Den Neandertal

Den Neandertal

Klopenn kavet er Chapelle-aux-Saints (Bro-C'hall)


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad :Animalia
Skourrad :Chordata
Kevrennad :Mammalia
Urzhad :Primates
Kerentiad :Hominidae
Iskerentiad :Homininae
Genad :Homo
Anv skiantel
Homo neanderthalensis
King, 1864
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Den Neandertal (Homo neanderthalensis diouzh e anv skiantel) zo ur spesad, aet da get hiziv, eus ar genad Homo.

Spesad pe isspesad?

E-pad pell ez eus bet soñjet gant ul lod mat ag ar henzenonourion e oa Den Neanderthal un isspesad ag ar spesad Homo sapiens. Setu ma veze anvet pe Homo sapiens neanderthalensis gant ar re-mañ diwezhañ, pe Homo Neanderthalensis nemetken gant ar re a soñje dezhe e oa ur spesad distag diouzh Homo sapiens. Hiriv-an-deiz e vez lakaet da spesad gant al lodenn vrasañ ag an henzenonourion.

An dizoloadennoù kentañ

Aspadennoù kentañ tud Neandertal a voe dizoloet e 1830 e Belgia (karrekaennoù ur bugel 2 vloaz) gant Philippe-Charles Schmerling[1] hag e 1848 e Jibraltar hep desachañ evezh ar skiantourien.

E 1856 e voe dizoloet karrekaennoù tud Neandertal (un tamm eus ur c'hlopenn hag eskern eus an izili traoñ) e Neandertal, un draoñienn e-kichen Düsseldorf. Un oad a 100.000 bloaz a voe lakaet d'an aspadennoù-se.

Deskrivadenn

Ur c'hlopenn bras en doa gant un tal war steuziañ, izel, hag un torus tev a-us da doulloù an daoulagad, ha tost elgezh ebet. Anavout a reer anezhañ a-drugarez d'ar relegoù karrekaet dizoloet e Saccopastore, er Groc'h Guattari war ar Monte Circeo (Italia), e Gibraltar e Su Bro-Spagn, e la Chapelle-aux-Saints, La Ferrassie, La Quina (Bro-C'hall), e Spy (Belgia) hag evel just e Neandertal (Alamagn).

Emzalc'h

An deskrivadurioù kentañ o doa graet eus Homo neanderthalensis ur spesad garv, rust ha dispered. An dizoloadennoù niverus zo bet graet da c'houde a ziskouez ur skeudenn disheñvel-kenañ anezhañ hiziv an deiz. Anadiñ a ra d'ar mare-se roudoù kentañ un emzalc'h modern a ziskouez e tremener eus ar marmouzien d'ur spesad tostoc'h d'an Homo sapiens. Koulskoude ne zeu prouennoù an emzalc'h-se da vezañ stank nemet e-pad an oadvezh da-heul.

Bezioù eus Henoadvezh krenn ar maen e lec'hioù evel Krapina, e Kroatia (war-dro 130 000 kent JK) ha Qafzeh, en Israel (war-dro 100 000 kent JK) o deus lakaet un nebeud antropologourien hag arkeologourien, evel Philip Lieberman, da grediñ o doa sevenadurioù Henoadvezh krenn ar maen un ideologiezh relijius o tiorren hag e kredent e meiziadoù evel ur vuhez goude ar marv. Klaskerien all avat a soñj e oa beziet ar c'horfoù evit abegoù bedel[2],[3]. Diouzh kavadennoù graet nevez zo e lec'hioù annezet gant Homo heidelbergensis en Atapuerca e c'hallfe bezañ kroget ar c'hiz da veziañ ar re all a-ratozh kalz abretoc'h, e-doug Henoadvezh koshañ ar maen met n'eo ket degemeret ar c'helennadur-se gant ar pep brasañ eus kumuniezh ar skiantourien. Roudoù troc'hoù kavet war eskern Neanderthal e lec'hioù disheñvel evel Combe-Grenal hag Abri Moula e Bro-C'hall a c'hallfe talvezout e vije bet tennet kig ha benvegennoù ar c'horfoù diouzh an eskern gant Neandertal, evit abegoù relijius marteze evel e sevenadurioù all a-vremañ.

Ar c'hentañ prouenn anat eus bezañs un arz e-pad Henoadvezh ar maen a zeu eus annezioù eus Henoadvezh krenn ar maen evel Blombos Cave dindan stumm troioù-brec'h[4], perlez[5], oberennoù arzel e maen[6], liv melendu implijet da livañ ar c'horfoù, evit lidoù marteze[7],[8]. Koulskoude e c'hallfe bezañ bet savet skouerioù arz abred evel gwener Tan-Tan hag an tresadennoù kavet war eskern olifant e Bilzingsleben en Alamagn gant implijerien binviji Akeulean evel Homo erectus a-raok deroù Henoadvezh krenn ar maen[9] Ar fed da dapout pesked bras ha da chaseal jiboezoù bras gant binviji arbennikaet a ziskouez e kreske ar c'henlabour e-barzh strolladoù bras hag e tiorroe un aozadur sokial kempleshoc'h[10].

Ouzhpenn anatadur perzhioù sevenadurel diorroet, evel ar relijion hag an arz, e krog ar c'henwerzh etre strolladoù pell-kenañ an eil re diouzh ar re all da bourchas traoù ral evel an okr a veze implijet alies evit al lidoù ar relijion[11],[12] ha danvezioù krai ken abred ha 120 000 bloaz zo[7],[13] Ar c'henwerzh etre strolladoù a c'hallfe bezañ kroget ken abred hag Henoadvezh krenn ar maen[14].

Teknologiezh

Anadiñ a ra e-pad an oadvezh-se un hollad perzhioù sevenadurel nevez. Implij ar binviji eilaozet a ya war gresk betek bezañ implijet gant an holl, hag a zeu da vezañ kalz liesseurtoc'h (raskerezioù, ha kement zo...). Savet e oa ar binviji-se diwar skolp tennet diouzh bloc'hoù maen prientet, anvet nucleus. Unan eus an hentennoù da dennañ skolpoù, addizoloet adalek an XIXvet kantved hag anavezet mat a-walc'h, zo an hentenn Levallois. Sevenadur ar Vouster eo sevenadur pennañ ar prantad en Europa.

Homo neanderthalensis ha genom an Europeaned

A-drugarez d'ur studiadenn eus 2010 (Neanderthal genome project) e ouier bremañ ez eus bet un hironerezh darnel etre Homo sapiens ha Homo neanderthalensis etre 50 000 ha 100 000 bloaz zo er Reter-Nesañ. Setu m'o deus an Europeaned etre 1 ha 4% ag o genom o tont eus Homo neanderthalensis.

Notennoù

Levrlennadur

  • ARSUAGA Juan Luis, Le collier de Néandertal — Nos ancêtres à l'ère glaciaire, Odile Jacob, 2004, 365 p., ISBN : 978-2-7381-1422-8
  • BRUNET Michel, D'Abel à Toumaï — Nomade, chercheur d'os, Odile Jacob, 2006, 253 f., ISBN : 978-2-7381-1738-0
  • BRUNETMichel, Origine et histoire des hominidés, Fayard, 2008, 51 b., ISBN : 978-2-213-63818-8
  • VANDERMEERSCH Bernard & HUBLIN Jean-Jacques & DUTOUR Olivier, Objets et méthodes en paléoanthropologie, Comité des travaux historiques et scientifiques (CTHS), 2005, 451 b., ISBN : 978-2-7355-0574-6