Bedreuziad COVID-19

Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel
Titouroù diamzeriet pe diwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a vicher war ar vezegiezh hepken a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anaoudek war ar c'hemennoù da reiñ a-fet ar yec'hed foran.
Diwar-benn Bedreuziad ar c'hCOVID-19 e 2019 ha 2020 eo ar pennad-mañ. Gwelit COVID-19 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar c'hleñved, SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz.

D'ar 1añ a viz Kerzu 2019 e stagas ur c'hleñved da redek e kêr Wuhan, e Republik Pobl Sina : ar c'hCOVID-19. Ur c'hurunviruz nevez, anvet SARS-CoV-2, a oa krog da redek dre Wuhan, kêr-benn proviñs Hubei. Meur a zen a oa bet tapet gant tanijenn skevent hep ma vefe sklaer eus pelec'h e teue ar c'hleñved. An holl pareoù implijet a oa chomet diefed. Buan a-walc'h e oa deuet war-wel e oa eus un eskemm den-den evel doare treuzkas. An niver a dud klañv a oa aet buan war gresk betek tizhout milieroù a dud e fin miz Genver 2020. Meur a vro a oa bet tapet gant ar c'hleñved ouzhpenn Sina, en Europa, Norzhamerika ha dreist-holl en Azia. Mare goradur ar c'hleñved (pa vezer kontamet betek ar c'hentañ azonoù) zo etre 2 ha 14 devezh. Gallout a ra un den klañv binimañ tud all pad ma vez klañv met ivez e-pad meur a zevezh ur wech pareet. An azonoù zo lies met an daou azon diazez eo an derzhienn uhel hag ur skuizhder bras. Goude-se e krog kudennoù gant ar reizhiad analañ, kudennoù gant al lounezh, ar reizhiad gwazhiadur. Gellout a reer mervel diwar ar c'hleñved.

Red COVID-19 dre ar bed (30 Meurzh 2020)
  • ██  > 100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  10–100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  1–10 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  0.1–1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  0.001–0.1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  N'eus den klañv ebet disklêriet/N'eus den ebet
  • Diaes spontus eo kaout sifroù skiantel war an niver a dud klañv hag an niver a dud marvet. D'ar 1añ a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant Sina e vefe bet 361 den marvet nemetken ha 17 300 den klañv. Hervez skiantourien arbennikaet war ar c'hleñvedoù-red, e vefe e-tro 44 000 den klañv d'ar 27 a viz Genver hag e miz C'hwevrer e vefe 100 000 den klañv d'an nebeutañ, pell-tre diouzh sifroù ofisiel ar vro[1].

    D'an 11 a viz Meurzh 2020 eo disklêriet gant Aozadur Bedel ar Yec'hed eo deuet kleñved-red Wuhan da vezañ ur bedreuziad.

    Evit ar 26 a viz Meurzh a oa bet testeniekaet ouzhpenn 522 000 den klañv gant ar c'hCOVID-19 en ouzhpenn 190 bro ha tiriad, gant 23 701 den marvet gant ar c'hleñved hag ouzhpenn 123 000 den pareet[2].

    Doareoù


    Kudennoù degaset gant COVID-19
    Azonoù[3]%
    Terzhienn87.9%
    Paz sec'h67.7%
    Skuizhder38.1%
    Digraostiñ33.4%
    Anosmiezh (koll ar c'hlevet dre ar fri)[4]30–66%
    Berranal18.6%
    Poan-gigennoù14.8%
    Gourlañchenn sec'h13.9%
    Poan-benn13.6%
    Krenañ gant ar riv11.4%
    C'hoant rechetiñ5.0%
    Stoufet ar fri4.8%
    Dipadapa3.7–31%[5]
    Pasat gwad0.9%
    Poan-lagad0.8%

    Ur viruz eus familh ar grip hag ar sifern eo, kar ivez da hini ar SRAS (2003) hag d'ar gripoù H5N1 hag H1N1. Infektiñ a ra dreist-holl ar skevent. 80% eus an dud detektet o dez simptomoù bihan (terzhienn, pas) met evit ar peurrest anezho e c'hell ar c'hleñved bezañ grevus a-walc'h, betek kas unan bennak d'an ospital ma n'eo ket e lazhañ[6]. Seblantout a ra chom hep touchal ar vugale dindan 10 vloaz[3] ha seul goshoc'h an den klañv, seul zañjerusoc'h evitañ, dreist-holl ma vez klañv gant traoù all (krign-bev...). Adalek 60% e c'hell ar c'hleñved lazhañ 30% eus an dud detektet.

    Kavet e oa bet e c'hell ivez ur bern tud tapet ar viruz hep bezañ klañv gantañ. Evit doare e vije un den disimptom evit un den gant simptomoù, pezh zo e c'hell an dud disimpton kas ar viruz d'ar re all memestra.

    Gorrek eo ar viruz da gemmañ e TDN hervez enklaskoù bet graet e Sina hag en Italia[7] ar pezh a zo keloù mat evit kavet ur brec'hiadur.

    Treuzkas

    Diouer zo a vunudoù war an doare ma vez treuzkaset etre an dud. Ur studiadenn bet embannet d'ar 27 a viz Meurzh a ziskouez penaos e vez treuzkaset dreist-holl dre darempredoù tost ha takennoù halañ produet en ur streviañ pe en ur basaat[8]. Darempredoù tost a dalvez dindan ur metrad pe zaou. Takennoù halañ a vez kaset ivez en ur gaozeal, met ne seblant ket ar viruz bezañ kaset pelloc'h gant an aer.[9] Gallout a reer tapet ar viruz en ur douchal goreoù koñtaminet a-raok touchal e fri, e zaoulagad pe e c'henoù.[9]

    Evit en em wareziñ eus ar viruz e oa bet erbedet da walc'hiñ an daouarn alies, gant soavon (a zo gouest da derriñ he c'hurunenn[10]) pe gant kaod dour-alkool hag ober kement-all d'ar gorreoù[11].

    Viruz

    Ar SARS-CoV-2 (Kleñved halañ grevus kurunviruz 2) zo ur viruz nevez kavet da gentañ e-barzh tri den tapet gant ur bneumoniezh e-liamm ouzh ar skoulmad kleñvedoù-halañ e Wuhan e Sina.[12] Dre e orin e tenn kalz eus ar c'hurunviruzoù all. Seblantout a ra ar viruz bezañ ur chimera etre daou viruz, unan boaz da iñfektiñ logod-dall, egile boaz da iñfektiñ ar pangolined[13]. Tostoc'h eo viruz ar pangolin ouzh ar SARS-CoV-2 met mankout a ra eus ur protein a laka anezhañ da vezañ gouest da vont e-barzh kelloù mab-den, evel hini al logo-dall.

