Rubidiom

Un elfenn gimiek eo ar rubidiom ; Rb eo e arouez kimiek, 37 e niver atomek ha 85,468 e dolz atomek. Ur metal alkaliek eo ar rubidiom, evel holl elfennoù ar strollad 1 war-bouez an hidrogen (a zo un nann-metal).

Rubidiom
KriptonRubidiomStrontiom
K
Rb
Cs
taolenn beriodek, Rubidiom
Perzhioù hollek
Niver atomek37
Rummad kimiekMetaloù alkaliek
Strollad1
Trovezh5
bloc'hs
Tolz atomek85,4678 ±0.0003
Aozadur elektronek
[Kr] 5s1
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 8, 1
Perzhioù atomek
Niver oksidadur+ 1
Oksidenn vazennek kreñv
Tredanleiegezh0,82 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 403 kJ/mol
2 : 2632,1 kJ/mol
3 : 3859,4 kJ/mol
Skin atomek247,5 pm
Skin kenamsav220 ±9 pm
Skin Van der Vaals303 pm
Perzhioù fizikel
ArvezKaled
Douester (≈20°C)1,532 g/cm3
Teuzverk39,31°C
Bervverk688°C
Neuz an elfenn

Ur glogorennad Rubidiom

Ur metal blot liv an arc'hant hag a deuz pa vez tommoc'h eget 39.3 ° C eo ar rubidiom.
Puilhoc'h eget ar c'houevr pe ar plom eo ar rubidiom en douar, hogen nebeut-tre a vez kenderc'het peogwir ne vez mui implijet er greanterezh; gant ar c'heziom, e amezeg er strollad 1, eo bet erlerc'hiet[1], petra bennak ma kaver 30 gwezh muioc'h a rubidiom eget a geziom. Etre 2 ha 4 zonennad rubidiom a vez kenderc'het bep bloaz er bed a-bezh, e Kanada, Namibia ha Zambia ; ne vez mui kenderc'het e Stadoù-Unanet Amerika.[2]

Istor

E 1861 e voe kavet ar rubidiom gant daou Alaman, ar c'himiour Robert Bunsen hag ar fizikour Gustav Kirchhof, a-drugarez d'ar skalfadseller o devoe ijinet er bloaz kent. Peogwir e weljont linennoù ruz-flamm er skalfad bet taolet gant an elfenn nevez en o anvjont rubidiom, diwar al latin rubidus, "ruz teñval".

Perzhioù

Ur metal blot-tre eo ar rubidiom, pa deuz e 39,3 °C hepken ; orjalennus eo pa vez yenoc'h (bez' e c'haller e astenn hep na dorrfe).

Kimiek

  • Deviñ a ra ar rubidiom pa vez lakaet en aer, ha lakaat a ra an dour da darzhañ en ur entanañ an hidrogen a vez dieubet.
  • Taer ivez eo e zazgwered ouzh an oksiderioù hag an halogenoù. Dre-se e vez kemeret diarbennoù strizh a-fed pakañ rubidiom evit e dreuzdougen : 100 g a rank bezañ klozet en ur voest dir siellet.[2]
  • Un trelusker eo ar rubidiom.

Izotopoù

Daou izotop a gaver en natur, 85Rb (72,2 %) ha 87Rb (27,8 %). Skinoberiek eo 87Rb un disterig, gant un hanter-vuhez a 48,8 a viliardoù a vloavezhioù — etre 30 ha 110 devezh zo rekis evit ma c'hallfe louc'henniñ ur blakenn-luc'hskeudenniñ.
Izotopoù eus ar rubidiom zo bet aozet gant mab-den, 24 anezho, gant un hanter-vuhez a zo berroc'h eget 3 miz ; didalvez eo an darn vrasañ eus izotopoù danzeek ar rubidiom, abalamour ma 'z int re skinoberiek.

Arver

Ken heñvel eo ar rubidiom ouzh ar c'heziom ma vezont arveret kevret pe an eil e-lec'h egile. Kesiom zo aesoc'h da dapout, met lod kefridioù ne c'hallont bezañ sevenet nemet gant rubidiom, evel gwer arbennik (neudennoù luc'hek ha binvioù da welet en deñvalijenn).[2]

  • Peogwir ez eo ar rubidiom gouest da ezteuler gouloù e vez implijet evit fardañ kelligoù luc'hdredanel, en ardivinkoù da zinoiñ ar skinoù.
  • Meur a zoare zo da arverañ ar rubidiom er vezegiezh :
• luc'hskeudenniñ dre skinoù ;
• disrannañ ar viruzoù diouzh an TDN hag an TRN
• termeniñ red ar gwad en ur c'horf
• fardañ louzoù sioulaus ha louzoù kouskus.

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok