Paganiezh

Ar Baganiezh (ag al latin pagus, "ar maezioù") a zo ur ger a veze arveret gant ar gristened kentañ evit termeniñ pobl an impalaeriezh Roman a rae gant al liesdoueegezh[1] pe ur relijion kenelel ha n'eo ket ar yuzevegezh. En amzer an impalaerezh, e veze graet ur pagan ag an dud a anneze er maezioù, pell diouzh ar gristianed ag a vene er c'hêrioù.[2][3] Ar ger hellene, pe gentile a c'halle bout arveret a-wezhoù.[1] An aberzhioù lidel, hag a veze graet atav er relijion gresian ha roman [4] a c'halle bout ur verk splann da varnañ piv a oa kristen ha piv ne oa ket.[4] Ar baganiezh a veze ereet kreñv ouzh ar goueriadelezh.[1][5]

Stonehenge, ul lec'h pagan e Bro-Saoz


Adal an XIXvet kantved e vez lavaret pagan (pe heiden er yezhoù germanek) evit tud o deus kredennoù liesdoueel pe liammet ouzh an natur. A-wezhioù e vez graet pagan ag an dizoueidi daoust ma n'eo ket un doareañ pizh.

Daveoù