    En em wareziñ diouzh ar viruz

    Erbedet eo da gentañ bezañ naet evit talañ ouzh ar viruz, da gentañ penn gwalc'hiñ an daouarn alies, chom hep touchal e zremm, e zaoulagad, e c'henoù dre vras, met dreist-holl gant daouarn lous, goude bezañ paset. Pasat pe streviañ a rankjed ober en ur mouchouer da skarzhañ, pe da nebeutañ en e ilin evit chom hep louzañ an daouarn. Ar re glañv hag a oar a rankje dougen ur meskl evit chom hep kas ar c'hleñved da dud all.[14] Erbedet eo ivez da lakaat e plas doareoù evit lakaat an dud da bellaat an eil diouzh egile (physical distancing e saozneg, pellaat sokial e brezhoneg da c'hortoz e vije studiet an term-se)[15].

    Pa oa nevez a-walc'h ar viruz e veze erbedet gant ur bern broioù chom hep beajiñ d'ar broioù pe rannvroioù tapet gant ar viruz, da lavaret eo Wuhan, Sina da gentañ penn, met dibosupl e oa deuet da vezañ heuliañ an ali-se adalek fin miz C'hwevrer 2020 abalamour ma rede ar c'hleñved un tammig e pep lec'h er bed.

    Dañjerus-kenañ eo ar viruz evit ar vedisined, ar glañvdiourien hag an dud a labour tost ouzh ar re glañv dre vras[16] hag aliet eo dezho labourat gant meskloù FFP2, dreist-dilhad ha lunedoù-gwareziñ. E broioù zo, evel Frañs, evelato o doa savet ur bern tud a vicher war ar yec'hed o mouezh evit klemm e vankont eus peadra evit en em wareziñ[17] abalamour da choazoù bet graet gant ar gouarnamantoù tremenet a-raok[18] ha da stad an ospitalioù dre vras[19].

    Heuliañ an darempredoù zo un hentenn a-bouez evit talañ ouzh ar viruz. Klask a reer gouzout gant piv eo bet unan iñfektet e darempred evit kelaouiñ, gwareziñ ha dispellañ ha neuze kavet mammenn ur skoulmad-infektiñ ha miret ouzh ar viruz strewiñ muioc'h[20] E fin miz Meurzh 2020 ne oa ket c'hoazh eus brec'hiadoù evit ar viruz-se, daoust ma'z eus leizh ha labourvaioù oc'h ober war-dro.[21].

    Gwalc'hiñ e zaouarn

    Gwalc'hiñ e zaouarn zo aliet groñs evit talañ ouzh ar viruz. Gant ar Greizenn evit kontroliñ ha diwall diouzh ar c'hleñvedoù amerikan e oa bet erbedet gwalc'hiñ e zaouarn gant dour ha soavon alies, e-pad 20 eilenn da nebeutañ, drest-holl goude bezañ bet er privezioù pe ma vez lous an daouarn da vat ; a-raok mont da zebriñ ; goude bezañ streviet, pasaet pe c'hwezhet e fri. Ma n'haller ket gwalc'hiñ an daouarn diouzhtu e c'heller implijet kaod dour-alkool, gant 60% alkool ennañ da nebeutañ[22]. Erbedet eo ivez gant Aozadur Bedel ar Yec'hed chom hep touchal an daoulagad, ar fri, ar genoù ma n'eo ket gwalc'het an daouarn.[14]

    Yec'hed an analiñ

    Erbeded eo gant aozadurioù ar yec'hed da c'holoiñ e c'henoù hag e fri pa vezer o pasaat pe o streviañ, gant pleg e vrec'h pe ur mouchouer d'en em zizober diouzhtu en un doare sur.[14] An dud iñfektet a rankfe dougen ur meskl surjian[23],[24] abalamour ma c'hell ar meskl herzel d'an takennoù analiñ mont re bell ha re niverus pa vezer o pasaat, o streviañ pe o kaozeal c'hoazh, met dreist-holl hervez Stephen Griffin, ur virologour eus Skol-Veur Leeds, e c'hell miret ouzh an dud da douchal o bizaj[25] Alioù zo bet roet gant Aozadur Bedel ar Yec'hed evit penaos dougen ar meskl[26].

    Aliet eo groñs dougen ur meskl evit an dud a labour e bed ar yec'hed, dreist-holl ar re a labour gant tud klañv gant ar viruz[26] met an dud n'int ket klañv ne rankfent dougen ur meskl nemet ma vez riskloù (abalamour ma reont war-dro unan bennak klañv da skouer). Burutellaet eo bet gouarnamant Frañs avat abalamour d'an alioù disheñvel roet diwar-benn talvoudegezh ar meskl, ar pezh zo bet liammet ouzh an diouer a veskloù miret gant ar Stad[27],[28].

    Pellaat sokial

    Ur gif e saozneg evit taolenniñ penaos e c'heller herzel ouzh red ar c'hleñved.

    Un doare da herzel ouzh red ar c'hleñved zo bihanaat niver a zarempredoù a c'hell unan bennak kaout e-korf un devezh. Gallout a ra mont betek un dispell ; herzel ouzh ar beajoù ; berziñ ar bodadoù ouzhpenn un niver resis a dud (5000, 1000, 100 a dud) ; serriñ ar skolioù, an embregerezhioù n'int ket ret evit buhez ar vro, al lec'hioù-sport pe sevenadur, ar stalioù... Erbediñ an dud da chom er gêr a c'heller ober ivez, pe da vihanañ da chom hep mont da lec'hioù paket gant ur mor a dud, implijet doare d'en em saludiñ hep touchal an den all, chom pell an eil diouzh egile.[14]

    Aliet eo d'an dud deuet kozh a-walc'h pe d'an dud tapet gant ur c'hleñved evel an diabet, ar c'hleñvedoù kalongwazhiedel, an uswask pe c'hoazh an immunodigresk chom er gêr ivez abalamour ma vez muioc'h a riskloù da ziorren ur stumm kreñv eus ar c'hleñved[29].

