Robin Williams

Robin McLaurin Williams, bet ganet e Chicago (Illinois, SUA) d'an 21 Gouere 1951 hag aet da Anaon e Paradise Cay (Kalifornia, SUA) d'an 11 Eost 2014, a oa un aktour hag ur fentigellour stadunanat.

Robin Williams
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobin Williams Kemmañ
Anv ganedigezhRobin McLaurin Williams Kemmañ
Anv-bihanRobin, McLaurin Kemmañ
Anv-familhWilliams Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Gou 1951 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChicago Kemmañ
Deiziad ar marv11 Eos 2014 Kemmañ
Lec'h ar marvTiburon, Paradise Cay Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Lec'h douaridigezhBae San Francisco Kemmañ
TadRobert Williams Kemmañ
MammLaura McLaurin Kemmañ
Breur pe c'hoarRobert Williams Kemmañ
PriedValerie Velardi, Marsha Garces, Susan Schneider Kemmañ
BugelZachary Williams, Zelda Williams, Cody Williams Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labouracting, dubbing Kemmañ
Lec'h annezSea Cliff, Bloomfield Hills, Chicago, Paradise Cay, San Francisco Kemmañ
Lec'h labourStadoù-Unanet Kemmañ
Deroù ar prantad labour1972 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2014 Kemmañ
RelijionEpiscopal Church Kemmañ
Kleñvedmental depression, alcoholism, Lewy body dementia, dyslexia Kemmañ
FilmographyRobin Williams filmography Kemmañ
Oberenn heverkWhat Dreams May Come Kemmañ
Ezel eusSAG-AFTRA, Screen Actors Guild Kemmañ
Label sonerezhColumbia Records Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.robinwilliams.com Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Robin Williams e 2011

E filmoù er sinema

1970-1979 : ur film

  • 1977 : Can I Do It 'Till I Need Glasses?, sevenet gant I. Robert Levy.

1980-1989 : pevarzek film (pemzek en holl)

  • 1980 : Popeye, sevenet gant Robert Altman.
  • 1982 : The World According to Garp gant George Roy Hill.
  • 1983 : The Survivors gant Michael Ritchie.
  • 1984 : Moscow on the Hudson gant Paul Mazursky.
  • 1986 :
    • The Best of Times gant Roger Spottiswoode,
    • Club Paradise gant Harold Ramis,
    • Seize the Day gant Fielder Cook.
  • 1987 : Good Morning, Vietnam gant Barry Levinson.
  • 1988 :
    • The Adventures of Baron Munchausen gant Terry Gilliam,
    • daneveller Rabbit Ears: Pecos Bill gant Tim Raglin,
    • Portrait of a White Marriage gant Harry Shearer.
  • 1989 :
    • Dead Poets Society gant Peter Weir,
    • I'm from Hollywood gant Lynne Margulies ha Joe Orr,
    • Back to Neverland, gant Jerry Rees.

1990-1999 : ur film ha tregont (c'hwec'h ha daou-ugent en holl)

  • 1990 :
    • Cadillac Man, sevenet gant Roger Donaldson,
    • Awakenings gant Penny Marshall.
  • 1991 :
    • Shakes the Clown gant Bobcat Goldthwait,
    • Dead Again gant Kenneth Branagh,
    • The Fisher King gant Terry Gilliam (eil film asambles),
    • Hook gant Steven Spielberg,
    • daneveller Rabbit Ears: The Fool and the Flying Ship.
  • 1992 :
    • daneveller FernGully: The Last Rainforest gant Bill Kroyer,
    • daneveller The Timekeeper,
    • daneveller Aladdin gant Ron Clements ha John Musker,
    • Toys gant Barry Levinson (eil film asambles).
  • 1993 : Mrs. Doubtfire gant Chris Columbus.
  • 1994 : Being Human gant Bill Forsyth.
  • 1995 :
    • Nine Months, gant Chris Columbus (eil film asambles),
    • To Wong Foo, Thanks for Everything! Julie Newmar gant Beeban Kidron,
    • Jumanji gant Joe Johnston.
  • 1996 :
    • The Birdcage gant Mike Nichols,
    • Jack gant Francis Ford Coppola,
    • daneveller Aladdin and the King of Thieves gant Tad Stones,
    • The Secret Agent gant Christopher Hampton,
    • Hamlet gant Kenneth Branagh (eil film asambles).
  • 1997 :
    • Father's Day gant Ivan Reitman,
    • Deconstructing Harry gant Woody Allen,
    • Flubber gant Les Mayfield,
    • Good Will Hunting gant Gus Van Sant.
  • 1998 :
    • What Dreams May Come gant Vincent Ward,
    • Junket Whore gant Debbie Melnyk,
    • Patch Adams gant Tom Shadyac.
  • 1999 :
    • Jakob the Liar gant Peter Kassovitz,
    • Bicentennial Man gant Chris Columbus (trede film asambles),
    • Get Bruce gant Andrew J. Kuehn.

