Mosoul

Mosoul (arabeg : الموصل‎‎ El-Mōṣul; sirieg : ܡܘܨܠ‎, Māwṣil) zo ur gêr e norzh Irak, 400 km eus Baghdad.
War glann dehoù ar stêr Digris e oa ar gêr hen, a oa enebet ouzh Ninive ("Ninweh") a oa war ar glann gleiz. Hiziv, gant kresk ar c'hêriekadur, en em led kêr Vosoul war daou ribl ar stêr. Eil kêr brasañ bro Irak eo hiziv-an-deiz.

Ur sell war Mōṣul
Ur pont zo war stêr Tigris ; er foñs : ar voskeen veur

Istor

Sez Mosoul (1261-1262)

Kement ha "lec'h liammañ", "lec'h unaniñ" e talvez Mōṣul ha Māwṣil, rak eno e veze listri oc'h ober modedone etre div c'hlann ar stêr a-raok ma vefe bet savet ur pont. Abalamour d'he lec'hiadur e voe kêr ul lec'h emgann pouezus etre an nerzhioù a felle dezho bezañ mistri war Irak.
Al-Faiha ("ar baradoz"), Al-Khaḍrah ("ar gwer") pe Al-Hadbah ("an dosenn") eo lesanvioù Mōṣul er bed arabek. Raloc'h e kaver an termenadurioù "Perlezenn an norzh" pe "Kêr ar milion a soudarded".

Emgannoù

Meur a emgann drastus zo bet e kêr Vosoul pe tro-dro.

Krennamzer

Aloubadeg Irak 2003

  • Emgann Mosoul (2004), emgann e-kerzh Brezel Irak.
  • Argadenn Mosoul (2008), ul lodenn eus Kampagn Ninawa.

Brezel-diabarzh Irak

E-pad brezel diabarzh Irak (2014-2016) a-enep ar Stad Islamek :

  • Kouezhadenn Mosoul, emgann e miz Even 2014 pa voe aloubet kêr gant ar Stad Islamek ;
  • Argadenn Mosoul (2015), argadennn evit adkemer kêr digant ar Stad Islamek ;
  • Argadenn Mosoul (2016), argadenn evit adkemer kêr digant ar Stad Islamek adarre ;
  • Emgann Mosoul (2016), tagadenn-veur war Vosoul evit adkemer kêr, boulc'het d'ar 16 a viz Here 2016

Tud anavezet

  • Kilij Arslan, sultan emzisklêriet.

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.