    Kavet e oa bet e-kerzh miz Meurzh 2020 e oa re forc'hellek ar ger saoznek social distancing ha gwelloc'h e vije bet implijet ar ger physical distancing (pellaat fizikel) evit diskouez e c'heller digreskiñ an niver a zarempredoù fiziel en ur viret an darempredoù sokial, alies eus un tammig pelloc'h pe gant ar binvioù niverel.

    Er bed

    Meur a vartezeadenn a zo diwar-benn ar c'hlañvour kentañ[30] ha eus a belec'h e teu. An hini kentañ zo bet kavet e oa bet paket klañv gant ar viruz nevez a oa bet kavet roudoù anezhañ d'ar 1añ a viz Kerzu 2019 e Wuhan e Sina[31] Hervez lod avat e oa bet marvet ar c'hlañvour kentañ, un den 55 vloaz anezhañ, d'ar 17a viz Du 2020.[32]. D'an 30 a viz Kerzu 2019 e voe sachet evezh gouarnamant Sina gant ur strollad medisined eus Ospital Kreiz Wuhan, renet gant Dr. Ai Fen ha Li Wenliang, diwar-benn ur c'hurunviruz nevez heñvel ouzh ar SARS-CoV.

    D'an 31 a viz Kerzu e voe a-walc'h a glañvourien evit ma voe savet un enklask e Wuhan gant an aozadurioù yec'hed, ha liammet e voe ar bneumoniezh nevez ouzh Marc'had Boued Mor Huanan[33],[34]. Soñjet e voe neuze e oa ar c'hleñved a-orin an anevaled gouez gwerzhet er marc'had ha ne dremene ket a dud da dud.

    Gant lidoù ar Bloaz Nevez Sinat, ha gant Wuhan bezañ un hub a-bouez e treuzdougen ar vro, e strewas ar c'hleñved e-kerzh miz Genver da broviñsoù all Sina[3] goude ur prantad ma zouble an niver a dud klañv bep sizhun. D'an 20 a viz Genver 2020 e oa bet kelaouet e oa 6174 a dud o doa bet simptomoù[35].

    D'an 10 a viz Genver e voe embannet gant Aozadur Bedel ar Yec'hed ur gemmennadenn evit goulenn gant an dud o veajiñ e rannvro Wuhan da heuliañ doareoù da "zigreskiñ riskloù iñfektiñ en ur veajiñ."[36] Ne c'houlenne ket e vije berzet beajiñ e Wuhan avat, goude ma chome amsklaer an doareoù iñfektiñ. D'an 12 a viz Genver e voe embannet gant an ABY ne oa ket riskloù evit micherourien ar yec'hed ha ne oa ket prouet e veze kaset ar c'hleñved a zen da zen[37].

    D'an 13 a viz Genver e voe diskuliet ar c'hlañvour kentañ er-maez eus Sina, ur beajour sinat[38] D'an 20 a viz Genver e voe disklêriet gant Bodad Yec'hed Broadel Sina e oa eus treuzkazoù den da zen gant ar c'hCOVID-19.[39] D'ar 24 a viz Genver e voe nevesaet alioù an ABY diwar-benn ar beajoù o c'houlenn ma vije arsellet ar veajourien, hep berziñ ar beajoù avat.[40] D'an 27 a viz Genver e voe lakaet gourdrouz ar c'hCOVID-19 da "uhel dre vras" gant an ABY.[41].

    Kartenn an dispelloù broadel (glas teñval) ha rannvroel (glas sklaer)

    Daou zevezh war-lerc'h e voe disklêriet gant an ABY e oa ar c'hleñved ur gKudenn Etrevroadel a Yec'hed Publik Mallus, o kelaouiñ an holl vroioù o doa da brientiñ doareoù da dalañ ouzh ar c'hleñved, da lavaret eo eveshaat, anavezet abred piv zo klañv, emglozañ, ober war-dro an dud klañv ha dont war-lerc'h roudoù o darempredoù[42] O welet an niver a dud klañv o kreskiñ er-maez eus Sina e voe disklêriet gant rener ABY Tedros Adhanom e oa dañjer d'ar viruz dont da vedreuziad.[43].

    Ez ofisiel e voe disklêriet ar stad a vedreuziad evit ar c'hCOVID-19 d'an 11 a viz Meurzh gant Aozadur Bedel ar Yec'hed, goude ur prantad ma chome ar c'hleñved-red kontrollet tamm pe tamm e meur a lec'h er bed[44] gant Europa o tont tamm ha tamm da vezañ kreiz ar c'hleñved-red[45] Muioc'h a dud klañv anavezet a oa bet kavet er-maez eus Sina eget e-barzh ar vro adalek ar 16 a viz Meurzh.[46] D'an 19 a viz Meurzh ne voe disklêriet tamm den klañv nevez ebet e Sina (war-bouez tud deuet eus an estrenvro) tra ma voe muioc'h a dud marvet gant ar c'hleñved en Italia eget e Sina d'an deiz-se.[47].

    D'ar 1 a viz Ebrel 2020 e oa 823 626 den bet klañv kadarnet er bed a-bezh (72 736 nevez) ha 40 598 den marvet gant ar c'hleñved (4193 nevez).[48]

    E Sina

    Red e Sina abaoe ar 24 a viz Genver

    D'ar 1añ a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant Sina e vefe bet 361 den marvet nemetken ha 17 300 den klañvD'ar 6 a viz C'hwevrer 2020 e vez embannet e oa bet 564 den marvet ha 28 359 den klañv. D'an 10 a viz C'hwevrer e vez embannet gant Sina e vefe 908 den marvet ha 40 000 den klañv[49]. D'an 2 a viz Meurzh 2020 e oa 3058 den marvet ha 89252 klañv gant 45216 den pareet.[50].

    En Europa

    D'an 9 a viz Meurzh 2020 eo lakaet Italia a-bezh en dispell gant gouarnamant ar vro. Graet eo kement all gant Spagn d'ar 15, ha gant Frañs d'ar 17. Ret eo d'an dud chom er gêr, nemet ha ne c'hallont ket pellabourat. Gant broioù all avat (An Izelvroioù, Sued, Breizh-Veur er penn-kentañ) eo dibabet ur strategiezh all, an immuniezh a-stroll. An holl stadoù a serr o harzoù, o skolioù hag an darn vuiañ eus an embregerezhioù hag an amaezhiadurezh.

