Mont d’an endalc’had

Ourdoueg

Eus Wikipedia
Ourdoueg
(Urdū, اردو)
Perzhioù
Komzet e :Pakistan, India, meur a vro all
Rannved :Azia ar Su
Komzet gant :104 000 000
(61 000 000 mammyezher)
Renkadur :19-21
Familh-yezh :Yezhoù Indezeuropek

 Yezhoù Indez-Iranek
  Yezhoù Indez-Aryek
   Hindoustaneg
    Ourdoueg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :Pakistan, India (Kachmir, Uttar Pradesh, Delhi)
Akademiezh :hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1ur
ISO 639-2urd
ISO 639-3
Kod SILURD
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh indez-aryek eo an ourdoueg (اردو; RLVK: urdū) komzet gant tro-dro da 104 milion a dud en India hag e Pakistan dreist-holl, met kavet e vez ourdouegerion dre ar bed a-bezh.

Goude ar sinaeg ec'h eo an ourdoueg asambles gant an hindeg an eil yezh muiañ komzet er bed-holl e-keñver an niver a dud a ra ganti.

Gant ar saozneg ec'h eo an hindeg unan eus div yezh ofisiel pennañ India ha yezh ofisiel Pakistan eo an ourdoueg.

Tost-tre eo an ourdoueg d'an hindeg ha kentoc'h evit yezhoù disheñvel penn-da-benn e vez komz alies a-walc'h eus rannyezhoù eus an hevelep yezh a reer hindoustaneg anezhi.

Evit ober an diforc'h etre an daou zoare yezh, pe an div yezh, hindeg hag ourdoueg ec'h eo ret goût e vez skrivet an hindeg gant ar skritur devanagari evel ar sañskriteg hag e vez implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an ourdoueg evel ma vez graet gant ar perseg.

Dre vras e c'heller lâret int liammet tamm-pe-damm o-div ouzh bep a relijion gant ur sevenadur da heul: an hindeg gant an hindouegezh hag ar sañskriteg, ma'z eo bet levezonet e c'heriaoueg gantañ, tra m'eo bet levezonet hini an ourdoueg gant ar perseg ha drezañ gant an arabeg diwar levezon an islam.

Skrivet e vez gant stil persek al lizherenneg arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en arabeg

Gwelet ivezkemmañ ar vammenn

Liammoù diavaezkemmañ ar vammenn

🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontMarie-Antoinette AostriaDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipediaWikipedia:SkoazellBrezhonegN'eus ket eus arc'hoazhAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:N'eus ket eus arc'hoazhDibar:MaC'haozeadennoùDekiDigimonC'hoari ar misionerWikiDibar:MaDegasadennoùSaoznegGopr hollvedelRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorPlourivoùRepublik KoreaCascading Style SheetsGran Turismo (heuliad c'hoarioù video)MezegiezhTeknologiezhStadoù-Unanet AmerikaCreative CommonsISO 8601Wikipedia:Menegit ho taveoùNaonedRouantelezh-UnanetWikimedia FoundationWikipedia:Poull-traezhWikipedia:Pajennoù da nullañGoogle