Frienn ouel mouezhiet

LFE – niverenn119
LFEunicodeŋ
LFE – skeudenn{{{imagesize}}}
X-SAMPAN
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù gante un arouezenn arbennik e taolenn ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar frienn ouel mouezhiet, treuzskrivet [ŋ], ganti an niverenn dave 119.

Peurliesañ ne vez kavet nemet e lost ar silabenn e yezhoù Europa ha peurliesañ e talvez ivez da alofonenn [n] dirak ur gensonenn drekstaon all, dreist-holl [k] ha [g].

E lod yezhoù all avat, dreist-holl yezhoù Azia hag Aostralia e talvez ar ar fonenn-mañ da fonem alies.

Ne vez ket implijet ar fonenn-mañ e yezh ebet eus an Amerikaoù nag eus ar Reter-Kreiz.

Skouerioù

Gwelit ivez:


  KensonennoùGwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
SkeventelDiweuzGweuz-dentDentLogigoùDrek-logigoùKilblegRak-staonStaonGouelHugennGargadennAnkoueTarzhNann-skeventel hag arouezennoù all
Dre frimɱnɳɲŋɴKlikoù ʘǀǃǂǁ
Dre serriñpbtdʈɖcɟkɡqɢʡʔEntarzh. ɓɗʄɠʛ
Dre daravat ɸβfvθðszʃʒʂʐɕʑçʝxɣχʁħʕʜʢhɦDre strakal 
Dre dostaat β̞ʋð̞ɹɻjɰA-gostez all ɺɫ
Dre froumalʙrʀKendistaget dre dostaatʍwɥ
Dre stlakatⱱ̟ɾɽKendistaget dre daravatɧ
A-gostez dre daravatɬɮDre fic'hal ʦʣʧʤ
A-gostez dre dostaatlɭʎʟKendistaget dre serr. k͡pɡ͡bŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.