    D'ar 1 a viz Ebrel 2020 e oa 464 121 den bet klañv kadarnet er bed a-bezh (40 226 nevez) ha 30 089 den marvet gant ar c'hleñved (4193 nevez).[48]

    E Frañs

    Rannvroioù Frañs hervez an niver a dud klañv ospitalizet

    Kavet e oa bet an den klañv kentañ gant ar viruz d'ar 24 a viz Genver, e Bourdel. Un den 48 vloaz, eus Frañs ha Sina a oa erruet e Frañs daou zervezh a-raok[51] Da c'houde e oa bet detektet un nebeud tud c'hoazh, en o zouez 6 den eus ar Rouantelezh-Unanet e Savoia, betek lakaat an niver-se da 12. En o zouez e oa pareet 11 hag unan zo marvet, un tourist eus Sina, 80 vloaz anezhañ, a oa chomet da reanimañ e-pad pell.[52]. Ar wezh kentañ e oa marvet unan bennak en Europa abalamour d'ar c'hleñved-se.

    D'an 29 a viz C'hwevrer e oa 100 den bet klañv gant ar c'hleñved-red-se e Frañs : 11 o doa pareet, 2 a oa marvet. Kresket e voe buan an niver a dud klañv avat : ouzhpenn 2000 e voe d'an 11 a viz Meurzh[53] ha 48 den a oa marvet gantañ, ken ma voe lakaet ar gaoz war aozadur an dilennadegoù ti-kêr. Nullet e voe ur bern darvoudoù sportel (marathon Pariz) pe sevenadurel (sonadegoù Tri Yann e Pariz) ha serret e voe ar skolioù en Oise, Haut-Rhin ha Korsika. Klañv e oa ivez un nebeud kannaded eus ar Vodadeg Vroadel ha ministr ar sevenadur Franck Riester. Nicole Belloubet, ministrerezh ar Justis zo bet testet ivez, met negatif e oa[54].

    D'an 12 a viz Meurzh, pa oa 2876 den iñfektet (pe bet iñfektet) ha 61 den marv, e oa bet disklêriet gant Prezidant ar Republik Emmanuel Macron e vije serret ar skolioù, ar skolajoù, al liseoù, ar skolioù-meur hag ar magourioù e Frañs a-bezh, ouzhpenn goulenn gant an dud koshoc'h eget 70 vloaz da chom er gêr ar muiañ ma c'hellent ha d'an holl dud chom hep mont re er-maez dre vras. Divizet e oa bet memestra delc'her an dilennadegoù ti-kêr d'ar 15 a viz Meurzh daoust d'ar riskloù[55]. Er Stadoù-Unanet e oa bet disklêriet gant ar Prezidant Donald Trump e oa berzet d'ar Frañsizien mont di e-pad 14 devezh.

    Daou zervezh war-lerc'h, d'ar 14 a viz Meurzh e oa bet disklêriet gant Édouard Philippe e vije serret an holl stalioù n'int ket eus ar redioù kentañ (tavarnioù, sinemaioù...) ha goulennet gant an dud chom "ar muiañ posupl er gêr". Chom a ra digor ar stalioù-boued, an apotikerezhioù hag un nebeud stalioù all. Koulskoude e chomo dalc'het an dilennadegoù ti-kêr raktreset an deiz war-lerc'h hag ar genstrivadegoù publik daoust d'an niver a dud o komañs da sevel o mouezh[56].

    E Breizh

    D'an 29 a viz C'hwevrer e oa 5 den klañv e Breizh : 2 ospitalaet e Brest goude beaj ar gwaz en Ejipt, daou e Roazhon goude ur veaj en Oise hag unan en Naoned, medisinez an den bet klañv en Oise da gentañ, a oa e vakañsoù er Baol-Eskoubleg.

    D'an 2 a viz Meurzh e oa bet kavet 20 den klañv e Breizh[57], 13 anezho en ur skoulmad nevez kavet tro-dro Krac'h, Karnag hag An Alre.[57] Tamm ha tamm e oa kresket ar skoulmad-se betek tizhet Kiberen ha Brec'h.

    An hini kentañ a varvas e Breizh a voe un den 92 vloaz, ospitalizet e Gwened[58],[59].

    Divizet e oa bet gant prefed Morbihan chom a-sav gant an holl zarvourdoù publik en departamant ha goulenn gant tud ar parrezioù tapet er skoulmad chom eno ha chom hep mont re er-maez. D'an dud a vije aet kuit dija e oa bet goulennet chom er gêr e-pad pemzekteiz da c'hortoz e vijent sur da chom hep bezañ klañv.

    D'an 9 a viz Meurzh e voe lakaet war-wel 80 rannet evel-se : 11 en Il-ha-Gwilun, 9 e Liger-Atlantel, 5 e Penn ar Bed, 55 er Morbihan hag hini ebet en Aodoù an Arvor[60],[61].

    D'an 11 a viz Meurzh e oa bet kavet 105 den klañv e Breizh : 13 en Il-ha-Gwilun, 12 e Liger-Atlantel, 7 e Penn ar Bed, 73 e Morbihan hag hini ebet c'hoazh en Aodoù an Arvor[62]. Kavet e oa bet ur skoulmad nevez kostez Bruz, e-kichen Roazhon[63]

    D'an 12 a viz Meurzh e voe disklêriet e oa marvet ur vaouez a 93 vloaz er Morbihan[64]. Kemeret e oa bet ivez an diviz nullañ an Dro Breizh war velo evit e 54vet redadeg, raktreset e miz Ebrel 2020[65] D'an noz e oa bet kavet 135 den klañv e Breizh : 22 en Il-ha-Gwilun, 15 e Liger-Atlantel, 12 e Penn ar Bed, 85 e Morbihan hag unan en Aodoù an Arvor[66].

    Evel e Frañs a-bezh e oa bet serret ar skolioù e Breizh adalek ar 16 a viz Meurzh ha kenfinet an holl dud adalek ar 17 a viz Meurzh. Mouezhioù a savas kerkent pa voe gouezet e oa deuet ur bern tud eus Pariz d'en em genfinañ lec'h all, en o eil tiez, e Breizh ivez, ha dreist-holl war an aod pe en inizi[67] Nec'het e oa an dud kar n'eo ket savet ospitalioù an inizi evit kement a dud, dreist-holl ma vez kudennoù ken don, ha dre vras e oa kavet ne oa ket sirius a-walc'h ar c'henfinañ gant darn eus an dud nevez-emgavet, dre ma oa brav an amzer. Evit kaout an tu da fiñval eo ret kaout un testenni dilec'hiañ hag a vez kavet e brezhoneg[68].

