Lez-varn Etrebroadel

Al Lez-varn Etrebroadel (Cour Internationale de Justice e galleg pe International Court of Justice e saozneg) a zo ul lez-varn bet krouet e mennad 92 karta ar Broadoù Unanet. E Den Haag (Izelvroioù) emañ he sez. Krouet eo bet e 1946, da gemer lec'h al Lez-varn etrebroadel peurbadus a oa bet aozet gant Kevread ar Broadoù[1]. Ar galleg hag ar saozneg eo an div yezh ofisiel implijet el lez-varn. Unan eus c'hwec'h aozadur pennañ ABU eo, hag an hini nemetañ a denn d'ar justis. Un aozadur peurbadus eo, ennañ 15 barner (dilennet evit 9 bloaz). Dilennet e vezont gant dileuridi an Emvod Meur hag izili ar C'huzul Surentez. Palioù al lez-varn eo ober war-dro ar c'hudennoù gwirel kinniget gant ar Stadoù, hag ivez embann he savboent diwar-benn kudennoù gwirel kinniget gant aozadurioù hag ajañsoù a zo grataet gant Emvod Meur ABU.

Logo al Lez-varn Etrebroadel

Aozadur al lez-varn

Sez al lez-varn en Den Haag

Dizalc'hiezh, diduegezh ha barregezh a ya d'ober perzhioù al Lez-varn :

  • pennaenn dizalc'hiezh : dasparzh reizh ar varnerien etre kevandirioù (Afrika : 3, Amerika latin : 2, Europar ar C'hornôg ha Norzhamerika : 5, Europa ar Reter : 2, Azia : 3 ; ur barner dre Stad d'ar muiañ). Ur gevrenn a c'hall dibab ur barner ad hoc pa gaver ur barner eus ar memes bro el Lez-varn.
  • pennaenn unaniezh: dre vras e vez bodet al lez-varn en he fezh. Abaoe reizhadenn 1975 e c'haller aozañ kambroù enno 3 barner. Degemeret e voe an diferadoù gant brasañniver ar varnerien vezant. Sinet hag arguzet eo an diferadoù. Degemeret e vez an mennozhioù disheñvel (war an doare ma varn al Lez-varn) hag hiniennel (war abeg an diferadoù).
  • gwarez ar varnerien : tennet e vez e garg digant ur barner nemet ma'z eo a-unvouezh ar varnerien all.
  • diduegezh : izili ar Lez-varn ne c'hallont kavout tamm labour ebet all, ha ne c'hallont ket kemer perzh e diskoulmañ aferioù o doa kemeret perzh enno a-raok, e forzh pe vod e vefe.

Izili

Roll izili al Lez-varn (miz Even 2010):

AnvBroadelezhPerzhPenn-kentañ ar respetDibenn ar respet
Hisashi Owada JapanPrezidant20032012
Peter Tomka  SlovakiaBezprezidant20032012
Abdul G. Koroma Sierra LeoneEzel1994, 20032012
Awn Shawkat Al-Khasawneh JordaniaEzel2000, 20092018
Bruno Simma  AlamagnEzel20032012
Ronny Abraham  FrañsEzel2005, 20092018
Sir Kenneth Keith Zeland-NevezEzel20062015
Bernardo Sepúlveda Amor Mec'hikoEzel20062015
Mohamed Bennouna  MarokoEzel20062015
Leonid Skotnikov RusiaEzel20062015
Antônio Augusto Cançado Trindade  BrazilEzel20092018
Abdulqawi Yusuf Ezel20092018
Sir Christopher John Greenwood Rouantelezh-UnanetEzel20092018
Xue Hanqin  SinaEzel20102012
Joan Donoghue Stadoù-UnanetEzel20102015

Disoc'hoù an dilennadeg diwezhañ (6 a viz Du 2008) :

  • Ronny Abraham hag Awn Shawkat Al-Khasawneh a voe dilennet en-dro. Dileuridi nevez : Christopher Greenwood, Antônio Augusto Cançado Trindade hag Abdulqawi Yusuf.
  • Sayeman Bula-Bula (Republik Demokratek Kongo), Miriam Defensor-Santiago (Filipinez) ha Maurice Kamto (Kameroun) ne voent ket dilennet. An tri barner nevezdilennet a gemeras plas Rosalyn Higgins, Gonzalo Parra Aranguren ha Raymond Ranjeva[2],[3].

Notennoù


Liamm diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.