioù a zo bet abaoe 1896, ar bloaz ma voe adsavet ar C'hoarioù Olimpek, betek ar C'hoarioù diwezhañ hag ar re zo da zont e-kerzh ar bloavezhioù a zeu. C'hoarioù Olimpek 1916, 1940 ha 1944 ne voent ket aozet abalamour d’an daou Vrezel-bed a oa o ren da neuze.

C'hoarioù Olimpek hañvC'hoarioù Olimpek goañv
BloavezhC'hoarioùKêrBroC'hoarioùKêrBro
1896IAten
1900IIPariz
1904IIISt. Louis
1906etrelakaetAten
1908IVLondrez
1912VStockholm
1916VIBerlin[1]
1920VIIAntwerpen
1924VIIIPariz IChamonix
1928IXAmsterdam IISankt Moritz
1932XLos Angeles IIILake Placid, NY
1936XIBerlin IVGarmisch-Partenkirchen
1940XIIHelsinki[2] (V)Garmisch-Partenkirchen[2]
1944XIIILondrez[2] (V)Cortina d'Ampezzo[2]
1948XIVLondrez VSankt Moritz
1952XVHelsinki VIOslo
1956XVIMelbourne (+ Stockholm) VIICortina d'Ampezzo
1960XVIIRoma VIIISquaw Valley, CA
1964XVIIITokyo IXInnsbruck
1968XIXKêr-Vec'hiko XGrenoble
1972XXMünchen XISapporo
1976XXIMontréal, QC XIIInnsbruck
1980XXIIMoskov XIIILake Placid, NY
1984XXIIILos Angeles XIVSarajevo
1988XXIVSeoul XVCalgary, AB
1992XXVBarcelona XVIAlbertville
1994XVIILillehammer
1996XXVIAtlanta, GA
1998XVIIINagano
2000XXVIISydney
2002XIXSalt Lake City, UT
2004XXVIIIAten
2006XXTorino
2008XXIXBeijing (+ Hong Kong)
2010XXIVancouver, BC
2012XXXLondrez
2014XXIISotchi
2016XXXIRio de Janeiro
2018XXIIIPyeongchang
2020XXXIITokyo
2022XXIVBeijing
2024XXXIIIPariz
2026XXVMilano + Cortina d'Ampezzo
2028XXXIVLos Angeles
2030XXVI
2032XXXVBrisbane

Liammoù diavaez


Gwelit ivez

Notennoù