    Adalek an 22 a viz Meurzh e oa lakaet war wel gant prefeti rannvro Breizh sifroù an dud n'emaint ket o chom e rannvro Breizh met a zo ospitalizet enni asambles gant sifroù an dud testet hep gouzout e peseurt departamant emaint o chom[69].

    Embannet e oa bet d'an 23 a viz Meurzh e oa kenfinet Johanna Rolland, maerez Naoned en he zi abalamour ma oa he merc'h tapet gant simptomoù ar viruz[70].

    7 den eus skipailh a zo klañv war mordreizher Celebrity Apex e Sant-Nazer. Ar skipailh eus 1407 a zo bet kenfinet ar vourzh[71].

    D'ar 31 a viz Meurzh e voe embannet e oa 106 gwele evit ar glañvourien, ha 40 gwele advevaat e Sant-Brieg ( Ospital Y. ar Foll) ha Plerin ( Ospital Prevez Aodoù an Arvor )[72] E skipailh ar mordreizher Celebrity Apex e Sant-Nazer, e-mesk 157 den corona-pozitivel, e oa 144 n'ho doa tamm azon ebet eus ar c'hleñved.[73].

    D'ar 1 a viz Ebrel e erruas 12 den klañv e Roazhon gant un TTB mezegel, ha kaset d'ar pennospital[74]. Kaset e voe tud all da Sant-Brieg ha da Vrest.

    D'ar 4 a viz Ebrel : 7 den eus AHDOD (annez herberc'hiañ evit an dud oadet dalc'het) Stz Ana e Lannuon a zo marv e-pad ar sizhunvezh. 14 tud all eus Stz Ana a zo klanv[75].

    D'an 11 a viz Mae 2020 e oa roet lamm d'ar c'hefinamant e Breizh. Aotreet eo fiñval hag un-dro en ur c'helc'h 100 kilometrad tro-dro d'an ti.

    Stadegoù Breizh
    Niver a dud bet tapet gant ar viruz e pep departamant Breizh
    Deiziad2922563544Hollad
    Breizh
    DiavaezidiTud
    dianav o
    departamant
    Hollad
    6.03.202040246341
    Skritell vrezhonek
    Skol Diwan Kommanna
    7.03.202050357451
    8.03.202050477867
    9.03.2020505511980
    10.03.2020706311990
    11.03.202070731312105
    12.03.2020121852215135
    13.03.20202211003422179
    14.03.20203441063432210
    15.03.20203441144339234
    16.03.20203551294439[76]252
    17.03.2020431113250?> 275
    18.03.2020511213455?> 291
    19.03.2020601613458?> 307
    20.03.2020792113472?> 345
    21.03.2020912715784?> 398
    22.03.2020993317491?> 4361138> 485
    23.03.202011236181105?> 4731442> 529
    24.03.202012738185115147[77]6121942673
    25.03.202014347206135?> 6782448> 750
    26.03.202017160231152191[78]8053261898
    27.03.202019177256167?> 8823967> 988
    28.03.202021092276187?> 9564678> 1 080
    29.03.2020230107313208?> 1 0494856> 1 153
    30.03.2020235112320220?> 1 0784957> 1 184
    31.03.2020249122338236?> 1 1365144> 1 231
    01.04.2020260136357257?> 1 2015247> 1 300
    02.04.2020270154372272425[79]149355481576
    03.04.20202851573912824711 58666541 706
    04.04.20202911674142895101 67172521 795
    05.04.20203051774283035421 75574551 884
    06.04.20203121784383085561 79275571 924
    07.04.20203141824523245751 84788541 989
    08.04.20203261884593386331 94498512 093
    09.04.20203392004753626512 02798462 171
    10.04.20203662094783776892 119102492 270
    11.04.20203712134893917342 198106512 355
    12.04.20203752224914047622 254107602 421
    13.04.20203772234964147792 289107602 456
    14.04.20203802265014167792 302106582 466
    15.04.20204952655055567982 619118702 807
    16.04.20205052685105718232 677120682 865
    17.04.20205132725235888492 745121672 933
    20.04.20205223145266068552 8231231013 047
    21.04.2020527316532607122
    22.04.2020540322545618121
    23.04.2020544322549629121
    24.04.2020550326555636123
    27.04.2020553328567646126
    28.04.2020554338573649126
    29.04.202057333961965812960
    30.04.202057537962266412960
    01.05.202057738062666712960
    04.05.202058439063767174
    05.05.2020585392641671
    06.05.2020591404642672
    07.05.2020592420642676
    08.05.2020594420642677
    11.05.202059843664767812864
    12.05.202059943764867812965
    13.05.202059943964968012965
    14.05.202059944164968112965
    15.05.202059944665968412967
    18.05.202060251766569212968
    19.05.202060251766569412968
    20.05.202060653766870113067
    21.05.202060857867370313167
    22.05.202060959667370813167
    25.05.202061261767971413266
    26.05.202061261968671513266
    27.05.202061462168671513267
    28.05.202061463168971513267
    29.05.202061563869272013267
    01.06.202061964169972413367
    02.06.202061964269972413367
    03.06.202061964369972513367
    04.06.202062064369972813367
    05.06.202062164469973013367
    08.06.202062264569973213367
    09.06.202062264570073313367
    10.06.202062464970273313367
    12.06.202062764970273513368
    15.06.202062964970273513468
    17.06.202062965070273613568
    19.06.202062965270573613668
    22.06.202063065570773713668
    24.06.202063165571173713668
    26.06.202063265871273913668
    30.06.202063266772274213670
    03.07.202063766872674313670
    07.07.202064567072774413970
    10.07.202065567073275514174
    15.07.202070368373478515676
    17.07.202076470074480517077
    Niver a dud en Ospital (Deuet, Adreiñ buhez (Réa.), Distro d'ar gêr, Marv )[80],[81]
    OspitalAdvevaatDistro d'ar gêrMarv
    Deiziad2922563544Hollad2922563544Hollad2922563544Hollad2922563544HolladMarv e-pad
    pemzektez
    29.03.20205036988415842611526153996288795141207532852364
    30.03.2020543910691158448125291740103299795353223632972873
    01.04.2020564713310618853017532254512441138662812837632103691
    02.04.202066591381062045952716303852163481695689131879351238101
    03.04.2020746514312921662732172936601745520987210935479371643112
    04.04.202079621361312446523317243863175562511082121394810401745120
    05.04.202082701351362506733416243867179592511383133413910451745126
    06.04.202093751471562617324017354969210602911988138434911482047135
    07.04.2020946914415426462542133444641976242127104160495913522351148
    08.04.202010266154162263747431334466620266451491131695521114552754161
    09.04.202010964147173274767401233486619969491621171975941116552757166
    10.04.202011070139171289779401134427019778541751242106411217563660181
    11.04.202011669130172288775391235386518982591941352276971318593962191
    14.04.202012077127190297811371034366318086662071522447551921654477226
    15.04.20201157511819629279634831335816489722151642597992022694883242+151
    26.04.2020755112515725366117616193290122122267261362113436247667115318
    30.04.2020645012715022164414414152572128130288277410123337258070124336
    01.05.2020594612614221658937258070125337+95
    15.05.20204053898315041540308479141374+37
    01.06.2020263862701273231475623162184384413566170943339085146397+23
    15.06.2020192836587721643379186156413+16
    01.07.20201313273737128001225175209424464696196843389286159418+5
    01.08.202073163076300030344399688164431+13
    01.09.2020971435147910052844409689170439+8
    15.09.2020197395133149402641644409790172443+4
    01.10.202023157379572474321012314842100101178469+26
    15.10.202026197086952963251513384843102108194495+26
    01.11.202081135562112677502811246341075451119131212567+72
    15.11.202012681216296373109231133139491636966146169286736+169
    01.12.20207258152260277819177133329998487174217349911+175
    15.12.202093951652472588581151126267998971912483771011+100
    01.01.2021105621432082097279161914491261092052874161143+132
    15.01.2021106521472801977829161927621401122253174401234+91
    01.02.20211323717336924595611392327731641212553825051427+193
    15.02.202111957150396227109010483532891871242734585711613+186
    01.03.20219368166355227956136102721772031383065056041756+143
    15.03.202175861593962468921513132825942141573315356451882+126
    01.04.202198118172377286120022122551391492221793495777042031+149
    15.04.2021104119219362297129630164057521952261983666137392142+111
    01.05.202197112208395271124126132539551582342253936557882295+153
    15.05.202188851753351819871571742421232512384086858142396+101
    01.06.20217236132240127692123142630852592464307058362452+56
    15.06.20216429102194925366581917552479+27
    01.07.20215721861564840063698322494+15
    15.07.20214720761363733861555222506+12
    Tud klañv gant bedreuziad COVID-19 kavet e Breizh e 2020
         marvet     pareet     tud klañv kavet
    Deiziad
    Niver a dud klañv*
    29/02
    5 
    02/03
    20 
    06/03
    41 
    07/03
    51 (+24%) 
    08/03
    67 (+31%) 
    09/03
    80 (+19%) 
    10/03
    90 (+13%) 
    11/03
    105 (+17%) 
    12/03
    135 (+28%) 
    13/03
    179 (+32%) 
    14/03
    210 (+17%) 
    15/03
    234 (+11%) 
    16/03
    252 (+7%) 
    17/03
    275 (+9%) 
    18/03
    291 (+5%) 
    19/03
    307 (+5%) 
    20/03
    345 (+12%) 
    21/03
    398 (+15%) 
    22/03
    485 (+22%) 
    23/03
    529 (+9%) 
    24/03
    673 (+27) 
    25/03
    750 (+11%) 
    26/03
    898 (+20%) 
    27/03
    988 (+10%) 
    28/03
    1 080 (+9%) 
    29/03
    1 153 (+7%) 
    30/03
    1 184 (+3%) 
    31/03
    1 231 (+4%) 
    01/04
    1 300 (+7%) 
    02/04
    1 576 (+21%) 
    03/04
    1 706 (+8%) 
    04/04
    1 795 (+5%) 
    05/04
    1 884 (+5%) 
    06/04
    1 924 (+2%) 
    07/04
    1 989 (+3%) 
    08/04
    2 093 (+5%) 
    09/04
    2 171 (+4%) 
    10/04
    2 270 (+5%) 
    11/04
    2 355 (+4%) 
    12/04
    2 421 (+3%) 
    13/04
    2 456 (+1%) 
    14/04
    2 466 (+0.4%) 
    15/04
    2 807 (+14%) 
    16/04
    2 865 (+2%) 
    17/04
    2 933 (+2%) 
    20/04
    3 047 (+4%) 