2000-2009

  • 2000 : Model Behavior, sevenet gant Mark Rosman.
  • 2001 : daneveller A.I. Artificial Intelligence gant Steven Spielberg.
  • 2002 :
    • The Rutles 2: Can't Buy Me Lunch gant Eric Idle,
    • Insomnia gant Christopher Nolan,
    • Death to Smoochy gant Danny DeVito,
    • One Hour Photo gant Mark Romanek.
  • 2004 :
    • Noel gant Chazz Palminteri,
    • House of D gant David Duchovny,
    • The Final Cut gant Omar Naim.
  • 2005 :
    • The Big White gant Mark Mylod,
    • : daneveller Robots gant Chris Wedge,
    • The Aristocrats, gant Penn Jillette ha Paul Provenza.
  • 2006 :
    • Man of the Year gant Barry Levinson (trede film asambles),
    • Night at the Museum gant Shawn Levy,
    • daneveller Happy Feet gant George Miller,
    • daneveller Everyone's Hero gant Christopher Reeve, Daniel St. Pierre ha Colin Brady,
    • RV gant Barry Sonnenfeld,
    • The Night Listener gant Patrick Stettner.
  • 2007 :
    • License to Wed gant Ken Kwapis,
    • August Rush gant Kirsten Sheridan,
  • 2009 :
    • Shrink gant Jonas Pate,
    • World's Greatest Dad gant Bobcat Goldthwait (eil film asambles),
    • Night at the Museum: Battle of the Smithsonian gant Shawn Levy (eil film asambles),
    • Old Dogs gant Walt Becker.

2010-2015 : nav film

  • 2011 :
    • daneveller Happy Feet Two, sevenet gant George Miller (eil film asambles),
    • Stage Left: A Story of Theater in the Bay Area gant Austin Forbord.
  • 2013 :
    • The Big Wedding gant Justin Zackham,
    • The Butler gant Lee Daniels,
    • The Face of Love gant Arie Posin.
  • 2014 :
    • Boulevard gant Dito Montiel,
    • The Angriest Man in Brooklyn gant Phil Alden Robinson,
    • A Merry Friggin' Christmas gant Tristram Shapeero,
    • Night at the Museum: Secret of the Tomb gant Shawn Levy (trede film asambles).
  • 2015 : Absolutely Anything.

Dead Poets Society / Kevredigezh ar Varzhed Varv

Nag a filmoù zo bet gantañ ma oa penn-c’hoarier enne, kat da lakaat an arvester da c’hoarzhin pe da ouelañ diouzh ma veze. Dalc’het e vo soñj eus e berzh er film « Dead Poets Society » pe « Kevredigezh ar Varzhed Varv » (e galleg « le Cercle des Poètes Disparus ») bet graet er bloaz 1989. Er film-se e c’hoarias perzh ur c’helenner war ar saozneg, John Keating, en ur skol vrudet e 1959, ur skol e-lec’h e veze stummet skolidi a live uhel. Dont a ra a-benn da aweniñ ha da dommañ skolidi ar Welton Academy ouzh ar varzhoniezh, hag int troet da zont da vezañ kentoc’h mezeien pe ijinourien eget barzhed. Deskiñ a ra dezho penaos karout ar varzhoniezh ha degas kemmoù en o buhezioù dre hanterouriezh ar studi-se. Renet e voe ar film gant Peter Weir ha skrivet gant Tom Schulman.Setu amañ neuze un toullad arroudennoù tennet eus ar film holl vrudet-mañ.

John Keating: Ne vez ket lennet na skrivet barzhonegoù abalamour ma'z eo un dra vrav da ober. Lenn ha skrivañ barzhonegoù a reer abalamour ma'z omp izili eus an denelezh. Ha leun-barr eo an denelezh a entan. Ar vezegiezh, ar gwir, an aferioù, an ijinouriezh zo holl dellezek eus ho strivoù hag ezhomm anezho evit hon magañ e-kerzh hon buhez. Met ar varzhoniezh, ar gened, an hoalerezh, ar garantez, evito eo e chomomp bev. Hervez Whitman, « O me ! o ma buhez ! ouzh ar goulennoù-se e troan bepred ; ouzh trenioù difin an dud amgredus… ouzh kêrioù leun a dud sot enno ; petra a vad a zo ennoc’h evidon, O me, O ma buhez ? » Respont. Ma ‘z oc’h amañ – ma zo eus ar vuhez hag an identelezh ‒, evit ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari kreñv-se da vont en-dro, e c’helli-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Ma kendalc’ho ar pezh-c’hoari da vont en-dro, ma c’hellfes-te degas ha ne vefe ken nemet ur werzenn. Pehini a vezo da werzenn ? »

Emañ John Keating o tiskouez skeudennoù klasadoù liseidi gozh d’e skolidi e-kerzh ur gentel varzhoniezh. Ret e eo dezho prederiañ war an amzer-dremenet hag ivez o amzer da zont.

John Keating: Gwelout a rit, n’int ket disheñvel a galz diouzhoc’h, neketa ? An hevelep doare da droc’hañ o blev. Leun int a hormonoù eveldoc’h. Didrec’hus int, eveldoc’h. Dezho eo ar bed. Krediñ a reont ez eo o zonkad sevel oberennoù meur, evel ma ra kalz ac’hanoc’h, ez eo leun o daoulagad a spi, eveldoc’h. Daoust ha gortozet o deus re bell ken ne oa re ziwezhat dezho ober ken nemet un disterdra eus ar pezh e oant gouest d’ober ? Rak, ma zud kaezh, ret eo deoc’h merzout ez int aet holl da vouetañ buzhug. Met selaouit ervat a-dost, hag e klevot anezho o kuzulikat o herezh deoc’h. Deuit ‘ta, astennit ho skouarnioù. Selaouit, klevout a rit ? - Carpe – klevet hoc’h eus ? - Carpe, carpe diem, grit ho mat eus hiziv, paotred, lakait ho puhezioù da vezañ dreist-ordinal[1].

Notennoù ha daveennoù