Burj Khalifa

Burj Khalifa (en arabeg برج خليفة, tour Khalifa) zo ur skraber-oabl e Dubai en Emirelezhioù Arab Unanet. An tour uhelañ bet savet gant mab-den eo, 829,8 metrad uhelder dezhañ.

برج خليفة
Burj Khalifa
Skraber-oabl
25° 11' 49.7" N - 55° 16' 26.8" K

AnvBurj Khalifa bin Zayed Al Nahyan
Kêr Dubai
RiezBanniel an Emirelezhioù Arab Unanet Emirelezhioù Arab Unanet
Prantad sevel2004-2010
Digoradur4 a viz Genver 2010
ImplijLies-rum
Uhelder828 m (Toenn)
621,3 m (Estaj diwezhañ)
Niver a estajoù163 + 1 danzouar
Gorread464 511 m²
Koust$US 1 500 000 000
TisavourAdrian Smith, e ti SOM
(Skidmore, Owings & Merrill, Chicago)

D'an 21 a viz Gwengolo 2004 eo bet kroget al labourioù evit sevel an tour. Lodenn diavaez ar savadur a oa echuet d'ar 1añ a viz Here 2009. Digoradur ofisiel ar savadur a zo bet lidet d'ar 4 a viz Genver 2010.