    • Mammenn: keleier ARS Breizh ha Broioù al Liger
    • Etre ar 16 a viz Meurzh hag an 2 a viz Ebrel ne veze ket bet roet ar sifroù dre zepartamant gant ARS Broioù al Liger ken, n'eo ket klok ken sifroù Breizh 5 departamant adalek an deiz-se neuze, nemet adalek d'ar 24 ha d'ar 26 a viz Meurzh ma oa bet embannet sifroù gant France 3 Pays de la Loire.

    Levezon ar bedreuziad

    War an deskadurezh

    Skolidi touchet gant ar bedreuziad COVID-19 (17/03/2020)
  • ██ Skolioù serret er vro a-bezh
  • ██ Skolioù serret e lec'hioù zo
  • ██ Skol serret ebet
  • ██ Titour ebet
  • E fin miz Meurzh 2020 e oa 1.5 miliard a skolidi a oa bet serret o skol evit ar vro a-bezh er bed, muioc'h c'hoazh e broioù zo ma oa bet kemeret an diviz gant rannvroioù zo ha pas reoù all.[82] Hogozik 90% eus studierien ar bed a oa er-maez eus o skol neuze. E Taiwan, Singapour, Aostralia, Sveden hag e stadoù zo eus an SUA e chome digor ar skolioù avat.

    Daoust ma klasked serriñ ar skolioù war berr-amzer ez eus bet levezonoù e meur a zoare war buhez ar familhoù ha doareoù da zeskiñ ar vugale. N'eo ket gouest an holl familhoù da gemer amzer d'ober skol er gêr, dreist-holl ma rankont pell-labourat pe chom a-sav da labourat.[82][83]

    Evit ober war-dro ar skolidi e oa erbedet gant an UNESCO implijet hentennoù deskiñ a-bell ha arloadoù evit deskiñ dre an internet evit liammañ ar skolidi hag o c'helennerien hag eskemm dielloù, ober kentelioù video, a-seurt ma chomje un deskadurezh e-keit ma voe serret ar skolioù[84] Klask a reas ar skolioù hag ar rouedadoù skolioù aozañ ur "c'hendalc'husted d'ar c'helenn" gant a-bep seurt mennozhioù ha doareoù.[85].

