Sirius
Sirius, anvet Steredenn ar C'hi e brezhoneg[1][2][3], eo ar steredenn skedusañ eus Steredeg ar C'hi Bras, ha skedusañ steredenn an oabl noz war un dro.
Dre m'eo Canis Major (berraet e CMa) anv latin hag etrebroadel ar steredeg ez eo Alpha Canis Majoris (α CMa) berradur etrebroadel Sirius, α o verkañ steredenn skedusañ pep steredeg.
Lec'hiañ
Ar steredeg anvet Monoceros (Mon), "an Unkorneg" e brezhoneg, zo etre Steredenn ar C'hi Bras ha Steredeg ar C'hi Bihan. Er Su da Brocyon, steredenn skedusañ ar C'hi Bihan, emañ α Mon, hag er Gevred da α Mon emañ Sirius en oabl boull ar goañv.
Arabat droukveskañ
Arabat eo droukveskañ ar C'hi Bras (Canis Major/CMa) gant Steredeg ar C'hi Bihan (Canis Minor/CMi) ; Procyon eo anv etrebroadel α CMi, ha "Kian" eo hec'h anv brezhonek[4].
Pennad kar
- Korf-egor, evit gouzout hiroc'h diwar-benn anvioù ar steredegi hag ar steredennoù pennañ.
Liammoù diavaez
Notennoù
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle