Gdańsk

Gdańsk (distaget ['ɡdaɲsk], e poloneg; Gduńsk e kachoubeg; Danzig en alamaneg) zo ur gêr war ribl ar Mor Baltel ha kêr-benn rannvro (województwo) Pomerania e Polonia. War-dro 462 454 a dud zo o chom enni (e 2014).

Kreiz kêr Gdańsk

Emañ Gdańsk e goueled Bae Gdańsk , en aber unan eus brec’hioù ar stêr Wisła, stêr vrasañ Polonia. Gant se emañ e darempred gant holl gêrioù diazad ar stêr-se, a c’holo 60% eus gorread ar vro. A-gevret gant ar c’hêrioù e-kichen, Sopot ha Gdynia, ez eo Gdańsk un tamm eus an tolpad kêrioù anvet Trójmiasto (teir c’hêr), zo ouzhpenn ur milion a dud o chom ennañ.

Istor

Gdańsk a gaver meneg anezhi ken abred ha 997. En amzer-hont e oa ur gêrig pesketaerien ha marc’hadourien.

E 1308 e voe dilezet gant roue Polonia Władysław IV, da vont gant Urzh ar Varc'heien deutonek. Anavezet e voe neuze dindan an anv alamanek Danzig. Unan eus porzhioù bras an Hansa e oa, e-kichen Lübeck, Hamburg ha Bremen. Er XVvet kantved e voe tro-ha-tro e Prusia hag e Polonia. Goude-se, ha betek dibenn an XVIIvet kantved, e voe ur gêr zieub e rouantelezh Polonia, hag an darn vrasañ eus hec’h annezidi a oa germanegerien.

Laosket e voe gant Prusia e 1793. Chom a reas er vro-se betek 1920, war-bouez ar mare ma voe aloubet gant soudarded Napoleon, etre 1807 ha 1813, pa voe e Dugelezh Varsovia.

E dibenn ar Brezel bed kentañ e voe graet ur gêr zieub eus Gdańsk ("Freie Stadt Danzig", Kêr dieub Danzig), gant Emglev Versailhez, dindan warez Kevre ar Broadoù (1920), daoust da youl an annezidi (tremen 90% a alamanegerien). E-pad an Eil brezel bed e voe staget "Danzig" ouzh Alamagn.

E dibenn ar brezel e voe distrujet kêr gant arme an Unvaniezh soviedel. Gant an emglevioù peoc’h e 1945 e voe roet da Bolonia, ha skarzhet e voe an Alamaned eus kêr. Adsavet e voe savadurioù kreiz kêr evel ma oant kent ar brezel.

Deuet eo Gdańsk da vezañ porzh brasañ Polonia hag ur greizenn c’hreantel a bouez. E 1970 e voe harzoù-labour ha manifestadegoù bras gant ar vicherourien a voe kiriek da ziskar penn komunour ar vro, Władysław Gomułka. Dek vloaz war-lerc’h e voe ganet, e chanterioù sevel listri Gdańsk, ar sindikad Solidarność a zegasas diwezhatoc’h diskar ar renad komunour e 1989. Penn Solidarność, Lech Wałęsa, a zeuas da vezañ prezidant Republik Polonia e 1990.

Liammoù etrebroadel

Kêrioù gevellet

Gevelet eo Gdańsk gant:[1][en urzh kronologel]

Kevelerien ha kenober

Tud vrudet

Daveoù ha notennoù

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.