    Kudenn ar brezhoneg a oa bet lakaet war-wel evit ar skolidi en hentennoù divyezhek dre soubidigezh Diwan pe gant eurvezhioù par (Div Yezh ; Dihun) : aon a oa e kollje ar vugale o liamm gant ar brezhoneg, da nebeutañ evit ar re zo e familhoù gallek nemetken. Gant Diwan e oa bet renablet danvez evit delc'her gant ar brezhoneg[86],[87] pa oa bet klasket gant ar stummadurioù hir doareoù nevez da gelenn.

    War an abadennoù sevenadur

    Dre an divizoù bet kemeret evit talañ ouzh ar bedreuziad (berziñ ar bodadoù tud ouzhpenn 5000 den, da c'houde 500, 10... ; kenfinañ an dud hag all...) a oa bet ul levezon kreñv war bed ar sevenadur, evit ar publik kenkoulz hag evit an dud a labour er bed-se. Er broioù a oa bet tapet ar muiañ e oa bet nullet pe daleet ur bern abadennoù arz, diskouezadegoù ha serret an holl virdioù, levraouegoù, stalioù-levrioù e fin miz Meurzh[88],[89] Diaezamantoù a oa bet savet ivez e greanterezh ar sinema abalamour ma oa bet ranket serriñ ar seveniñ evit meur a film, daleet embannadur filmoù zo a-raok ma oa bet serret ar sinemaoù el lec'hioù tapet gant ar viruz. Daleet e voe Gouel ar filmoù Canas d'un deiziad ne oa ket bet lavaret e penn-kentañ[90].

    E Breizh e oa bet divizet nullañ (pe daleañ en ur cheñch ar stumm) ar Redadeg 2020, a oa sañset bezañ redet e miz Mae,[91] hag ivez Gouel Breizh. Serret e voe ar c'hentelioù-noz hag ar stummadurioù hir er vro a-bezh[92] Evit talañ ouzh an diouer a vrezhoneg er mediaoù abalamour ma oa digresket plas an abadennoù vrezhonek[93],[94] e oa bet kaset un nebeud raktresoù war-raok, evel ar podkast Klozet kinniget gant Metig Jakez-Vargas ha Tudi Crequer war Dispak.[95].

    War an abadennoù sport

    Ur bern abadennoù meur a denne d'ar sport a oa bet daleet pa ne oant ket nullet e-pad mizioù kentañ 2020. Amañ dindan e kavoc'h ur renabl eus an abadennoù-se :

    Abadennoù sport daleet, ehanet pe nullet abalamour d'ar bedreuziad
    AbadennSportDeiziadStatudBro
    C'hoarioù Olimpek hañv 2020A bep seurtGouere 2020Daleet da 2021Etrevroadel
    UEFA Euro 2020Mell-droadGouere 2020Daleet da 2021Etrevroadel
    Tournamant ar C'hwec'h Bro 2020RugbiC'hwevrer - Meurzh 2020Daleet pevar c'hrogadEtrevroadel
    Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2020Redadegoù kirriMeurzh 15 - Du 29 20202 redadeg nullet
    6 redadeg daleet
    Etrevroadel
    IndyCar 2020Redadegoù kirriMeurzh 15 - Gwengolo 20203 redadeg nullet
    3 redadeg daleet
    Stadoù-Unanet
    Indianapolis 500 2020Redadegoù kirriMae 2020Daleet da viz Eost 2020Stadoù-Unanet
    Tournamant Wimbledon 2020TennisEven 2020NulletBro-Saoz
    Tro Breizh war varc'h-houarn 2020Marc'h-houarnEbrel 2020NulletBreizh
    Tro Menez Are 2020BaleMae 2020NulletBreizh
    Kampionad mell-droad Frañs 2019-2020Mell-droadEost 2019 - Miz Even 2020EhanetBro-C'hall
    Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2020Marc'h-houarnGouere 2020Dalc'hetBro-C'hall
    Paris-Nice 2020Marc'h-houarnMeurzh 2020Dalc'het
    Nullet an devezh diwezhañ
    Bro-C'hall
    Tro Italia war varc'h-houarn 2020Marc'h-houarnMae 2020DaleetItalia
    Tournamant Roland Garros 2020TennisMae 2020Daleet da viz Gwengolo 2020Bro-C'hall

    War ar vuhez relijiel

    Dre ma oa c'hoarvezet da vare gouelioù relijiel bras (evel ar Bloaz Nevez Sinat, Pask pe Pesac'h) en deus bet ar bedreuziad ul levezon bras war buhez ar gredourien, met diheñchet eo bet ivez ar vuhez pemdez, dreist-holl evit ar relijionoù reolennet-tre.[96]

    Gant difenn ar bodadoù tud ouzhpenn 5000 (da c'houde 1000 ma ne oa ket aet betek 10) a dud e voe serret an ilizioù, ar sinagogennoù hag ar moskeennoù en ur bern broioù. Nullet e oa bet lidoù Sizhun Fask er Vatikan[97] tra ma oa bet aozet oferennoù dre ar radio evit derc'hel an dud er gêr[98],[97] Komañs ar reas ar pab Frañsez d'ober oferennoù e-unan war plasenn Sant-Pêr da bediñ evit ar bed.[99] Nullet e voe ivez pirc'hinaj Mekka gant Arabia Saoudat.[100].

    E metoù ar yuzevegezh ez eus bet tabutoù diwar-benn lidoù ar Chabat ma ranker sañset kaout ur minyan a zek den. Lod eus ar sinagogennoù o deus graet ar choaz da zelc'her ar minyanoù-se en linenn[101] padal e voe divizet chom a-sav gant ar minyan, ha pa vije prevez, gant lod all.[96] A-benn lidoù Pesac'h (eus an 8 betek ar 16 a viz Ebrel e 2020), tra ma oa difennet bodañ familhoù asambles evit ar seder, e oa bet erbedet gant kumuniezhioù zo aozañ ur rak-seder gant ar familh a-raok ma kouezhje an noz gant doareoù elektronek[102] ha, zoken, derc'hel ar seder e-unan dre zoareoù elektronek (gant ma vezont lakaet war elum a-raok an noz), gant rabined reizhkredour eus en Israel, o lakaat war wel pegen dibar e oa an amzerioù-se[103]. Holl zoareoù ar yuzevegezh o deus lakaet pouez war an ezhomm saveteiñ buhezioù a oa dreist pep tra hervez o lezenn.[97]

    Tabut zo bet e Frañs e penn-kentañ ar c'henfinañ abalamour ma vije bet roet gwir d'ar yuzevien mont d'ar sinagogenn d'ar Sadorn hep an atestadenn dleet (n'eus ket droed kaout objedoù gant an nen devezh ar Chabat). Savet e oa bet ur bern mouezhioù a-enep ar gwir-se, daoust ma ne oa diwar intrudu ur post-polis bennak nemetken, hep goulenn alioù gant ar hierarikiezh, ha daoust ma oa serret holl sinagonennoù ar vro hag e oa diezhomm reiñ seurt aotre. Evelato e oa bet ur bern evezhiadennoù enebyuzev goude bezañ embannet ar c'heloù-se[104].

