Chicago

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Chicago (distaget: [ʃɪˈkɑːɡoʊ]) a zo ur gêr eus Stadoù-Unanet Amerika, en Illinois. An trede brasañ kêr eus ar vro eo gant 2 707 120 a annezidi e 2011, hag 8 711 000 a dud gant ar bannlevioù.Emañ lec'hiet e norzh ar Stadoù-Unanet, er reter d'ar stêr Mississippi.

Skeudenn eus Chicago, tennet gant ul loarell

Geografiezh

Ar Willis Tower

Chicago eo an trede kêr vrasañ er Stadoù-Unanet, goude New York ha Los Angeles, hag ur penn-ahel ekonomikel pouezus. Ur mor a dourioù uhel a ziskouez ar Cental Business District (CBD), pe karter an aferioù. Tri eus tourioù uhel Chicago a zo e-touesk 20 tour uhelañ er bed : ar John Hancock Center (344 metrad uhelder), an Aon Center (346 metrad uhelder) hag ar Willis Tower (442 vetrad uhelder). Chicago en em led war 47 km war mervent ribl ar stêr eus al lenn Michigan.
"Windy city" (kêr an avelioù) eo lesanv kêr Chicago abalamour ma vez avelioù kreñv enni a-hed ar bloavezh.

Ekonomiezh

Kreiz-kêr Chicago diouzh noz

Chicago eo ar greizenn trenoù gentañ. Kalz a genwerzh a vez graet, ur penn-ahel greantel pouezus eo (govelerezh, metalouriezh, kimiezh, moullañ, agrovouedel, elektronek, hag all) hag unan eus ar marc’hadoù bedel brasañ e-keñver hadoù ha chatal.

Rannet eo Chicago e tri c’harter bras : an norzh (kentoc’h tiez ha tourioù evit lojañ), ar c’hornôg (lodenn greantelaet) hag ar su (karterioù evit lojañ). Bez' emañ ivez ar c’hreiz-kêr, "the loop" (ar c’helc’h). War-bouez un nebeud kilometradoù aod riblet gant greanterezhioù, tost an holl aodoù a zo implijet evit an amzer vak (mirdioù, aodoù ha gourliorzhoù). Savadur an tour-uhel amerikan kentañ e 1885 en deus merket ganedigezh skol Chicago, an dudennoù skouerius o vezañ Louis Sullivan, William Baron Jenney, Daniel H. Burnham, Frank Lloyd Wright ha Mies van der Rohe. Ar Sears Towers, 110 estaj, a zo bet e-pad pell an tour brasañ er bed, a-raok bezañ distremenet gant tourioù Petronas (452 metrad uhelder) e Kuala Lumpur.

Sevenadur

Ar Field Museum

Mirdioù bras a zo e Chicago, an Art Institute of Chicago (1879) da skouer, unan eus ar mirdioù amerikan pouezusañ en arzoù-kaer, pe c’hoazh, ar Field Museum of Natural History (skiantoù naturel ha skiantoù ar vuhez diwar-benn an den). Laz-seniñ simfoniek Chicago, krouet e 1891, a zo anavezet e-giz unan eus ar re wellañ er bed. Kêr-benn ar blues eo Chicago: eus stadoù ar su e oa deuet kalz a sonerien evit klask muioc’h a arvesterien.

Istor

E 1673, an ergerzhourien c’hall Jacques Marquette ha Louis Jolliet a zizoloas an dachenn e-lec’h m’emañ Chicago staliet bremañ, ur c’hantved a-raok ma krogfe an dud da erruout evit staliañ kêr. E 1848, kleuzadenn kanol an Illinois ha donedigezh an hentoù-houarn a aotreas brasadur ar gêriadenn, setu perak e teuas kalz a dud da chom enni.
E-kerzh ar berzh (1919-1933), Chicago a zeuas da vezañ brudet gant al laerien hag al lazherien, Al Capone o vezañ an hini anevezetañ.
Kalz labourioù a zo bet graet evit adnevesaat karterioù a zo.

Gevellerezh

Gevellet eo Chicago gant eizh kêr warn-ugent[1]. Kalz anezho a zo, evel Chicago, eil kêr o bro. Ul lodenn all zo kêrioù pennañ o bro, met ez eus deuet diouto kalz divroidi da Chicago.

KêrBroabaoeKêrBroabaoeKêrBroabaoe
Accra  Ghana1989Amman Jordania2004Aten  Gres1997
Beograd  Serbia2005Birmingham Bro-Saoz1993Bogotá  Bolivia2009
Busan Republik Korea2007Casablanca  Maroko1982Delhi  India2001
Durban Suafrika1997Gaillimh  Iwerzhon1997Göteborg Sveden1987
Hamburg  Alamagn1994Kyiv Ukraina1991Lahore Pakistan2007
Luzern  Suis1998Kêr-Vec'hiko Mec'hiko1973Milano  Italia1973
Moskov Rusia1997Osaka Japan1973Pariz  Frañs1996
Petah Tikva Israel1994Praha  Tchekia1990Shanghai  Sina1985
Shenyang  Sina1985Toronto Kanada1991Vilnius  Lituania1993
Varsovia  Polonia1960

Braswel eus Chicago

Daveoù


Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.