Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù

Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù (diwar skouer an alamaneg) pe Luskad ar broioù didu[1] zo ur forom a 120 stad ha n'emaint ket a-du gant pe a-enep unan eus ar bloc'hoù galloud. Goude Aozadur ar Broadoù Unanet ez eo ar brasañ strollad stadoù er bed[2][3]

Ilizi al luskad hiziv. Al liv glas-sklaer zo roet d'ar broioù dezho ur statud arvester.
Luskad ar stadoù distag diouzh ar bloc'hoù
Aozadur etrebroadel
Deiziad krouiñ1 Gwe 1955 Kemmañ
PrezidantNicolás Maduro Kemmañ
Sez sokialJakarta kreiskêr Kemmañ

Kregiñ a reas al luskad goude Brezel Korea, evel ur striv a-berzh broioù zo da gempouezañ disparti prim ar bed e-pad ar Brezel yen, ma oa savet bloc'hoù disheñvel gant daou c'halloud bras a loc'he ur politikerezh da sachañ ar peurrest eus ar bed en unan eus ar c'hampoù. An URSS e oa ar c'hentañ anezhe, e penn ar bloc'h komunour hag e hini Pakt Varsovia, hag egile e oa strollad ar stadoù kapitalour a-du gant Stadoù-Unanet Amerika, en o zouez kalz izili eus Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel. E 1961, hervez ar pennaennoù divizet e Kuzuliadeg Bandung e 1955, e oa diazezet Luskad ar stadoù distag en un doare fetis e Beograd, e Yougoslavia, war atiz prezidant Yougoslavia, Tito, kentañ ministr India, Jawaharlal Nehru, prezidant Egipt, Gamal Abdel Nasser, prezidant Ghana, Kwame Nkrumah, ha prezidant Indonezia, Sukarno[4][5][6]

Heuliet e voe gant Kentañ emvod ar pennoù stad eus Luskad ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù[7]. An droienn non-aligned movement a anadas da gentañ da vare ar bempvet emvod e 1976. Ar broioù a gemere perzh en emvod a voe disklêriet "izili al luskad". Termenet e voe pal an aozadur gant Fidel Castro en e zisklêriadenn en Havana e 1979 : asuriñ "an dizalc'hded vroadel, ar riegezh, anterinder an tiriad ha surentez ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù" en o "stourm a-enep an impalaerouriezh, an drevadennouriezh, an nevez trevadennouriezh, ar ouennelouriezh, hag holl seurtoù tagadenn estren, dalc'herezh, mestroni, emelladenn pe hegemoniezh koulz hag a-enep politikerezh ar galloudoù bras hag ar bloc'hoù"[8][9].

Bodañ a ra al luskad tost an div drederenn eus izili ar Broadoù Unanet ha 55% eus poblañs ar bed. Un niver bras eus ar broioù en aozadur a vez sellet oute evel broioù o tiorren pe Stadoù eus an Trede bed, daoust ma'z eus ivez un niver a vroioù diorroet.

Kendalc'het en deus al luskad da vezañ oberiant a-hed ar brezel yen, daoust da veur a vrezel etre an izili, ha daoust da izili zo da ziorren liammoù startoc'h gant an URSS, Sina, pe ar Stadoù-Unanet. Abaoe diwezh ar Brezel yen, e 1992, en deus klasket al luskad diorren liammoù lieskostezel ha darempredoù koulz hag unaniezh etre ar broioù o tiorren, e-touez broioù ar Su dreist-holl.

Kuzuliadegoù

1 kuzuliadeg e Beograd
16vet kuzuliadeg e Tehran

Kuzuliadeg pennoù Stad pe gouarnamant ar broioù distag eus ar bloc'hoù, a vez graet anv anezhi alies evel Kuzuliadeg luskad ar broioù didu eo an emvod pennañ eus al luskad ha dalc'het e vez bep an amzer :[10]

DeiziadBro degemerKêr degemerLugan
11–6 a viz Gwengolo 1961  YougoslaviaBeograd
2vet5–10 a viz Here 1964  EgiptKaero
3de8–10 a viz Gwengolo 1970  ZambiaLusaka
4vet5–9 a viz Gwengolo 1973  AljeriaAljer
5vet16–19 a viz Eost 1976 Sri LankaColombo
6vet3–9 a viz Gwengolo 1979 KubaLa Habana
7vet7–12 a viz Meurzh 1983  IndiaNew Delhi
8vet1–6 a viz Gwengolo 1986 ZimbabweHarare
9vet4–7 a viz Gwengolo 1989  YougoslaviaBeograd
10vet1–6 a viz Gwengolo 1992 IndoneziaJakarta
11vet18–20 a viz Here 1995  KolombiaCartagena
12vet2–3 a viz Gwengolo 1998 SuafrikaDurban
13vet20–25 a viz C'hwevrer 2003 MalaysiaKuala Lumpur
14vet15–16 a viz Gwengolo 2006 KubaLa Habana
15vet11–16 a viz Gouere 2009  EgiptCharm el-CheikhKengred etrebroadel evit ar peoc'h hag an diorroadur
16vet26–31 a viz Eost 2012 IranTehranAr peoc'h padus dre ur gouarnamant hollek a-gevret
17vet13–18 a viz Gwengolo 2016  VenezuelaPorlamarPeoc'h, riegezh ha kenskoazell evit an diorroadur
18vet25–26 October 2019[11] AzerbaidjanBakou
19vetDibenn 2023  Ouganda[12]-


Kadoridi

Dilennet e vez ur c'hadoriad e pep kuzuliadeg[13]. Ar burev kenurzhiañ, diazezet ivez er Broadoù Unanet, eo ar benveg pennañ a dalvez da ren labour task forces, bodadoù ha strolladoù labour al luskad.