    War an endro

    Skeudenn graet gant an NASA a ziskouez live ar CO2 kaset e kêr Wuhan d'an hevelep deiziadoù e 2019 hag e 2020

    Abalamour d'ar muzulioù bet kemeret evit talañ ouzh ar c'hleñved, abalamour d'an digresk e-keñver implij an trañsportoù e oa bet kavet e oa nebeutoc'h a saotradur en aer en ur bern broioù ha rannvroioù er bed[105] : da skouer e oa 25% nebeutoc'h a garbon en aer e Sina e-pad ar c'henfinañ[106] Kavet e oa bet gant Ajañs European an Egor e oa bet digresket ar saotradur oksid nitrus produet gant an otoioù, ar greizennoù tredan hag an ijinadegoù e plaenenn ar en Italia etre deroù miz Genver hag an 11 a viz Meurzh 2020.[107] Koulskoude e oa bet kavet ne oa ket keloù mat dre ret abalamour d'ar c'hoant m'o dije ar broioù da adtapet o dale[108] pe c'hoazh d'an diouer a arc'hant abalamour d'an enkadenn ekonomiezh gortozet evit arc'hantaouiñ e-barzh an energiezhioù padus.[109] Sachet e oa bet evezh an dud ivez diwar-benn ar meskloù d'en em zizober anezho hag a veze skarzhet en natur.[110] Un efed padus eus ar bedreuziad a vije war ar pell-labour, ar pezh en deus ul levezon mat war ar saotradur abalamour d'an trañsportoù met ul levezon fall war ar saotradur abalamour d'ar rouedad internet.[111].

    Tremenet e oa bet kalzig a skeudennoù eus anevaled o pourmen e kêrioù dilezet gant an dud (marmouzed e Thailand,[112] moc'h gouez e Barcelona, Katalonia,[113], youc'hed en Aovergn[114]...). Gortozet e oa un efed mat war parañ al laboused ivez[115] Sklaeroc'h e voe ivez dourioù Venezia, met hervez ar maer ne oa ket abalamour ma oa nebeutoc'h a saotradur met kentoc'h abalamour ne oa ket a vont ha dont bigi a veske dour ha sedimantoù ar c'hanolioù.[116] Kontrol d'ar pezh a oa bet lavaret gant mediaoù zo ne oa ket distroet delfined eno, nag elerc'h (a oa kustum da zaremprediñ ar Serenissima a-raok ar c'henfinañ).[117].

    Kaz ouzh an estrañjourien ha gouennelouriezh

    Abaoe ma oa tarzhet ar c'hleñved-red, ha dre ma oa tarzhet en Azia ar Gevred, a-raok en em zilec'hiañ en Europa hag en Amerika an Norzh, e oa bet notennet ur c'hresk en emzalc'hioù hag e tagadennoù gouennelour e-keñver tud a-orin eus al lec'hioù-se, dreist-holl Azia[118] Tra ma chome ar c'hleñved-red e Sina dreist-holl e oa bet lakaet war-wel ur santimant gouennelour a-enep tud a-orin Azia ar Gevred, o lavaret e veritent tapet ar c'hleñved,[119],[120] liammet alies ouzh ar soñj n'eo ket propr ar Sinaiz.[121] Annezidi Wuhan ha proviñs Hubei o doa klemmet bezañ bet drougziforc'hiet e Sina abalamour d'al lec'h ma oant o chom.[122] Tud a-orin Italia o doa bet kudennoù ivez dre ar bed.[123].

    Keodedourien eus Malaysia,[124], Zeland-Nevez,[125] Singapour[126] ha broioù all o doa savet sinadegoù evit difenn ouzh ar Sinaiz mont e-barzh o bro. E Japan e voe krouet an hashtag #ChineseDontComeToJapan (« "#SinaizNaZeuitKetDaJapan") a reas berzh war Twitter[127] Tud a-orin Sina, pe c'hoazh a-orin Azia dre vras, ha pa vijent tud ganet ha maget en o bro, a voe kunujennet pe taget e Stadoù-Unanet[128] hag e Frañs.[129] Feuket e oa bet tud o klevet Prezidant ar Stadoù-Unanet Donald Trump oc'h ober "biruz Sina" eus ar viruz-se[130] hag embannet e voe gant prezidant ar Bharatiya Janata Party e Kornôg Bengal Dilip Gosh, en India, e oa bet distrujet an natur gant ar Sinaiz hag e oa abalamour d'an dra-se en doa "kemeret Doue rebech outo", ar pezh en doa desachet ur respont feuket gant kannad Sina e Kolkata.[131].

    Ne voe ket tapet tud Azia nemetken avat, tud distro eus Sina o doa gouzañvet emzalc'hioù feuls ivez, evel Ukrainaniz (ha tud a-estrenvro) a oa bet digarzhet eus Wuhan ha taget gant manifestourien en Ukraina[132] pe c'hoazh studierien a-orin eus India ar Biz, tost ouzh Sina, o chom e kêrioù bras a oa bet harellet e-liamm ouzh ar c'hleñved evit doare[133] Drougziforc'hiezh ha feulster a oa kresket ivez a-enep kumuniezh muzulman India, abalamour ma oa bet lakaet ar biz war bodadoù anezho evel mammenn ar c'hleñved en India.[134],[135] E Sina ivez e oa savet sañtimantoù e-enep an dud estren, taolennet evel "lastez estren" gant tud zo, "da gas d'ar boubellenn".[136].

    Pennadoù kar

    Liammoù diavaez

    Aozadurioù yec'hed

    Kartennoù ha data

    Notennoù ha daveennoù

    |}|}