Strollad eus an daolenn beriodek

Ur bann e taolenn drovezhiek an elfennoù[Y 1] eo ar pezh a anver ur strollad e kimiezh ; ur familh a lavarer ivez.
Triwec'h strollad zo, pep strollad o tiskouez an elfennoù eo damheñvel perzhioù fizikel pe gimiek gwiskad elektronek pellañ o atomoù — da lavaret eo o c'harg-kreiz, pa ouzer e vez termenet an darn vrasañ eus perzhioù kimiek un elfenn gant kelc'h-tro an elektron a zo ar pellañ eus nukleüs an atom.

Taolenn drovezhiek an elfennoù
Ar strolladoù eo ar bannoù.

Niverenniñ ar bannoù

Tri doare zo da niverenniñ ar bannoù.

  • Reizhiad CAS (Chemical Abstract Service) [1]
Ur meskaj etre sifroù roman ha lizerennoù latin eo ar reizhiad CAS.
Eus I da VIII e veze niverennet ar strolladoù ; ouzhpenn e niverenn roman e touge pep strollad ul lizherenn A mard oa an elfennoù izili eus ar strollad pennañ, ha B mard oant eus ar strollad metaloù ardreuzat.[Y 2] En Europa e veze arveret ar reizhiad-se.
  • Reizhiad IUPAC (International Union of Pure and Applied Chemistry) kozh[2]
Heñvel ouzh ar reizhiad CAS da geñver ar sifroù roman eo ar reizhiad IUPAC kozh a veze implijet e Stadoù-Unanet Amerika, met disheñvel eo implij al lizherennoù A ha B : evit rann dehoù an daolenn e oa A, evit ar rann gleiz e oa B.
  • Reizhiad IUPAC nevez
Adal 1988 e tivizas an IUPAC ober gant sifroù arabek hepken,[3] hag e 1990 e voe ar reizhiad nevez embannet en Nomenclature of Inorganic Chemistry[4].

Ar strolladoù

Setu amañ strolladoù taolenn vareadek an elfennoù hervez ar reizhiad IUPAC nevez.

Niverennadur IUPAC 1990IUPAC kozh (Europa)CAS (SUA)Anv
Strollad 1IAIAMetaloù alkaliek, pe familh al Litiom[5]
Strollad 2IIAIIAMetaloù prialkaliek pe familh ar Beriliom
Strollad 3IIIAIIIBLantanidoù hag Aktinidoù, pe familh ar Skandiom
Strollad 4IVAIVBFamilh an Titaniom
Strollad 5VAVBFamilh ar Vanadiom
Strollad 6VIAVIBFamilh ar C'hrom
Strollad 7VIIAVIIBFamilh ar Manganez
Strollad 8VIIIVIIIBFamilh an Houarn
Strollad 9VIIIVIIIBFamilh ar C'hobalt
Strollad 10VIIIVIIIBFamilh an Nikel
Strollad 11IBIBFamilh ar C'houevr
Strollad 12IIBIIBFamilh ar Zink
Strollad 13IIIBIIIAFamilh ar Bor
Strollad 14IVBIVAFamilh ar C'harbon
Strollad 15VBVAFamilh an Nitrogen (pe: Azot)
Strollad 16VIBVIAFamilh an Oksigen, anvet ivez Kalkuzennoù
Strollad 17VIIBVIIAFamilh an Halogenoù, anvet ivez familh ar Fluor
Strollad 18Strollad 0VIIIAAr Gazoù nobl, anvet ivez familh an Heliom pe familh an Neon
  • N'eus bet roet niverenn strollad ebet d'al Lantanidoù ha d'an Aktinidoù.

Notennoù yezh

Notennoù

Levrlennadur

  • (en) SCERRI Eric R. : The Periodic Table — Its Story and Its Significance, Oxford University Press, SUA, 2006 (ISBN 978-0-19-530573-9)