SkeudennKadoriadBro a brezid ar guzuliadeg)Strollad politikelEusDa
Josip Broz Tito (1892–1980)  YougoslaviaKevre komunisted Yougoslavia19611964
Gamal Abdel Nasser (1918–1970)Patrom:Republik Arab UnanetUnaniezh sokialour arab19641970
Kenneth Kaunda (1924–2021)  ZambiaStrollad broadel nanet evit an dizalc'hiezh19701973
Houari Boumediène (1932–1978)  AljeriaKuzul dispac'hel19731976
William Gopallawa (1896–1981)  Sri Lankadizalcʼh19761978
Junius Richard Jayewardene (1906–1996)Strollad broadel unanet19781979
Fidel Castro (1926–2016) KubaStrollad komunour Kuba19791983
Neelam Sanjiva Reddy (1913–1996)  IndiaStrollad Janata1983
Zail Singh (1916–1994)Kendalc'h broadel India19831986
Robert Mugabe (1924–2019) ZimbabweZANU-PF19861989
Janez Drnovšek (1950–2008)  YougoslaviaKevre komunourien Yougoslavia19891990
Borisav Jović (1928–2021)Strollad sokialour Serbia19901991
Stjepan Mesić (ganet e 1934)Unaniezh demokratek Kroatia1991
Branko Kostić (1939–2020)Strollad demokratek sokialourien ar Montenegro19911992
Dobrica Ćosić (1921–2014)  YougoslaviaDizalc'h1992
Suharto (1921–2008) IndoneziaGolkar19921995
Ernesto Samper (ganet e 1950)  KolombiaStrollad frankizour Kolombia19951998
Andrés Pastrana Arango (ganet e 1954)Strollad mirour Kolombia1998
Nelson Mandela (1918–2013) SuafrikaKendalc'h broadel afrikan19981999
Thabo Mbeki (ganet e 1942)19992003
Mahathir Mohamad (ganet e 1925) MalaysiaAozadur broadel unanet Malaysia2003
Abdullah Ahmad Badawi (ganet e 1939)20032006
Fidel Castro[14] (1926–2016) KubaStrollad komunour Kuba20062008
Raúl Castro (ganet e 1931)20082009
Hosni Mubarak (1928–2020)  EgiptStrollad broadel demoktratek20092011
Mohamed Hussein Tantawi (1935–2021)Dizalc'h20112012
Mohamed Morsi (1951–2019)Strollad Frankiz ha Justis2012
Mahmoud Ahmadinejad (ganet e 1956) IranKevredad saverien Iran islamek20122013
Hassan Rouhani (ganet e 1948)Moderation and Development Party20132016
Nicolás Maduro (ganet e 1962)  VenezuelaStrollad sokialour unanet20162019
Ilham Aliyev (ganet e 1961) AzerbaidjanStrollad Azerbaidjan nevez20192023

Notennoù

.

  • Mukherjee, Mithi (2010). "'A World of Illusion': The Legacy of Empire in India's Foreign Relations, 1947-62.". The International History Review 32: 2 (2): 253–271. DOI:10.1080/07075332.2010.489753
  • (1988) "BEOGRADSKA KONFERENCIJA NEANGAŽOVANIH. NESVRSTANOST - Brionska izjava predsednika Tita, Nasera i Premijera Nehrua, jula 1956.", Jugoslavija 1918–1988: Tematska zbirka dokumenata, 2 (in sh), Belgrade : Izdavačka radna organizacija "Rad". 1078–1084 p. ISBN 9788609001086. 
  • Fidel Castro speech to the UN in his position as chairman of the non-aligned countries movement 12 October 1979.
  • "Pakistan & Non-Aligned Movement" Diellaouet eno. Board of Investment, Gouarnamant ar Pakistan. 2003.
  • XVvet kuzuliadeg luskad ar broioù distag diouzh ar bloc'hoù, e Sharm El Sheikh, 11–16 a viz Even 2009: Kuzuliadegoù kozh diellaouet eno
  • 18th Summit of Non-Aligned Movement gets underway in Baku
    (en)
    .

  • No:267/21, Information of the Press Service Department of the Ministry of Foreign Affairs of the Republic of Azerbaijan on the Mid-Term Ministerial Conference of the Non-Aligned Movement
    (en)
    .

  • NAM Summits. Non-Aligned Movement. “Nicolás Maduro Moros, President of the Bolivarian Republic of Venezuela, who was elected by acclamation as Chair of the Non-Aligned Movement (NAM)”
  • Fidel Castro, o paouez bezañ oberataet eus ar bouzelloù, ne oa ket evit kemer perzh er guzuliadeg hag a gasas en e lec'h e vreur yaouank, Raúl Castro. Sellet ouzh "Castro elected President of Non-Aligned Movement Nations" Diellaouet eno. People's Daily. 16 September 2006.
  • 🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle